Kroaziadeg ar Vugale : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: fa:جنگ‌های صلیبی کودکان
D r2.7.2) (Robot kemmet: la:Peregrinatio puerorum
Linenn 33: Linenn 33:
[[it:Crociata dei fanciulli]]
[[it:Crociata dei fanciulli]]
[[ja:少年十字軍]]
[[ja:少年十字軍]]
[[la:Peregrinatio Puerorum]]
[[la:Peregrinatio puerorum]]
[[mk:Детска крстоносна војна]]
[[mk:Детска крстоносна војна]]
[[ms:Perang Salib Kanak-kanak]]
[[ms:Perang Salib Kanak-kanak]]

Stumm eus an 4 Eos 2012 da 16:23

La croisade des enfants, engravadur gant Gustave Doré

Kroaziadeg ar Vugale eo an anv a roer d’un heuliad darvoudoù, gwir pe gaou, a oa c’hoarvezet en Europa e 1212 hag a vije bet un doare kroaziadeg d’an Douar Santel, gant bugale.

Meur a dra a gonter diwar-benn ar groaziadeg-se ha breud zo war an darvoudoù-se e-touez an istorourien, met elfennoù boutin zo d’an istorioù diseurt a gonter : ur paotrig, e Bro-C'hall pe en Alamagn, en doa bet gweledigezhioù ha lavaret e oa bet dezhañ gant Jezuz mont d’an Douar Santel da zieubiñ al lec’hioù sakr ha distreiñ ar vuzulmiz ouzh ar gristeniezh ; miliadoù a vugale a oa bet bodet gantañ hag a oa bet o kerzhet trema Italia hag ar Mor Kreizdouar ; echu e voe gant ar groaziadeg pa voe gwerzhet ar vugale-se da sklaved e Tunizia.

Soñjal a ra d’an darn vrasañ eus an istorourien bremañ ne oa ket bet ur Groaziadeg ar Vugale. Moarvat eo diazezet an istor-se war bandennadoù tud paour o kantreal en Alamagn hag e Bro-C’hall er Grennamzer, ha lod anezho o klask mont d’an Douar Santel tra ma oa lod all ha ne glaskent tamm ebet mont di. Diazezet eo an anv « Kroaziadeg ar Vugale » war an anvadur latin Peregrinatio Puerorum, ennañ ar ger « pueri », a c'hallfe talvezout kement ha « bugale Doue » pe « peorien ». Er bandennadoù « kroazidi »-se e vije bet tud paour neuze, kentoc’h eget bugale.

Er Grennamzer e reer anv eus kroaziadegoù all ivez a oa bet graet gant tud eus ar bobl ha ne oant ket renet gant uhelidi, evel Kroaziadeg ar Vesaerien, e 1251 hag e 1320.