17 Eost : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[Rummad:Deizioù ar bloaz|Eost 17]] |
[[Rummad:Deizioù ar bloaz|Eost 17]] |
||
{{Eost}} |
{{Eost}} |
||
== Darvoudoù == |
== Darvoudoù == |
Stumm eus an 21 Eos 2012 da 08:36
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1424 : trec'h eo al lu saoz war an hini gall en Emgann Verneuil (1424) (Brezel Kant Vloaz).
- 1648 : penn-kentañ Emgann Preston (1648) (Kentañ Dispac'h saoz).
- 1908 : bannet eo kentañ film tresadennoù-bev gall e Pariz, Fantasmagorie e anv ha krouet gant Emile Cohl.
- 1914 : trec'h eo an arme alaman en Emgann Stallupönen (Brezel-bed kentañ).
- 1945 :
- gwir o deus da votiñ ar soudarded c'hall a-vicher.
- embannet eo dizalc'hiezh Indonezia diouzh an Izelvroioù.
- 1978 : kentañ nijadenn dreist Meurvor Atlantel e 5 devezh ha 17 eurvezh ; pradañ a ra ar baloñs amerikan Double Eagle II e Miserey (Eure).
- 1944 : dieubet eo Pempoull gant ar Gevredidi.
Sportoù
- 1920 : Joseph Guillemot, atletour gall, a ya da gampion olimpek ar 5 000 m en Antwerpen (Belgia).
Ganedigezhioù
- 1645 : Jean de la Bruyère, skrivagner ha buhezegour gall († 11 a viz Mae 1696[1] e Versailles (Yvelines a-vremañ)).
- 1699 : Bernard de Jussieu, louzawour gall († 6 a viz Du 1777 e Pariz).
- 1737 : Antoine Augustin Parmentier, apotiker, douarc'hounezour, studiour ar vagadurezh ha yec'hedour gall († 17 a viz Kerzu 1813 e Pariz).
- 1753 : Josef Dobrovský, yezhoniour hag istorour tchek († 6 a viz Genver 1829 e Brno).
- 1887 : Karl Iañ (Aostria), impalaer diwezhañ Aostria (° 1añ a viz Ebrel 1922 e Madeira (Republik Portugal)).
- 1911 : Mikhail Botvinnik, mestrc'hoarier echedoù rusian, lies-kampion Unaniezh Soviedel, Kampion ar bed († 5 a viz Mae 1995 e Moskov (Rusia)).
- 1923 : Robert Sabatier, barzh ha skrivagner aovergnat ha gall († 28 a viz Mezheven 2012 e Boulogne-Billancourt (Hauts-de-Seine)).
- 1932 : Jean-Jacques Sempé, tresour gall.
- 1952 : Guillermo Vilas, c'hoarier tennis arc'hantinat.
Marvioù
- 1777 : Giuseppe Scarlatti, sonaozer italian (° ? e Napoli).
- 1786 : Frederig II (Prusia) pe Frederig Veur c'hoazh, roue Prusia adalek 1740 betek e varv (° 24 a viz Genver 1712 e Berlin (Prusia d'ar mare-se)).
- 1824 : Jean Marion, beleg katolik breizhat, person Edig, skrivagner brezhonek (° 8 a viz Eost 1759 en Aradon).
- 1838 : Lorenzo da Ponte, sonaozer (° 10 a viz Meurzh 1749 e Ceneda (Republik Venezia d'ar mare-se)).
- 1955 : Fernand Léger, livour gall (° 4 a viz C'hwevrer 1881 en Argentan (Orne)).
- 2001 : Fant Rozeg (Meavenn hec'h anv-pluenn), barzhez, romantourez ha dramaourez vrezhonek (° 12 a viz Du 1911 e Sant-Mark).