Broioù al Liger : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot kemmet: sv:Pays de la Loire
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: diq:Pays de la Loire
Linenn 120: Linenn 120:
[[da:Pays de la Loire]]
[[da:Pays de la Loire]]
[[de:Pays de la Loire]]
[[de:Pays de la Loire]]
[[diq:Pays de la Loire]]
[[en:Pays de la Loire]]
[[en:Pays de la Loire]]
[[eo:Luarlandoj]]
[[eo:Luarlandoj]]

Stumm eus an 18 Eos 2012 da 03:10

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Rannvroioù Frañs
Lec'hiadur e Frañs
Anv Broioù al Liger
Anv ofisiel e galleg Pays de la Loire
Banniel
Arouez
Riez Frañs Frañs
Yezhoù galleg, brezhoneg, gallaoueg
Pennlec'h ar rannvro Naoned
Departamantoù Liger-Atlantel (44)
Maine-et-Loire (49)
Mayenne (53)
Sarthe (72)
Vendée (85)
Pennlec'hioù departamant Naoned
Angers
Laval
Le Mans
La Roche-sur-Yon
Niver Arondisamantoù 17
Niver kantonioù 192
Niver kumunioù 1 503
Kadoriad ar C'huzul-rannvro Jacques Auxiette (Strollad Sokialour Gall)
Amzer-gefridi 2004-2010
Prefed ar Rannvro Bernard Hagelsteen
Poblañs hep kontoù doubl 3 553 353 (2009)
Gorread 32 082 km²
Stankter 170 a./km²
Lec'hienn paysdelaloire.fr

Broioù al Liger pe Pays de Loire (hervez an anv ofisiel) zo unan eus rannvroioù Bro-C'hall, krouet gant ar gouarnamant gall e 1955 da heul ur rannvro velestradurel krouet e 1941. Pemp departamant zo bodet enni : Maine-et-Loire, Sarthe, Mayenne, Vendée ha Liger-Atlantel. Da lavarout eo emañ e-barzh ar memes rannvro:

Orin ar rannvro

E-pad an Dispac'h Gall, d'ar 4 a viz Meurzh 1790 e voe rannet Breizh e pemp departamant : Morbihan, Finistère, Côtes-du-Nord, Ille-et-Vilaine ha Loire-Inférieure. E 1941 e voe krouet div rannvro gant an dekred Pétain-Darlan :

  • ur rannvro Bretagne, hep al Loire-Inférieure
  • ha rannvro al Liger, Añje he c'hêr-benn, gant al Loire-Inférieure met hep ar Vendée ha gant an Indre-et-Loire.

Er bloavezhioù 1960 ha 1970 e teu da vezañ ur rannvro velestradurel hep goulenn meno ar geodederien nag hini an dilennidi.

Brudañ ar rannvro

Skoed ardamez Broioù al Liger

Broioù al Liger a vije ar rannvro c'hall hag a zispign ar muiañ evit en em vrudañ. (Daveoù a vank) Ur skoed ardamez zo bet krouet, met n'en deus reizhegezh istorel ebet. N'eus ket pell ez eus bet ijinet ul logo nevez ivez.

Logo nevez ar rannvro

Kalz burutelladennoù zo diwar he c'hont. Ar gevredigezh, Breizh Adunvan, a stourm evit adunvaniezh Breizh abaoe ar bloavezhioù 1970.

An diversivie eo anv he c'houlzad ziwezhañ, diwar-benn liested ar rannvro. Luadennoù zo bet ijinet diwar-benn annezidi nevez ar rannvro, ar re diversiviens. Kaoz zo eus ur c'hleñved nevez : al ligériose.

Klask gwrizioù Broioù al Liger en Istor

Hervez servijoù ar rannvro e oa dija eus Broioù al Liger en amzer ar C'halianed: [1]

Broioù al Liger war ar c'hirri-tan

pa vo kemmet ar plakennoù kirri-tan e vo lakaet arouez rannvro Broioù al Liger war girri Bretoned Bro-Naoned.

Lennadurezh

  • François Lebrun, Histoire des Pays de Loire, éd. Privas, coll. Univers de la France, 1972. Abaoe 1972 eta e vez klasket brudañ ar broioù-se.

Liammoù diavaez