Iwerzhon : diforc'h etre ar stummoù
D Kempenn meneg disheñvelout |
|||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[Restr:LocationIslandIreland.png|thumb|right|Emañ Iwerzhon e kornôg [[kevandir]] [[Europa]]]] |
[[Restr:LocationIslandIreland.png|thumb|right|Emañ Iwerzhon e kornôg [[kevandir]] [[Europa]]]] |
||
:''Ar pennad-mañ a denn da enez Iwerzhon (''Éire'' en iwerzhoneg). Diwar-benn ar ''' |
:[[Restr:Confusion colour.svg|20px|]]''Ar pennad-mañ a denn da enez Iwerzhon (''Éire'' en iwerzhoneg). Diwar-benn ar '''riez''' Iwerzhon pe Éire hec'h anv, sellet ouzh [[Republik Iwerzhon]]''. |
||
'''Iwerzhon''', pe ''Bro-Iwerzhon'' e brezhoneg ivez (''Éire'' en [[iwerzhoneg]]) eo an trede [[enez]]enn vrasañ en [[Europa]]. Emañ war ribl ar [[Meurvor Atlantel]]. [[Republik Iwerzhon]] (ez ofisiel, '''Éire''' pe '''Ireland'''), a zo enni pemp c'hwec'hvedenn eus ar gorread ([[Su]], [[Reter]], [[Kornôg]], [[Gwalarn]]) hag ar peurrest a zo gant [[Norzhiwerzhon]], dindan [[Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon]] er [[Biz]]. |
'''Iwerzhon''', pe ''Bro-Iwerzhon'' e brezhoneg ivez (''Éire'' en [[iwerzhoneg]]) eo an trede [[enez]]enn vrasañ en [[Europa]]. Emañ war ribl ar [[Meurvor Atlantel]]. [[Republik Iwerzhon]] (ez ofisiel, '''Éire''' pe '''Ireland'''), a zo enni pemp c'hwec'hvedenn eus ar gorread ([[Su]], [[Reter]], [[Kornôg]], [[Gwalarn]]) hag ar peurrest a zo gant [[Norzhiwerzhon]], dindan [[Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon]] er [[Biz]]. |
Stumm eus an 25 Gou 2012 da 14:00
- Ar pennad-mañ a denn da enez Iwerzhon (Éire en iwerzhoneg). Diwar-benn ar riez Iwerzhon pe Éire hec'h anv, sellet ouzh Republik Iwerzhon.
Iwerzhon, pe Bro-Iwerzhon e brezhoneg ivez (Éire en iwerzhoneg) eo an trede enezenn vrasañ en Europa. Emañ war ribl ar Meurvor Atlantel. Republik Iwerzhon (ez ofisiel, Éire pe Ireland), a zo enni pemp c'hwec'hvedenn eus ar gorread (Su, Reter, Kornôg, Gwalarn) hag ar peurrest a zo gant Norzhiwerzhon, dindan Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon er Biz.
Poblañs an enezenn a-bezh a sav da war-dro 5,8 milion a dud : 4,1 milion e Republik Iwerzhon (1,6 milion e tolpad-kêr Dulenn) hag 1,7 milion e Norzhiwerzhon (0,8 milion e tolpad-kêr Belfast).
Douaroniezh
Ur blaenenn greiz gant aradennadoù menezioù bihan tro-war-dro eo enez Iwerzhon. Ar gern uhelañ, ar Carrauntuohill (Iwerzhoneg: Corrán Tuathail), a sav betek 1041 m. Ar stêr Shannon, an hini hirañ (259 km) a red e-kreiz ar blaenenn hag he zraoñienn a droc'h ar vro e div lodenn. Gant an hinad gleb ha dous e kresk war an enezenn a-bezh ur struzh glas (pradoù, geunioù ha lanneier peurvuiañ) douret mat gant ar glaveier stank a-walc'h. Setu perak e vez graet eus Iwerzhon an Enez c'hlas pe an Enezenn glaz-emrodenn. Gorread an enezenn a zo 84 079 km².
Rannet eo Iwerzhon e peder froviñs istorel: Connacht, Leinster, Munster hag Ulster. En iwerzhoneg e reer anv eus ar 'Cúige' ( = pempvet). Gwechall e oa Connacht, Munster, Ulster, Leinster ha Meath, homañ a endalc'he kontelezhioù Meath, Westmeath ha Longford. Pelloc'h e voe divizet krouiñ 32 gontelezh evit melestradur ar vro. C'hwec'h kontelezh en Ulster a zo chomet dindan beli ar Rouantelezh-Unanet, cheñchet an anv da Norzhiwerzhon pa voe rannet Iwerzhon e 1922. E Republik Iwerzhon e vez doujet da harzoù kozh ar c'hontelezhioù, nemet e Tipperary ha Dulenn hag a zo bet isrannet. Evit ar votadegoù, ar pastelloù-bro a vez savet diwar kontelezhioù rannet pe deuzet gant ma vo doujet d'o harzoù dre-vras evel ma vez roet urzh gant ar Vonreizh. An 32 gontelezh a chom takadoù identelezh evit ar sportoù hag ar sevenadur lec'hel.
An darn vrasañ eus an douaroù a c'heller tennañ gounid diouto a zo e kontelezhioù ar c'hornôg. Aze emañ ivez ar menezioù brasañ ha kaerañ a sach meur a dourist evit bourrañ ouzh gweledvaoù plijus hag ar mor glas diharz.
Tud vrudet
- Skrivagnerien:
Da vezañ kendalc'het
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia