Yann an Toullgofer : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28: Linenn 28:
:Frances Coles, « Carrotty Nell » he lesanv, bet ganet e-tro [[1865]], adkavet troc'het he goûg d'an [[13 a viz C'hwevrer]] [[1891]] e Swallows Gardens.
:Frances Coles, « Carrotty Nell » he lesanv, bet ganet e-tro [[1865]], adkavet troc'het he goûg d'an [[13 a viz C'hwevrer]] [[1891]] e Swallows Gardens.


:Martha Tabram, gast anezhi, adkavet drouklazhet e kentañ estaj ur savadur (Georges Yard Building) d'ar [[7 a viz Eost]] [[1888]] diouzh ar beure, teir sizhunvezh a-raok na c'hoarvezje ar c'hentañ muntr « ofisiel ». 39 zaol kontell he devoa gouzañvet kement hag ur c'hloaz all graet gant ur goustilh pe ur [[vaionetez|vaionetez]]. Al lec'h ma oa bet kavet he c'horf a oa hogos e kreizig-kreiz lec'hioù ar pemp muntr all a oa bet lakaet war gont Yann an Toullgofer. Diouzh an danevell korfskej en devoa al lazher gwall foeltret ar c'hof, an divronn hag ar forzh. Padal, petra bennak ma soñje da bolis ar mare-se e oa Yann an Toullgofer pennkaoz d'an torfed-mañ ne oa prouenn ebet koulskoude.
:Martha Tabram, gast anezhi, adkavet drouklazhet e kentañ estaj ur savadur (Georges Yard Building) d'ar [[7 a viz Eost]] [[1888]] diouzh ar beure, teir sizhunvezh a-raok na c'hoarvezje ar c'hentañ muntr « ofisiel ». 39 zaol kontell he devoa gouzañvet kement hag ur c'hloaz all graet gant ur [[goustilh]] pe ur [[baionetez|vaionetez]]. Al lec'h ma oa bet kavet he c'horf a oa hogos e kreizig-kreiz lec'hioù ar pemp muntr all a oa bet lakaet war gont Yann an Toullgofer. Diouzh an danevell korfskej en devoa al lazher gwall foeltret ar c'hof, an divronn hag ar forzh. Padal, petra bennak ma soñje da bolis ar mare-se e oa Yann an Toullgofer pennkaoz d'an torfed-mañ ne oa prouenn ebet koulskoude.


* Reoù all :
* Reoù all :
Linenn 36: Linenn 36:


:Elizabeth Jackson, gast anezhi bet adkavet he c'horf dre dammoù en [[Tavoez]] etre an [[31 a viz Mae]] hag ar [[25 a viz Mezheven]] [[1889]].
:Elizabeth Jackson, gast anezhi bet adkavet he c'horf dre dammoù en [[Tavoez]] etre an [[31 a viz Mae]] hag ar [[25 a viz Mezheven]] [[1889]].

== Notennoù ==
== Notennoù ==
<references/>
<references/>

Stumm eus an 1 Gwe 2012 da 08:55

Yann an Toullgofer (Jack the Ripper e saozneg) a veze graet eus ul lazher a steudad hag en devoa bevet e Londrez e dibenn an XIXvet kantved. Ul lesanv an hini eo dre ma ne oa ket bet kavet piv e oa ar muntrer-se e gwirionez : roet e oa bet dezhañ da-heul al lizher en devoa kaset d'an ajañs-kelaouiñ Central News m'en em ginnige evel-se ennañ. E-touez ar gisti a oa o labourat e ranngêr baour Whitechapel e tibabe e lazhidi ; pemp anezhe da nebeutañ a oa bet drouklazhet e 1888. Ne oa ket bet diskoulmet an afer-se gant enklaskerien ar mare-se ha meur a aozer hag a arzour a oa bet broudet o awen abalamour da identelezh kuzh hag abegoù kevrinus al lazher pe...lazherien.

An afer e berr gomzoù

Lec'hioù ar muntroù - Osborn Street (Emma Elizabeth Smith), George Yard (Martha Tabram), Durward Street (Mary Ann Nichols), Hanbury Street (Annie Chapman), Berner Street (Elizabeth Stride), Mitre Square (Catherine Eddowes), Dorset Street (Mary Jane Kelly).

Kroget e oa bet an afer pa voe kavet Mary Ann Nichols dic'hoûget ha toullgofet en ur straed eus Whitechapel d'an 31 a viz Eost 1888. Achu e voe ar steudad muntroù gant hini Mary Jane Kelly bet adkavet gwall vuturniet en he c'hambr d'an 9 a viz Du er memes bloaz. Holl lazhidi Yann an Toullgofer a oa merc'hed hag a oa o labourat evel gisti bep ar mare en East End, unan eus paourañ ranngêrioù Londrez. Estreget an hini ziwezhañ, 25 bloaz anezhi, an darn vrasañ anezhe a oa maouezed e-kreiz o brud, war-dro 40 vloaz.

An deiz a hiziv e chom an afer-se ur gwir luziadell c'hoazh : piv e oa an drouklazher, pe abegoù en devoa, abalamour da betra ez ae da c'histi nemetken, perak e oa paouezet a-daol-trumm, hag all... ?

E zoare ober

Tri eus ar pemp muntr a oa c'hoarvezet e lec'hioù foran (straedoù) hag ur pevare e porzh ur savadur. D'an ampoent e oa boas ar gisti da labourat e ruioù dall ha straedoù enk hag a veze damsklêrijennet peurvuiañ, ma veze aes d'an drouklazher ober e vad eus ar saviad-se.

Dic'hoûget e oa bet al lazhidi da gentañ. Div anezhe a oa bet toullgofet : bet digoret o c'hof gant al lazher ha tennet ar flugez (bouzelloù, lounezhi, mammoù) dioutañ, d'o lakaat war skoaz ar c'horfoù-marv pe d'o c'has gantañ. Kaset e oa bet ul lodenn eus ul lounezh-den da George Lusk (Prezidant ar C'homiteoù evezhiañs) zoken, a-gevret gant ul lizher o kemenn e oa bet lamet diouzh unan eus al lazhidi.

Elizabeth Stride a oa bet dic'hoûget hep bezañ toullgofet : tomm e oa he c'horf c'hoazh pa oa bet kavet[1] ha direnket ar muntrer sur a-walc'h hep n'en dije ket bet tro da beurechuiñ e bezh-labour euzhus.

Mary Jane Kelly, bet lazhet e-barzh ar gambr a feurme e Miller's Court, a oa bet peurzivouzellaouet. Strewet e oa bet he flugez er pezh a-bezh dre m'en devoa bet Yann an Toullgofer amzer a-walc'h da ober evel ma plije dezhañ.

Al lazhidi

  • Ar re anataet :
Mary Ann Nichols
Annie Chapman
Elizabeth Stride
Catherine Eddowes
Mary Jane Kelly.
  • Ar re vartezeet :
Alice McKenzie, « Clay Pipe » he lesanv, bet ganet e-tro 1849, adkavet dic'hoûget d'ar 17 a viz Gouere 1889 e Castle Alley.
Frances Coles, « Carrotty Nell » he lesanv, bet ganet e-tro 1865, adkavet troc'het he goûg d'an 13 a viz C'hwevrer 1891 e Swallows Gardens.
Martha Tabram, gast anezhi, adkavet drouklazhet e kentañ estaj ur savadur (Georges Yard Building) d'ar 7 a viz Eost 1888 diouzh ar beure, teir sizhunvezh a-raok na c'hoarvezje ar c'hentañ muntr « ofisiel ». 39 zaol kontell he devoa gouzañvet kement hag ur c'hloaz all graet gant ur goustilh pe ur vaionetez. Al lec'h ma oa bet kavet he c'horf a oa hogos e kreizig-kreiz lec'hioù ar pemp muntr all a oa bet lakaet war gont Yann an Toullgofer. Diouzh an danevell korfskej en devoa al lazher gwall foeltret ar c'hof, an divronn hag ar forzh. Padal, petra bennak ma soñje da bolis ar mare-se e oa Yann an Toullgofer pennkaoz d'an torfed-mañ ne oa prouenn ebet koulskoude.
  • Reoù all :
Annie Milwood, aet dezhi d'ar 25 a viz C'hwevrer 1888, kaset d'an ospital hag aet da Anaon d'an 3 a viz Meurzh 1888.
Ada Wilson, aet dezhi d'an 28 a viz Meurzh 1888 hep n'he dije kollet he buhez.
Elizabeth Jackson, gast anezhi bet adkavet he c'horf dre dammoù en Tavoez etre an 31 a viz Mae hag ar 25 a viz Mezheven 1889.

Notennoù

  1. (en) Afer Stride war casebook.org