Urzh an Templ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: sh:Templari
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Templarsign.jpg|200px|right|thumb|Ur Siell eus Marc'heien an Templ, gant skeudenn vrudet daou varc'heg war ul loen-kezeg hepken, un arouez eus o faourentez. E latin hag e gregach emañ ar skrid, ''Sigillum Militum Xpisti:'' gant ur groaz da heul (da lavaret eo "Siell Soudarded ar C'hrist”).]]
[[Restr:Seal of Templars.jpg|200px|right|thumb|Ur Siell eus Marc'heien an Templ, gant skeudenn vrudet daou varc'heg war ul loen-kezeg hepken, un arouez eus o faourentez. E latin hag e gregach emañ ar skrid, ''Sigillum Militum Xpisti:'' gant ur groaz da heul (da lavaret eo "Siell Soudarded ar C'hrist”).]]
'''Marc'heien Baour ar C'hrist ha Templ Salomon''' (e [[latin]]: ''Pauperes commilitones Christi Templique Solomonici''), anavezet gwelloc'h dre an anv '''Urzh an Templ''', ha '''Templourien''' pe '''Paotred an Templ''', pe c'hoazh '''Marc'heien an Templ''', a veze graet eus e izili, a oa un urzh relijiel ha soudardel bet savet d'an [[22 a viz Genver]] [[1129]] a-benn gwareziñ ha sikour ar birc'hirined a yae da [[Jeruzalem]] da vare [[Brezelioù ar Groaz]]. Padout a ray an urzh tost da zaou gantved a-raok bezañ divodet gant ar pab [[Klemañs V]] d’an [[13 a viz Meurzh]] [[1312]]. Pledet en doa kalz Urzh an Templ gant an arc'hant hag un aozadur kreñv a oa bet savet ganto a-dreuz ar broioù kristen gant ur rouedad lec'hioù anvet [[komandiri]]où, hag a oa un egin sistem [[bankerezh]] ha lec'hioù kreñv koulz en Europa hag en [[Douar Santel]].

Stumm eus an 3 Mez 2012 da 15:26

Ur Siell eus Marc'heien an Templ, gant skeudenn vrudet daou varc'heg war ul loen-kezeg hepken, un arouez eus o faourentez. E latin hag e gregach emañ ar skrid, Sigillum Militum Xpisti: gant ur groaz da heul (da lavaret eo "Siell Soudarded ar C'hrist”).

Marc'heien Baour ar C'hrist ha Templ Salomon (e latin: Pauperes commilitones Christi Templique Solomonici), anavezet gwelloc'h dre an anv Urzh an Templ, ha Templourien pe Paotred an Templ, pe c'hoazh Marc'heien an Templ, a veze graet eus e izili, a oa un urzh relijiel ha soudardel bet savet d'an 22 a viz Genver 1129 a-benn gwareziñ ha sikour ar birc'hirined a yae da Jeruzalem da vare Brezelioù ar Groaz. Padout a ray an urzh tost da zaou gantved a-raok bezañ divodet gant ar pab Klemañs V d’an 13 a viz Meurzh 1312. Pledet en doa kalz Urzh an Templ gant an arc'hant hag un aozadur kreñv a oa bet savet ganto a-dreuz ar broioù kristen gant ur rouedad lec'hioù anvet komandirioù, hag a oa un egin sistem bankerezh ha lec'hioù kreñv koulz en Europa hag en Douar Santel.

Diwezh an Urzh

Liammet start e oa berzh mat an Demplourien ouzh Brezelioù ar Groaz. Pa oa bet kollet an Douar Santel ez eas brud vat an urzh war zisteraat. Brudoù a redas war lidoù kuzh degemer evit an izili nevez, ha roue ar Frañs, Fulup IV, a zlee arc'hant bras dezho, a gavas e dro hag a bouezas war ar Pab Klemañs V evit ma vije graet un dra bennak a-enep dezho. E 1307 e voe lakaet ar c'hrog war ur bern templourien e Rouantelezh ar Frañs, boureviet a-benn diskuliañ traoù gaou, ha barnet da vezañ devet ent-bev. E-pad bloavezhioù e talc'has start Fulup IV war ar Pab evit ma tivodfe hemañ an Urzh, ar pezh a reas a-benn ar fin er bloaz 1312. Er bloaz 2002 ez eus bet adkavet un diell orin a lavar e oa bet digabluzet e-kuzh renerien an Urzh gant ar Pab Klemañs V.

Ar vistri veur

# Ardamez Anv Amzer e karg
1. Hugues de Payens 1118-1136
2. Robert de Craon 1136-1147
3. Everard des Barres 1147-1151
4. Bernard de Tremelay 1151-1153
5. André de Montbard 1153-1156
6. Bertrand de Blanchefort 1156-1169
7. Philippe de Milly 1169-1171
8. Eudes de Saint-Amand 1171-1179
9. Arnau de Torroja 1181-1184
10. Gerard de Ridefort 1185-1189
11. Robert de Sablé 1191-1193
12. Gilbert Erill 1193-1200
13. Phillipe de Plessis 1201-1208
14. Guillaume de Chartres 1209-1219
15. Pedro de Montaigu 1218-1232
16. Armand de Périgord 1232-1244
17. Richard de Bures (Arvarus) 1244/5-1247 [1]
18. Guillaume de Sonnac 1247-1250
19. Renaud de Vichiers 1250-1256
20. Thomas Bérard 1256-1273
21. Guillaume de Beaujeu 1273-1291
22. Thibaud Gaudin 1291-1292
23. Jacques de Molay 1292-1314

Notennoù ha daveennoù

  1. Lazhet pe prizoniet e oa bet en emgann La Forbie; Richard de Bures a zo bet e penn an Demplourien betek dilennidigezh Guillame de Sonnac; daoust ha Mestr Meur eo bet, dael a zo war an dra-se. Gwelet amañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Patrom:Link FA Patrom:Liamm PuB Patrom:Link FA