Afrodite : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: haw:ʻAperodite
Linenn 43: Linenn 43:


* [[Anchise]], eus [[Troja]], tad he mab [[Énée]], a ziwallas hag a skoazellas da gas [[Pénatoù]] [[Troia]] betek [[Italia]], kent dezhi kaout aotre da reiñ dezhañ an [[divarvelezh]] a-berzh Zeus ([[Ovidius]], [[Metamorfozoù]], XIV).
* [[Anchise]], eus [[Troja]], tad he mab [[Énée]], a ziwallas hag a skoazellas da gas [[Pénatoù]] [[Troia]] betek [[Italia]], kent dezhi kaout aotre da reiñ dezhañ an [[divarvelezh]] a-berzh Zeus ([[Ovidius]], [[Metamorfozoù]], XIV).
[[Skeudenn:Paolo Veronese 021.jpg|thumb|280px|right|''Afrodite hag Adonis'', gant [[Paolo Veronese]]]]
[[Skeudenn:Venus y Adonis (Veronese).jpg|thumb|280px|right|''Afrodite hag Adonis'', gant [[Paolo Veronese]]]]
* [[Adonis]], ar bugel kaer ganet eus ar wezenn-vir, a voe troet e vamm [[Myrrha]] enni. [[Persefone]] a fellas dezhi kaout ar bugel, ma rankas Zeus rannañ amzer Adonis. Un drederenn eus ar bloavezh evit pep hini, dezhañ da zibab petra ober er peurrest, hag a dremene gant Afrodit atav, ken na voe gloazet gant ur pemoc'h gouez. [[Priapos]] evit-doare a oa ganet diwar an darempred-se, hag eveltañ an [[nimfenn]] [[Beroe]], unan eus mestrezed diniver Dionisos ([[Nonnos Panopolis]], Dionysiaques, divers chants).
* [[Adonis]], ar bugel kaer ganet eus ar wezenn-vir, a voe troet e vamm [[Myrrha]] enni. [[Persefone]] a fellas dezhi kaout ar bugel, ma rankas Zeus rannañ amzer Adonis. Un drederenn eus ar bloavezh evit pep hini, dezhañ da zibab petra ober er peurrest, hag a dremene gant Afrodit atav, ken na voe gloazet gant ur pemoc'h gouez. [[Priapos]] evit-doare a oa ganet diwar an darempred-se, hag eveltañ an [[nimfenn]] [[Beroe]], unan eus mestrezed diniver Dionisos ([[Nonnos Panopolis]], Dionysiaques, divers chants).



Stumm eus an 6 Gou 2012 da 22:53

Ganedigezh Gwener, (darn) gant Sandro Botticelli, 1485, Uffizzi
Gwener Milo Mirdi al Louvre, Pariz .

Afrodite (Ἀφροδίτη / Aphrodítê) eo anv doueez ar c'hellid, ar garantez, ar plijadurezhioù, hag ar gened, en Hellaz kozh. Klotañ a rae gant an doueez fenikian Astarte.

Gant ar Romaned e veze graet Venus anezhi (Gwener e brezhoneg). Ken brudet eo deuet an anv- se da vezañ ma vez lakaet zoken war delwennoù hellazat, evel war anv Gwener Milo, a dlefe bezañ Afrodite Melos.

Div zremm he deus Afrodite rak bez ez eo war un dro:

  • doueez plijadur ar c'horf
  • doueez ar gened c'hlan .

An anv Ebrel, hini pevarvet miz an deiziadur gregorian, a vije deuet en enor dezhi e Roma gozh.

Mojennoù

Div vojenn disheñvel zo diwar-benn he ganedigezh:

Kaset e voe gant an Avelioù betek Kitera hag alese da g-Kiprenez.

He c'harantezioù

Delwenn da Afrodite, hiriv e Kunsthistorisches Museum Vienna.

E-touez an doueed

Dimezet e oa da Hefaistos, met karout a reas doueed all:

  • an doue Ares, a oa tad he merc'h Harmonia, ha Deimos ha Fobos. Pa glevas Hefaistos digant Helios (an heol, a wel pep tra eus lein an oabl) e kouske e wreg gant Ares, e lakas war gwele an daou garedig ur roued hud da dapout anezho. Pa voent tapet e c'halvas Zeus hag an doueed all da zont da welout an daou labous tapet en e roued war o gwele.

Diwar-se e voe milliget Helios gant Afrodite, hag e holl ziskennidi d'e heul, da lavarout eo Pasifae hag he merc'hed Ariadna ha Fedra; gwashaet e voe ar mallozh-se gant hini Poseidon a voe taolet war Minos, pried Pasifae ha tad da Aiadna ha Faedra;

  • an doue Dionysos, a zo tad
    • da b-Priapos (a zo bet kontet da vezañ ivez mab da Zeus]], pe da Adonis)
    • ha da Hyménée, doue ar c'han-eured (kontet da vezañ ivez mab da unan eus Nav Merc'h an Awen, pe Muzezed ) ;
Darn eus Ganedigezh Gwener, gant William Adolphe Bouguereau (1879)

E-touez an dud

Karout a reas ivez gwazed, harozed anezho:

Afrodite hag Adonis, gant Paolo Veronese
  • Adonis, ar bugel kaer ganet eus ar wezenn-vir, a voe troet e vamm Myrrha enni. Persefone a fellas dezhi kaout ar bugel, ma rankas Zeus rannañ amzer Adonis. Un drederenn eus ar bloavezh evit pep hini, dezhañ da zibab petra ober er peurrest, hag a dremene gant Afrodit atav, ken na voe gloazet gant ur pemoc'h gouez. Priapos evit-doare a oa ganet diwar an darempred-se, hag eveltañ an nimfenn Beroe, unan eus mestrezed diniver Dionisos (Nonnos Panopolis, Dionysiaques, divers chants).

Eros

Eros hag e c'hevell Anteros a vez kontet da vezañ bugale dezhi, nemet hervez Hesiodos e oa Eros unan eus an doueed na oant ket bet ganet, penegwir e oa deuet eus ar C'haos.

Dialerez

Afrodite diskoachet en he noazh

Spouronus eo dial Afrodite. Evit mirout droug ouzh unan bennak n'eo het trec'h Hera dezhi: eben a vag gwarizi ouzh ar merc'hed arall, hi a sko gant ar re na zoujont ket outi, n'he servijont ket evel a zo dleet, pe a nac'h he servij. Etre he daouarn n'eo ar merc'hed nemet binvioù da reiñ d'ar baotred.

  • dre warizi eo he deus kondaonet Eos (Gouloù an Deiz) da vezañ erotoman
  • evit kastizañ Hippolytos, mab Tezeus, ha ne zouj nemet ouzh Artemis, e laka karantez diroll da sevel e kreizon Fedra ;
  • war c'houlenn Poseidon, e lak c'hoant da sevel e Pasifae ;
  • rediañ a ra merc'hed roue Kiprenez da vont da c'histi peogwir e nac'hent hec'h enoriñ a zoare;
  • dre ar memes abeg end-eeun e taol ur c'hwezh fall-brein war merc'hed Lemnos, ken e spont ar baotred;
  • klask a ra lakaat Psyché da vont e karantez gant un den fallakr war-bouez ur saezh tennet gant Eros, nemet hennezh ne sent ket outi hag ober a ra e soñj dimeziñ ganti.

Darn a vez diwallet ganti, ha ne garfent ket bezañ! Elena an hini a glemme abalamour ma veze gwarezet ganti : « Na dichañsus on-me, emezi dezhi, setu adarre ouzh ma c'hostez, leun a soñjoù treitour ! »

Brezel Troia

Gwener Afrodite, gant Carlo Brogi (1850-1925)

Ar vojenn vrudetañ diwar-benn Afrodite eo hini abeg brezel Troia. Eris, a oa an doueez nemeti ha ne oa ket bet pedet da eured ar roue Peleus hag an nimfenn Tetis (Thetis), a daolas un aval-aour war daol ar banvez a oa skrivet warnañ « D'an hini gaerañ ».

Nac'h dibab a reas Zeus etre Hera, Athena hag Afrodite, an teir a dleje, gouez dezhañ, kaout an aval. Ha neuze an doueezed da c'houlenn digant Pâris, priñs eus Troia, barn an tabut. Ha pep hini d'he zro da glask gennañ anezhañ. Ha Hera da brometiñ galloud kement hag ur roue, hag Athena klod er brezel, hag Afrodite kaerañ maouez zo er bed. Ha Pâris da zibab Afrodite ha goulenn Helene Troia evel priz, goude ma oa pried ar roue hellazat Menelaos. Skrapidigezh Helene gant Pâris an hini a voe kaoz da Brezel Troia. E-kerzh ar brezel-se eo e voe gloazet an doueez gant Diomedes

Lesanvioù Afrodite

  • Acidalia, ‘eus feunteun Acidalia’;
  • Afrodita en kepois (Ἀφροδίτη ἐν Κήποις), ‘al liorzhoù’;
  • Ambologera, ‘an hini a bella ar gozhni ’;
  • Anadiómena (Ἀναδυομένη), ‘a zeu e-maez ar mor ’, evel e livadur Apeles;
  • Androfono (Ἀνδροφόνος), ‘ lazherez gwazed ’;
  • Anosia (Ἀνόσια), ‘laik ;
  • Basilis (Βασιλίς), ‘rouanez’;
  • Despina (Δέσποινα), ‘an Itron ’;
  • Enoplios (Ἐνόπλιος), ‘ armet ’;
  • Epitimbidia, ‘war ar bezioù’ (damheñvel ouzh Melaina ha Melainis);
  • Epitragidia, ;
Afrodite, e Mirdi Broadel Hendraouriezh Aten
  • Escotia (Σκοτία), ‘teñval’;
  • Genetilis, ‘eus ar vammelezh’;
  • Hetaira (Ἑταίρα), ‘ar serc'h’;
  • Kalliglutos (Καλλίγλουτος), ‘kaer he feskennoù’;
  • Kallipygos (Καλλίπυγος), ‘kaer he c'hlunioù ’; gwelout Venus Kallipygos
  • Kipria, pe Kipris (Κύπρις), ‘a Giprenez ’;
  • Kiterea (Κυθήρεια), ‘a Gitera’;
  • Melaina (Μέλαινα), ‘du’ (damheñvel ouzh Epitimbidia ha Melainis);
  • Melainis (Μελαινίς), ‘du yaouank ’ (damheñvel ouzh Epitimbidia ha Melaina);
  • Morfo (Μορφώ), ‘liesseurt he neuz’;
  • Ourania, rouanez an Neñvoù
  • Pandemos (Πάνδημος), ‘ boutin d'an holl ’, doueez ar bobl
  • Persefesa (Περσεφάεσσα), ‘rouanez an isved ’;
  • Porné (Πόρνη), ‘ar c'hast ’, doueez ar gasterezh ;[12]
  • Praxis (Πράξις), ‘eus an ober [rev]’;
  • Timboricos (Τυμβωρύχος), ‘eus ar bezioù’;
  • Urania (Οὐράνια), ‘ eus an Oabl ’.

Taolennoù gant Afrodite (Gwener) warne

Livet stank eo bet Afrodite, dindan hec'h anv latin dreist-holl. Kavet e vo livadurioù anezhi er pennadoù:

ha dreist-holl

Delwennoù

Dastumet eo bet anvioù an delwennoù d'an doueez er pennad Delwennoù da Afrodite evit aesaat ar c'hlask.

An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


  • Skeudennoù eus delwennoù brudetañ Afrodite: [1]

Patrom:Liamm PuB