Spered ar re varv o veilhañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
D Reizhañ liamm diabarzh
D Trec'hlid mitonet kaset ar bajenn Spered ar re varv war evezh da Spered ar re varv o veilhañ: Reizhañ titl
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 2 Gou 2012 da 16:39

Manao Tupapau
Paul Gauguin, 1892
Eoullivadur war lien
73 × 92 cm
Albright-Knox Art Gallery
Buffalo

Spered ar re varv o veilhañ (Manao Tupapau) zo un eoullivadur war lien, graet gant al livour gall Paul Gauguin e 1892.

Emañ war ziskouez en 'Albright-Knox Art Gallery e Buffalo, Stadoù-Unanet.

Ar vaouez a weler eo Teha'amana, serc'h al livour, en he gourvez en he noazh war he gwele, war liñselioù arwenn hag ur pareo glas gant bleunioù melen. War he c'hof emañ, un dra ral en taolennoù a vez techet da ziskouez noazhded ar merc'hed muioc'hik.

En diadreñv e weler un iskis a zen gwisket e du : an tupapau an hini eo. War gostez emañ, hag oc'h antreal e-barzh ar gambr, war ar seblant. E foñs an daolenn ez eus tarchoù ruzc'hlas : traoù kevrinus a zo e steuñv, marse...


Liammoù diavaez