Biwmares : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: eu:Beaumaris |
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: ru:Бомарис, Англси |
||
Linenn 18: | Linenn 18: | ||
[[nl:Beaumaris]] |
[[nl:Beaumaris]] |
||
[[pl:Beaumaris]] |
[[pl:Beaumaris]] |
||
[[ru:Бомарис, Англси]] |
|||
[[simple:Beaumaris]] |
[[simple:Beaumaris]] |
||
[[sv:Beaumaris]] |
[[sv:Beaumaris]] |
Stumm eus an 23 Eos 2012 da 14:14
Biwmares (Beaumaris e saozneg) zo ur gêr e gevred Enez Mon war ribl ar Menai. Un anv normanek zo d'ar gêr hag a dalvez geun brav ('beau marais' e galleg).
Savet e voe Biwmares evel m'emañ bremañ e dibenn an XIIIvet kantved, goude aloubadeg Enez Mon gant ar roue saoz Edouarzh Iañ. Lakaat a reas sevel ur c'hastell en ul lec'h ma oa ur geriadenn anvet Llan-faes. Skarzhet e voe tud ar gêriadenn, kaset e voent da Niwbwrch, ha dont a reas Saozon d'ober o annez er gêr nevez e-kichen Kastell Biwmares, a oa unan eus kreñvlec'hioù saoz hanternoz Kembre, evel Kastell Caernarfon, Kastell Harlech pe c'hoazh Kastell Conwy.
Hiziv n'eo ket Biwmares ur greizenn velestraduel a bouez ken : emañ kuzul kontelezh Mon e Llangefni. Derc'hel a ra Biwmares da vezañ ul lec'h darempredet koulskoude, gant miliadoù a douristed o tont di bep bloaz.