Boiotia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: ar, ka, sl, sv, zh
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: be:Беотыя
Linenn 77: Linenn 77:


[[ar:بيوتيا]]
[[ar:بيوتيا]]
[[be:Беотыя]]
[[bg:Беотия]]
[[bg:Беотия]]
[[bn:বিওশিয়া]]
[[bn:বিওশিয়া]]

Stumm eus an 7 Gou 2012 da 09:21

Boiotia, nomos e Gres

Boiotia (Βοιωτία e gresianeg, Boeotia e latin), pe Beotia, a oa ur vro en Henc'hres, en hanternoz da reter pleg-mor Korintos, hag a zo un nomos e Hellaz a hiriv.

Er c'hreisteiz dezhi e oa Megaris ha menezieg Kiteron, Attika en tu all dezhi. En hanternoz e oa Lokris opontek ha strizh-mor Euripos (e Mor Egea etre Enez-Euboia ha douar-bras Boeotia), ha Fokis er c'hornôg. An Euripos (Εύριπος e gresianeg) zo ur strizh-mor eus Attika, en Bro-C'hres

Mojennoù

E mitologiezh Henc'hres e vez kaoz alies eus Boeotia. Kalz mojennoù zo liammet ouzh Tebai ha Kadmos, he diazezer, hag ouzh Orc'homenos, bro ar Minyae.

Graia (Γραία), ar pezh a dalvez kozh, a vefe ar geoded koshañ eus Bro-C'hres a-hervez. ar Γραικός, Graecus, zo liammet ouzh 'Graia' gant skrivagnerien zo[1]. Aristoteles en deus skrivet e oa bet savvet ar geoded a-raok al Liñvadenn Veur. Kavet ez eus bet ar memes kredenn diwar-benn orin keoded Graia war ur stelenn, Bloazdanevell Paros, dizoloet e 1687 ha bloaziet eus -267--263, miret hiziv en Oxford hag e Paros. Meneget eo ar geoded kozh-mañ ivez en oberennoù Homeros, Paosanias ar Beajour, Toukidides, etc.


Anv dismegañsus

Boeotia zo deuet da vout un anv kar d'ar sotoni, abalamour, marteze, ma kave da Ateniz e talvezent keroc'h dre ma oa brudet o sevenadur e-skoz hini o amezeien.


Tud brudet Beotia

References

  1. Hatzidakis, 1977, e geriadur Babiniotis