Ikaros : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ta:இகாரசு
D Ikonenn arabat droukveskañ
Linenn 1: Linenn 1:
*''Arabat droukveskañ gant [[Ikarios]].''
:[[Restr:Confusion colour.svg|20px|]]''Arabat droukveskañ gant [[Ikarios]].''
[[Skeudenn:Lord Frederick Leighton FLL006.jpg|thumb|Ikaros ha Daidalos gant [[Frederic Leighton]].]]
[[Skeudenn:Lord Frederick Leighton FLL006.jpg|thumb|Ikaros ha Daidalos gant [[Frederic Leighton]].]]
'''Ikaros''' (''Ἴκαρος /Ikaros'' e [[henc'hresianeg|gregach]]) a oa [[mab]] d'an tisavour [[Dedalos]] ha d'ar [[sklavez]] [[kretat]] [[Naupacté]]. Anavezet eo dreist-holl abalamour m'en doa nijet re dost d'an heol.
'''Ikaros''' (''Ἴκαρος /Ikaros'' e [[henc'hresianeg|gregach]]) a oa [[mab]] d'an tisavour [[Dedalos]] ha d'ar [[sklavez]] [[kretat]] [[Naupacté]]. Anavezet eo dreist-holl abalamour m'en doa nijet re dost d'an heol.

Stumm eus an 11 Eos 2012 da 11:10

Arabat droukveskañ gant Ikarios.
Ikaros ha Daidalos gant Frederic Leighton.

Ikaros (Ἴκαρος /Ikaros e gregach) a oa mab d'an tisavour Dedalos ha d'ar sklavez kretat Naupacté. Anavezet eo dreist-holl abalamour m'en doa nijet re dost d'an heol.

Mojenn

Ikaros hag e dad a oa o klask tec'hout rak fulor ar roue Minos. Bac'het e oant er Milendall goude tec'h Teseüs[1]. Dedalos a felle dezhañ distreiñ da Aten, e ger c'henidik.

Hervez doare anavezetañ ar vojenn, Daidalos a savas eskell, heñvel ouzh re al evned, gant pluñv ha koar. Kenteliañ a reas e vab ha berzañ outañ tostaat d'an heol met Ikaros, trevariet e spered gant e nijadenn, a bignas re uhel. Tostaat a reas d'an heol a lakaas ar c'hoar a zalc'he e eskell en o stumm da deuziñ tamm-ha-tamm. A-benn ar fin e torrjont hag e kouezhas er mor.

Doare Pausanias

Hervez Pausanias e oa tec'het Ikaros ha Dedalos eus Kreta war vor, gant bigi bihan, hag ijinet e oa bet ar ouel gant Dedalos evit se. Ikaros avat ne oa ket ur moraer gwall ampart ha mont a reas d'ar strad nepell diouzh Samos.
Gant Herakles e voe kavet e gorf war an aod.


Displeg

E diazez mojenn Ikaros emañ an darempredoù etre tad ha mab, efedoù an alioù hag an disentiñ ha c'hoant an den da vont bepred pelloc'h daoust d'an natur.

Notennoù

  1. Hervez un hengoun all e oant o kuzhat en enezenn gant sikour ar rouanez

Pennadoù kar

Ikaros, livet gant Hendrik Goltzius


Liammoù diavaez