Rann-eur : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Boulc'h.
 
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot kemmet: bpy:সময়র লয়া
Linenn 28: Linenn 28:
[[bg:Часова зона]]
[[bg:Часова зона]]
[[bn:সময় অঞ্চল]]
[[bn:সময় অঞ্চল]]
[[bpy:সময়র লযা়]]
[[bpy:সময়র লয়া]]
[[bs:Vremenska zona]]
[[bs:Vremenska zona]]
[[ca:Zona horària]]
[[ca:Zona horària]]

Stumm eus an 18 Eos 2012 da 14:02

Ar bed rannet e rannoù-eur.

Ur rann-eur (liester: rannoù-eur), lavaret e vez ivez gwerzhid-eur, a zo ur rann eus an Douar ma’z eo unvan an eur implijet evit an traoù lezenn, kenwerzh, sokial... Da skouer evit an trenioù, ar skolioù, ha kement 'zo. Techet eo ar rannoù-se da heuliañ bevennoù ar stadoù. Rannet eo an Douar e 40 rann a ya eus pennahel an Norzh da bennahel ar Su, setu ma ledanaont bep ma tostaer d'ar c'heheder, eleze ar ger gwerzhid a vez graet gantañ a-wechoù ivez. Heuliañ a reont dre vras red an heol a ra ar c'helc'hiad noz/deiz, met cheñchamantoù bras a c'hall bezañ. Broioù evel Galiza, ha Breizh un tamm nebeutoc'h, a zo kalz en a-raok war an "eur wir", dreist-holl pa vez an eur hañv (gant eur Europa ar C'hreiz emaint, tra ma ra Breizh-Veur hag Iwerzhon, a-genhed ganto, gant un dilañs un eur. Ar broioù bras a vez rannet e meur a hini, evel Rusia pe Kanada. Koulskoude e ra stadoù bras 'zo gant unan hepken, evel Sina. Pa vez kreisteiz e Peking (eur ofisiel) e vez an heol o sevel e Lhasa (Tibet).

Dre vras e cheñch ar rannoù eus 1 eur da 1 eur. Broioù 'zo avat o deus dibabet ober gant un hantereur, evel India a zo gant UTC+5:30.

Gwelet ivez


Patrom:Lien AdQ