Guy Ropartz : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 3: | Linenn 3: | ||
== E vuhez == |
== E vuhez == |
||
Studiet en deus ar gwir da gentañ e [[Roazhon]]. Goude se en deus studiet ar sonerezh e skol-sonerezh broadel Paris e klas Théodore Dubois ha da-c'houde gant [[Jules Massenet]]. Goude ez eas gant klas [[César Franck]] da zeskiñ seniñ orglez. |
Mab e oa da Sigismond Jean Pélage Ropartz, alvokad e Gwengamp, ha da Elise Marie Danion. Studiet en deus ar gwir da gentañ e [[Roazhon]]. Goude se en deus studiet ar sonerezh e skol-sonerezh broadel Paris e klas Théodore Dubois ha da-c'houde gant [[Jules Massenet]]. Goude ez eas gant klas [[César Franck]] da zeskiñ seniñ orglez. |
||
Rener skol-sonerezh broadel Nancy en deus bet eus 1894 betek 1919 e-lec'h e krouas klasoù arvoud e 1894, trompilh e 1895, telenn hag orglez e 1897 hag trombon e 1900. An hini eo a grouas amzervezhioù kengerzoù sinfoniek gant Laz-seniñ skol-sonerezh Nancy. Ezel [[Kevredigezh Broadel Breizh]] e oa ivez. |
Rener skol-sonerezh broadel Nancy en deus bet eus 1894 betek 1919 e-lec'h e krouas klasoù arvoud e 1894, trompilh e 1895, telenn hag orglez e 1897 hag trombon e 1900. An hini eo a grouas amzervezhioù kengerzoù sinfoniek gant Laz-seniñ skol-sonerezh Nancy. Ezel [[Kevredigezh Broadel Breizh]] e oa ivez. |
Stumm eus an 10 Mez 2012 da 10:08
Joseph-Guy-Marie Ropartz, (15 a viz Mezheven 1864, Gwengamp - 22 a viz Du 1955, Sant-Loup) a oa ur sonaozour breizhat.
E vuhez
Mab e oa da Sigismond Jean Pélage Ropartz, alvokad e Gwengamp, ha da Elise Marie Danion. Studiet en deus ar gwir da gentañ e Roazhon. Goude se en deus studiet ar sonerezh e skol-sonerezh broadel Paris e klas Théodore Dubois ha da-c'houde gant Jules Massenet. Goude ez eas gant klas César Franck da zeskiñ seniñ orglez.
Rener skol-sonerezh broadel Nancy en deus bet eus 1894 betek 1919 e-lec'h e krouas klasoù arvoud e 1894, trompilh e 1895, telenn hag orglez e 1897 hag trombon e 1900. An hini eo a grouas amzervezhioù kengerzoù sinfoniek gant Laz-seniñ skol-sonerezh Nancy. Ezel Kevredigezh Broadel Breizh e oa ivez.
Goude marv e vignon Albéric Magnard e 1914 hag koll e skrid-muzik e-pad un tan-gwall, adskrivet en deus Ropartz dre-eñvor klaviazadur e Opera Guercœur.
Rener skol-sonerezh Strasbourg eus 1919 betek 1929 en deus bet ivez. Levezonus e voe ouzh e studierien evel Charles Munch da skouer. Dilennet e voe ezel Skol-uhel an Arzhoù-kaer.
En e leve a ya e 1929 ha mont a ra kuit d'e maner e Sant-Loup.
E sonerezh
Sonaozet en deus Ropartz ur c'hantad pezh-sonerezh en holl e-pad e vuhez.
Sonerezh sinfoniek
Pemp simfonienn en deus sonaozet etre 1894 da 1945. E simfonienn kentañ a gemer e awen digant ur c'hantik eus Breizh. Pezhioù sonerezh-klav all:
- La Cloche des morts (Kloc'h an anaon) (1887)
- Lamento evit oboell hag klaviaz (1887)
- Les Landes (Al lanneier) (1888)
- Marche de fête (Bale-gouel) (1888)
- Cinq pièces brèves (Pemp pezh berr) (1889)
- Carnaval (Karnaval) (1889)
- Dimanche breton (Sul Breizh), heulienn e 4 lodenn (1893)
- Fantaisie (Faltazienn) e re muiañ (1897)
- A Marie endormie (Da Vari e-kouskedik)(1911-12)
- La Chasse du prince Arthur (Chase priñs Arzhur) (1911-12)
- Sons de cloches (Son ar c'hleier) (1913)
- Soir sur les chaumes (Nozvezh war ar plouz) (1913)
- Rhapsodie (Rapsodienn) evit gaolviolin ha klaviaz (1928)
- Sérénade champêtre (Selinadenn ar maezioù) (1932)
- Bourrées bourbonnaises (Boureenn Bourbonez) (1939)
- Petite symphonie (Siñfonienn vihan)) e mi bouc'h muiañ (1943)
- Pastorales (Bugulganioù) (1950)
Opera
- Ar Vro (Le Pays) (1912)
Sonerezh-kambr
- C'hwec'h pevarad (1893 à 1949)
- Div sonatenn evit gaolviolin ha piano (1904/1918-19)
- Teir sonatenn evit violoñs ha piano (1907/1917/1927)
- Fantaisie (Faltazienn) berr war anv Magnard evit pevarad-kerdin
- Triad e la leiañ evit biolin, gaolviolin ha piano (1918)
- Daou pezh evit pempad (1924)
- Triad e la leiañ evit biolin, arvoud ha gaolviolin (1934-35)
- Prélude, Marine et Chanson (Rakkerz, Merdeerezh ha kan) evit fleüt, biolin, arvoud, gaolviolin ha telenn (1928)
Sonerezh relijiel
- Kyrie solennel (Kyrie lidus) evit 4 vouezh solo, kor hag orglez (1886)
- Offertoire pascal (Ofertouer Pask), evit orglez e-unan (1889)
- Psaume 136 "Super flumina Babylonis", evit kor ha klaviaz (1897)
- Pemp moted evit 4 vouezhioù kemmesk a cappella (1900)
- Oferenn berr en eñvor Santez-Anna, evit dre vouezhioù kendere hag orglez (1921)
- Oferenn en eñvor Santez-Odil, evit kor dre vouezhioù kemmesk hag orglez (1923)
- Oferenn "Te Deum Laudamus", evit 3 vouezh kemmesk hag orglez (1925-26)
- Requiem, evit solo, kor ha klaviaz (1937-38)
- Salve Regina evit kor kemmesk hag orglez (1941)
- Psaume 129 "De profondis", evit solo, kor ha klaviaz (1942)
Sonerezh-mouezh
- Evit klaviaz ha kan
- Prière (Pedenn)
- La Fleur d'Or (Bleunienn aour)
- Sous Bois
- Evit kan ha piano
- Amour d'Hiver (Karantez goañv)
- Lied
- Le Petit Enfant (Ar bugel bihan)
- Sous Bois
- Rondel pour Jeanne (Tro evit Yannez)
- Rondel de Miséricorde (Tro mizerikord)
- Rondeau pour un Délaissé de s'Amye (Rondo evit un den dilezet eus s'Amye)
- Evit kor
- Les Fileuses de Bretagne (Nezourien Vreizh'), evit kor mouezhioù maouezed
- Kyrie
Sonerezh piano
- Ouverture, variations et final (Digorenn, argemmoù ha diwezhenn) (1904)
- Choral varié (Koral liesseurt) (1904)
- Nozkan niv. 1 (1911)
- Dans l'ombre de la montagne (Gant skeud ar menez) (1913)
- Nozkan niv. 2 (1916)
- Nozkan niv. 3 (1916)
- Scherzo (1916)
- Musiques au jardin (Sonerezh al liorzh) (1916-17)
- Croquis d'été (Brastresañ an hañv) (1918)
- Croquis d’automne (Brastresañ an diskar-amzer) (1929)
- Jeunes filles (Merc'hed yaouank) (1929)
- En eñvor Paul Dukas (1936)
Lennegezh
Ur barzhoneger a-feson e voe Ropartz ivez. Levezonet e voe gant skol ar Symbolisme. Embann a reas gant Louis Tiercelin Le Parnasse breton contemporain (Parnas Breizh a-vremañ), un dastumad barzhonegoù eus Breizh. Skrivañ a reas ivez er gazetenn L'Hermine.
- Adagiettos (1888)
- Modes mineurs (Moz leiañ) (1890)
- Les Muances (1892)
Liammoù diavaez
Daveoù
- (fr) Mathieu Ferey et Benoît Menut, Joseph-Guy Ropartz ou le Pays inaccessible, Papillon, coll. Mélophiles, Genève, 2005 (ISBN 978-2940310258 et ISBN 2-940310-25-4)