Sisjordania : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot kemmet: yo:Bèbè Ìlàòrùn
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.3) (Robot kemmet: li:Westeleke Jordaankant
Linenn 50: Linenn 50:
[[kw:Glann West]]
[[kw:Glann West]]
[[la:Cisiordania]]
[[la:Cisiordania]]
[[li:Westelike Jordaanover]]
[[li:Westeleke Jordaankant]]
[[lt:Vakarų Krantas]]
[[lt:Vakarų Krantas]]
[[lv:Rietumkrasts]]
[[lv:Rietumkrasts]]

Stumm eus an 9 Gou 2012 da 19:33

Sisjordania.

Sisjordania, anvet alies ivez ar C'hlann Gornaouek (arabeg: الضفة الغربية‎ aḍ-Ḍaffah l-Ġarbiyyah, hebraeg: הגדה המערבית‎, HaGadah HaMa'aravit) anvet ivez en hebraeg: יהודה והשומרון‎ Yehuda ve-Ha'Shomron (Judea ha Samaria), da lavaret eo ar c'hlann gornaouek eus ar stêr Jordan, eo al lodenn reter eus an tiriadoù Palestinian, al lodenn all eo strizhenn Gaza. Luziet eo ar galloud politikel er vro, hag ul lodenn eus ar vro a zo melestret gant stad Israel ha lodennoù all gant Aotrouniezh Palestina.

An anv

"Sisjordania" a dalvez kement hag "(ar vro) en tu-mañ d'ar Jordan". Graet e veze gant "Trañsjordania" pe "Treuzjordania" ((ar vro) en tu-hont d'ar Jordan) evit ober anv eus ar pezh a zo stad Jordania bremañ. En arabeg, e saozneg (West Bank) hag e meur a yezh all e vez graet gant un droienn hag a dalvez “ar c'hlann gornaouek”, hag a deu diwar ar memes skeudenn e-keñver ar stêr Jordan. Gant Israel e vez graet gant anvadurioù istorel ha biblek, ha sede "Judea ha Samaria", met gwelet e vez en droienn-se un doare d’ober anv eus "vro yuzev", ar pezh a vez nac'het gant ar Balestinianed hag ar Gumuniezh etrebroadel (dre vras).