Bodadenn vonreizhañ vroadel : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 23: Linenn 23:
[[pt:Assembleia Nacional Constituinte Francesa (1789)]]
[[pt:Assembleia Nacional Constituinte Francesa (1789)]]
[[ro:Adunarea Constituantă Franceză]]
[[ro:Adunarea Constituantă Franceză]]
[[ru:Национальное собрание (1789—1791)]]
[[ru:Национальная конституционная ассамблея]]
[[zh:国民制宪议会]]
[[zh:国民制宪议会]]

Stumm eus an 25 Mez 2012 da 15:01


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Evit sevel ur vonreizh e vez bodet ur vodadenn vonreizhañ. Ur vonreizh a zlee bezañ skrivet evit ur bobl hag e tlee bezañ degemeret asant ar bobl goude. Graet e vez gant ur referendom d'an aliesañ. Patrom ar vodadenn vonreizhañ eo ar Vodadenn vonreizhañ vroadel c'hall a oa bet krouet diwar votadenn kannidi Breujoù meur Rouantelezh Bro-C'hall e 1789.

An darn vrasañ eus ar gannaded a oa bet bodet e Versailles diwar urzh ar roue Loeiz ar XVIvet ne oant ket evit gouzañv ne vije ket asantet gant an Noblañs hag ar Gloer chañch sistem-merañ Bro-C'hall. D'an 21vet a viz Mezheven e tivizjont embann, goude ur votadenn, ez aint d'ober ur vodadenn nevez, he fal dezhi sevel ur vonreizh hag hec'h anv, ar Vodadenn vonreizhañ vroadel.

O welet e oa dibosupl dezhañ bleniañ labourioù ar Breujoù meur ec'h embannas ar roue e vije lakaet un arsav war o daelioù hag e voe serret dorioù ar sal-vodadeg. D'an 22 a viz Mezheven, pa welas ar gannaded e oa bet serret an dorioù e voe kinniget gant un nebeud kloer ma vije graet ar vodadeg en Iliz Sant-Loeiz e Versailles. 149 kannnad ar Gloer ha 2 gannad an Noblañs a yeas da vodañ gant kannaded an Trede-Urzh.