Moger : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: eu:Horma (arkitektura)
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: hi:दीवार
Linenn 84: Linenn 84:
[[gd:Balla]]
[[gd:Balla]]
[[he:קיר]]
[[he:קיר]]
[[hi:दीवार]]
[[hr:Zid]]
[[hr:Zid]]
[[hu:Fal]]
[[hu:Fal]]

Stumm eus an 26 Eos 2012 da 10:05

Ur voger (eus ar ger latin maceria, sellout ouzh magoer e gwenedeg), pe mogerioù el liester, a zo un dra savet gant mein da ober ur gwasked, pe un harz, en ul lec'h. Ur vogerenn a vez graet eus un darn eus ur voger.

Mogerioù a bep seurt zo e gwirionez, hervez penaos int graet, ha pegen uhel int, ha petra a glasker ober ganto.
Darn zo tev, izel, darn zo graet gant koad, pri, brikez. Lod zo graet gant mein, bihan pe vras, berniet hepken, lod all gant mein peget gant pri pe simant pe traoù all.

Mañsonerezh a vez graet eus ar sevel mogerioù alies.


Moger brikennoù

Talvoudegezh

Mogerioù war ar maez e Iwerzhon

Er savadurioù (tiez pe savadurioù uhel) e vez savet ar mogerioù evit krouiñ ar c'hostezioù (pevar gostez peurvuiañ) hag ar pezhioù-ti e-barzh. Evit dougen ar solieroù hag an toennoù e vezont savet, nemet pa vez staget ar mogerioù-rideoz ouzh frammadur diabarzh ar savadur uhel-tre (ar skraberioù-oabl da skouer).
P'eo tanav ar mogerioù diabarzh e vez kaozh eus speurennoù e prenn, e plastr, e betoñs.

Pa vez savet mogerioù dindan an amzer e intenter lakaat un disparti etre daou spas digor ken e vez krouet un vevenn surentez war unan eus an tuioù. Evit diwall ma ne ya ket loened ha dud e lec'hioù zo e vezont savet ivez.
Savet e vez mogerioù evit bezañ gwarezet ouzh fenomennoù naturel evel an dour, an avel pe an heol pe ouzh an trouz (moger eneptrouz).

Seurtoù mogerioù

Pa ne vez graet ar voger e diabarzh un ti evit dougen, met evit rannañ pezhioù hepken e komzer eus speurenn. Neuze e vez graet gant danvez skañvoc'h eger mein, ha peurliesañ gant brikez skañv, a-wechoù plakennoù plastr etre div follenn kartoñs, anvet plakoplastr.

Mogerioù a bep seurt

Moger a vez graet eus traoù damheñvel ouzh ur voger mein;


Mogerioù bras

Restr:Great Wall of China at MuTianY by joanho 2.jpg
Moger Vras Sina


  • Mogeriañ ur gêr zo sevel ur voger en-dro dezhi.