Francesco Maria Iañ della Rovere : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ca:Francesco Maria I della Rovere
Linenn 30: Linenn 30:


[[Rummad:Tiegezh Della Rovere]]
[[Rummad:Tiegezh Della Rovere]]

[[ca:Francesco Maria I della Rovere]]
[[de:Francesco Maria I. della Rovere]]
[[de:Francesco Maria I. della Rovere]]
[[el:Φραντσέσκο Μαρία Α΄ ντέλλα Ρόβερε]]
[[el:Φραντσέσκο Μαρία Α΄ ντέλλα Ρόβερε]]

Stumm eus an 21 Gou 2012 da 06:42

Francesco Maria Iañ della Rovere, poltredet gant Raffaello e 1504

Francesco Maria Iañ della Rovere (1490 en Senigallia; 1538 en Pesaro) a oa unan eus condottieri brudet deroù ar XVIvet kantved en Italia, ha Dug Urbino (hiziv e rannvro Marche) ha dug Sora proviñs Frosinone.

E dud

Francesco Maria Della Rovere, poltredet gant Tizian.

Mab e oa da Giovanni Della Rovere, aotrou Senigallia ha Kabiten Jeneral an Iliz, ha da Giovanna da Montefeltro, merc'h da Federico Iañ II da Montefeltro. Kelennet e voe en e yaouankiz gant Ludovico Odasio.

En 1502 e voe kollet Senigallia gant an tiegezh Della Rovere, goude bet aloubet gant Cesare Borgia, mab d'ar pab Alesant VI, hag a deuas da vout mestr war ar Marche.

E eontr Guidobaldo Iañ da Montefeltro n'en doa bugel ebet ha lakaat a reas e niz da zont d'e lez da Urbino en 1504. E advabañ a reas, ha setu Francesco Maria da bennhêr.

Dimeziñ

Dimezet e voe da Eleonora Gonzaga, (Mantova, 1493–1570 Urbino), a oa merc'h da Francesco II Gonzaga, markiz Mantova, ha da Isabella d'Este, ur verc'h da Ercole I d'Este, dug Ferrara. 14 vloaz e oa ar plac'h nevez.

O bugale

Pemp eus o bugale [1][2] a vevas:

Patrom:Gonzaga (1433-1530)

Poltredoù

Eñ hag e bried zo bet poltredet gant Tizian.

  1. GeneAll.net - Eleonora Ippolita Gonzaga, Duchessa di Sora ed Arce
  2. Alcune date sono diverse a seconda delle fonti