Lev (muzul) : diforc'h etre ar stummoù
D Robot Ouzhpennet: pt:Légua terrestre |
D Robot Ouzhpennet: simple:League (unit) |
||
Linenn 24: | Linenn 24: | ||
[[pt:Légua terrestre]] |
[[pt:Légua terrestre]] |
||
[[ru:Лига (единица длины)]] |
[[ru:Лига (единица длины)]] |
||
[[simple:League (unit)]] |
Stumm eus an 6 Meu 2007 da 02:38
Un unanenn hed kozh eo al lev (reizh benel, liester levioù, eus al latin leuca deuet eus ar galianeg). Implijet e veze e meur a vro e Europa ha Suamerika. Talvezout a rae al lev-post etre 3 ha 6 kilometrad. Met hedoù liesseut a veze kavet hervez ar broioù hag ar ranvroioù. Er 18vet kantved e veze implijet al lev evel un unanderenn gorread, lev pe lev garrez. E Breizh e talveze al lev 4 800 metr evel al lev saoz douarel. Ober a reas ar Saozon gant al lev vor, houmañ 3 wech ur mil mor (5,516 m).
E 1791 e tivizas Bodadeg Vonreizhañ broadel gall e vo graet gant reizhiad ar metr ken e vefe implijet ar c'hilometr evit muzuliañ an hedoù douaroniel.
E Breizh e vez kavet anvioù-lec'h gant lev enno. Div traezhenn hir kenañ a vez anvet al Lev-Draezh : unan e foñs Bae Douarnenez e kumunioù Ploudiern ha Sant-Vik hag an eil e Kornôg Bro-Dreger e kumunioù Plistin ha Lokmikael-an-Traezh.