Alamaneg : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot kemmet: lez:Немец чӀал |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D r2.7.3) (Robot kemmet: vep:Saksan kel' |
||
Linenn 261: | Linenn 261: | ||
[[ur:جرمن زبان]] |
[[ur:جرمن زبان]] |
||
[[vec:Łéngua todésca]] |
[[vec:Łéngua todésca]] |
||
[[vep: |
[[vep:Saksan kel']] |
||
[[vi:Tiếng Đức]] |
[[vi:Tiếng Đức]] |
||
[[vls:Duuts (toale)]] |
[[vls:Duuts (toale)]] |
Stumm eus an 5 Mez 2012 da 18:20
Alamaneg (Deutsch) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Alamagn, Aostria, Suis ha 37 bro all |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 120 000 000 |
Renkadur : | 9 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Alamagn, Aostria, Suis, Liechtenstein, Luksembourg, Belgia; kenofisiel e kornadoù-bro zo eus Danmark, Italia ha Polonia |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | de |
ISO 639-2 | deu |
ISO 639-3 | deu |
Kod SIL | DEU, GER |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
An alamaneg (pe Deutsch er yezh-se) a zo ur yezh eus strollad yezhoù germanek ar c'hornôg, er familh indez-europek. Ar yezh implijetañ en Unaniezh Europa an hini eo.
Istor
Kentañ kemmadurioù-kensonennoù
Gant ar c'hentañ kemmadurioù-kensonennoù (erste germanische Lautverschiebung) e-tro ar Vvet kantved kent J.-K. e komañse ar yezh jermanek boutin a-ziwar ur rannyezh indez-europek. Gant ar c'hemmadurioù-mañ e vez displeget diforc'hioù zo etre ar yezhoù jermanek (Alamaneg hag all) hag ar yezhoù indez-europek all. Evit eeunaat an traoù zo moien da ginnig er mod-mañ:
- k → h : casa e latin — Haus en alamaneg, house e saozneg
- p → f : pater e latin — father e saozneg, Vater en alamaneg
- t → th : tres e latin — three e saozneg, drie e nederlandeg
- d → t : decem e latin — ten e saozneg, tien e nederlandeg
- g → k : gula e latin — Kehle en alamaneg, keel e nederlandeg
- bh → b : bhrātā e sañskriteg (frater en latin) — Bruder en alamaneg, brother e saozneg
- dh → d : adham e sañskriteg — deed e saozneg, daad e nederlandeg
- gh → g : *ghostis e indes-europeg (hostis e latin) — Gast en alamaneg, guest e saozneg
Eil kemmadur-kensonennoù
Kroget e vez da roiñ anv eus an alamaneg pa zo anezhoñ an eil kemmadur kensonnenoù er rannyezhoù implijet e mervent Alamagn (zweite germanische Lautverschiebung pe hochdeutsche Lautverschiebung, la vez lakaet e-tro ar VIvet kantved tamm-pe-damm, d'ar mare-se an heni vez diforc'het rannyezhoù an norzh (Niederdeutsch, alamaneg izel).
Ar gemmadenn fonetek a ziskouez un nebeud diforc'hioù etre an alamaneg a-vremañ ha, da skwer, an nederlandeg pe ar saozneg :
- k → ch : ik — ich (me) ; ook — auch (ive) ; make/maken — machen (ober)
- d → t : dag/day — Tag (dez) ; bed — Bett (gwele); do/doen — tun (ober)
- t → s : wat/what — was (petra) ; street/straat — Straße (ru/straed) ; eat/eet — essen (debriñ)
- t → (t)z : sitten/sit — sitzen (bezañ ase'ed) ; two/twee — zwei
- p → f : slepen/sleep — schlafen (kousked) ; schip/ship — Schiff (bag) ; help/helpen — helfen (sikour)
- p → pf : peper/pepper — Pfeffer (pebr) ; paard — Pferd (jav)
- v, w, f → b : geloof/believe — Glaube (kredoni) ; avond/evening — Abend (abardahez-noz)
Ar Grennamzer
Etre an Xvet kantved hag ar XVvet kantved e tegouezhas an diptonoù e parlantoù kornad-bro ar Mervent evit-fed vez disklipet dre zaou fonem evit ei, eu ha au. Gant-se e ouzomp penn d'an diforc'hioù zo etre an alamaneg standard ha, da skwer, an nederlandeg :
- ū, → au : hūs — Haus (ti) ; mūs — Maus (logod(enn))
- ī, → ei : wīse — Weise (ardoù) ; zīt — Zeit (amzer)
- iu → eu : liute — Leute (tud) ; hiute — heute (hidiv)
Er c'hontrol eus Stadoù war an harzoù eo chomet ar c'hornadoù-bro jermanek lodennet (Kleinstaaterei) anezhe a-hed ar Grennamzer tout kazimant, ar pezh a lako diforc'h diorroadur ar rannyezhoù a zo diforc'h-rik ha, gwech a ve, dibosupl da gompren evit daou zen é kaozeal eus kornajoù-bro disheñvel. Kaset eo bet peurunvaniñ an holl rannyezhoù gant ar varzhed hag o Mittelhochdeutsche poetik war-dro an XIIIvet kantved, nawazh n'eo ket bet levezonet yehz an dud gant an dra-se, peogwir ne ouie an taol bras eus an dud na lenn na skrivañ. Hag ar mod-se zo bet e-pad pell un troc'h etre ar c'hornadoù-bro jermanek, div vro pe kornad-bro yezh :
- en norzh, ha dreist-holl e treuziad an Hanse ma oa an alamaneg izel ul langaj vehikular eus mor an norzh da beket ar mor baltik.
- er Su e vize savet gant tud gouiek ha lennek, a-dammig-da-dammig, abaoe ar XIVvet kantved ur yezh komprenet gant an holl dud a rae gant rannyezhoù all, ar pezh a zeuas da vezañ an alamaneg standard (Hochdeutsch). An dra zo da verzout ivez eo n'eus ket bet choazet ur yezh kêr-benn evel vize graet gant ar Stadoù all maez ar vro.
Levezon an adkempenn
E 1521 eo bet laket gant Martin Luther an testamant nevez en alamaneg standard a oa war ar stern, hag e 1534 an testamant kozh. Na bezañ ne voe ket Luther an heni kentañ o sevel ar yezh standard-mañ etre an holl gornadoù-bro - war ar stern abaoe ar XIVvet kantved - e servijo an adkempenn-mañ da lakaat an alamaneg standard er melestradur hag ar skolioù, ha memes e norzh Alamagn eo bet kemeret.
Met beket diveroù an XIXvet kantved e chomas an Hochdeutsch ur yezh skrivet gwall alies. En norzh dreist-holl e vize desket ar yezh standard-mañ da yezh estren.
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |
Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria. |