Marcel Bigeard : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Rummad
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 43: Linenn 43:
{{DEFAULTSORT:Bigeard, Marcel}}
{{DEFAULTSORT:Bigeard, Marcel}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1916]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1916]]
[[Rummad:Jeneraled Frañs]]
[[Rummad:Jeneraled Bro-C'hall]]
[[Rummad:Torfedourien vrezel]]
[[Rummad:Torfedourien vrezel]]
[[Rummad:Brezel Aljeria]]
[[Rummad:Brezel Aljeria]]

Stumm eus an 11 Mez 2012 da 10:35

E Toul e oa bet ganet Marcel Bigeard d'ar 14 C'hwevrer 1916. Adalek 1936 betek 1976 e voe el lu gall.

Eil brezel bed

El Linenn Maginot e oa bet e 1939, evel serjant. Tapet e voe gant an Alamaned e miz Mezheven 1940 met dont a reas da vont kuit. En takad dieub e voe neuze, en Afrika, gant al luv trevadennel. Ofiser an FFI e voe da c'houde.

Brezel Indochin

E miz Here 1945 ez eas di da gentañ ha distro e voe en Indez-Sina e miz Gouere 1952. E emgann Diên Biên Phu e voe.

Brezel Aljeria

Restr:None

Gant an harzlammourien e voe eno.

Adalek 1957 e voe en Aljer evit talañ ouzh Larbi Ben M'hidi ha Yacef Saadi. E miz Meurzh e ve kaset da menezeier Blida ha kemer a reas perzh e koulzadoù "Atlas" hag "Agounnenda". E-pad an hañv e voe paket 90 % eus stourmerien an FLN gant e soudarded.

E miz Kerzu 1958 e voe e Saida en Orania. En em gavout a reas gant De Gaulle d'ar 27 Eost 1959 hag e penn sektor Ain-Sefra e voe lakaet, 15 000 soudard dindanañ . Kaset e voe da Oran goude poutch Aljer e 1961 : ne dapas ket perzh e itrikadennoù ar jenelared avat.

Gwallvrudet eo evit bezañ asantet boureviañ tud an FLN. Chifretezed Bigeard a veze graet eus an dud bet lazhet diwar jahinerezh, lakaet un tamm simant ouzh o zreid ha taolet er mor diwar ur viñs-askell.

Politikerezh

Sekretour-stad d'an Difenn broadel e voe e 1975-1976.

Kannad Meurthe-et-Moselle e voe adalek 1978 betek 1988.

Levrlennadurezh

  • Contre guérilla, 1957
  • Aucune bête au monde ..., Pensée Moderne, 1959
  • Piste sans fin, Pensée Moderne, 1963
  • Pour une parcelle de gloire, Plon, 1975
  • Ma Guerre d'Indochine, Hachette, 1994
  • Ma Guerre d'Algérie, Editions du Rocher, 1995
  • De la brousse à la jungle, Hachette-Carrère, 1994
  • France, réveille-toi !, Editions n°1, 1997
  • Lettres d'Indochine, Editions n°1, 1998-1999 (2 tomes)
  • Le siècle des héros, Editions n°1, 2000
  • Crier ma vérité, Editions du Rocher, 2002
  • Paroles d'Indochine, Editions du Rocher, 2004
  • J'ai mal à la France, Edition du Polygone, 2006
  • Adieu ma France, Editions du Rocher, 2006