Marie-Louise de Lamoignon : diforc'h etre ar stummoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
D r2.7.3) (Robot kemmet: pl:Matka od św. Ludwika |
||
Linenn 24: | Linenn 24: | ||
[[fr:Mère Saint-Louis]] |
[[fr:Mère Saint-Louis]] |
||
[[it:Marie-Louise de Lamoignon]] |
[[it:Marie-Louise de Lamoignon]] |
||
[[pl: |
[[pl:Matka od św. Ludwika]] |
Stumm eus an 6 Eos 2012 da 19:26
Marie-Louise-Élisabeth de Lamoignon, deuet da vezañ an itron kontez Molé de Champlâtreux da heul he dimeziñ (graet e veze an Itron Molé anezhi), ha goude, deuet da vezañ ar Vamm Sant-Loeiz (Mère Saint-Louis) pa oa en urzhioù (ganet d'an 3 a viz Here 1763 e Pariz-marvet d'ar 4 a viz Meurzh 1825 e Gwened), a zo ur wenvidigez katolik, savet ganti "kongregasion ar Garitez Sant-Loeiz" ("Seurezed Sant-Loeiz").
Buhez
Eus an noblañs uhel (he zad a oa ministr ar Justis e 1787) e oa ha tregont vloaz e oa-hi pa voe dibennet he gwaz da Sul Fask 1794 e-pad « Spont Bras » an Dispac'h Gall e Pariz. Glac’haret bras e voe gant se ha sevel a reas enni ar c’hoant da vont en Urzhioù, met ne reas ket evit sentiñ ouzh he c’hofesour. Hemañ he galvas pa voe anvet eskob e Gwened. Neuze e savas « an Itron Molé » – evel ma veze graet anezhi – ur skol gentañ e Gwened, ha d'ar poent-hont eo a reas he leoù kentañ, ha kalz a verc’hed paour a fellas dezho mont en urzh nevez-savet ganti e 1803.
Gwenvidikadur
D’ar 26 a viz Mae 2012 (deiz Sul ar Pantekost 2012) eo bet lakaet war roll ar Winvidion e Gwened. Hervez ar c'helaouennoù e vefe ar gwenvidikadur kentañ graet e Breizh [1] [2].
Liammoù diavaez
- (en) Fichenn diwar he fenn
- (fr) "Le Télégramme"
- (fr) "Ouest-France"
Notennoù ha daveoù
- ↑ Ouest-France, niv. 20591, d'an 3 a viz Mae 2012, p. 8
- ↑ Kannadig Imbourc'h, Nn 76, Mae Mezheven 2012, p. 12