Lugdunensis : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.6.4) (Robot kemmet: ru:Лугдунская Галлия
D r2.7.3) (Robot kemmet: zh:卢格敦高卢
Linenn 54: Linenn 54:
[[tr:Gallia Lugdunensis]]
[[tr:Gallia Lugdunensis]]
[[uk:Лугдунська Галлія]]
[[uk:Лугдунська Галлія]]
[[zh:顿西斯行省]]
[[zh:敦高卢]]

Stumm eus an 3 Gou 2012 da 16:24

Gallia lugdunensis en impalaeriezh roman, war-dro 120

Gallia lugdunensis pe Lugdunensis a oa unan eus ar proviñsoù krouet gant Augustus e Galia e 27 kent JK. E stumm zo souezhus a-walc'h : bodañ a ra an Arvorig ha tolead Lyon. Abegoù disheñvel zo:

  • Abegoù etnek: klotañ a ra tamm-pe-damm gant unan eus an teir Galia meneget gant Julius Caesar e De bello gallico[1] : Galia vlevek (Gallia comata e latin).
  • Abegoù politikel: bihanaat a ra pouez ha levezon kreiz Galia, en ur stagañ keodedoù galian ouzh ar proviñsoù roman tostañ. Da skouer ez eus bet staget ul lodenn eus Gallia Celtica ouzh Aquitania.

Gallia lugdunensis a oa ur broviñs impalaerel renet gant ur prefed staliet e Lugdunum (Lyon). Kavout a reer ivez ur stal voneiz e Lugdunum ha santual kevredadel an teir Galia, dediet da azeulerezh Roma ha da hini an impalaer.

Ar c'hêrioù pennañ a oa :


Da vare an detrarkiezh e oa rannet Gallia lugdunensis e peder froviñs: Lugdunensis I (traoñiennoù ar Saône hag an Allier), Lugdunensis II (Normandi a-vremañ), Lugdunensis III (Arvorig hag Anjou) ha Lugdunensis IV (Ile-de-France). Staget e voent holl ouzh prefedi pretordi ar Galiaoù.

Drastet e voe Galia gant an aloubadegoù barbar. Chom a reas tachennoù feal d'an impalaeriezh roman e Lugdunensis II ha IV betek 486 dindan renerezh Aegidius ha Syagrius.

Notennoù

  1. Gallia est omnis divisa in partes tres...