Popocatépetl : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: oc:Popocatepetl |
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: el:Ποποκατέπετλ |
||
Linenn 25: | Linenn 25: | ||
[[cy:Popocatépetl]] |
[[cy:Popocatépetl]] |
||
[[de:Popocatépetl]] |
[[de:Popocatépetl]] |
||
[[el:Ποποκατέπετλ]] |
|||
[[en:Popocatépetl]] |
[[en:Popocatépetl]] |
||
[[eo:Popocatépetl]] |
[[eo:Popocatépetl]] |
Stumm eus an 3 Mez 2012 da 06:40
Menez-tan Popocatépetl (e nahuatleg, popoca, « divogediñ » ; tepetl, « menez» ; ar menez a zivoged) a zo ur Menez-tan oberiant lec'hiet e Mec'hiko e Stad Puebla. An eil menez uhelañ e Mec'hiko eo war-lerc'h ar pikern Orizaba. Er park broadel Iztaccíhuatl-Popocatépetl emañ. Un dislonkadenn bouezus a oa bet e 1947: d'an 21 a viz Kerzu e 1994 e skarzhas ar menez-tan ludu hag aezhennoù hag a voe kaset 25 km ac'hann gant an avel. Lakaet e voe an dud da guitaat ar c'hêrioù tostañ.
E miz Kerzu 2000, dekmiliadoù a dud a zo bet lakaet da dec'hout pa ez eo bet brallet ar c'heleier gant ar skiantourien. Ar menez-tan en doa difretet un tammig met n'eo nemet d'ar 1añ a viz Kerzu en doa skarzhet ur golonenn a ludu uheloc'h eget 2 km[1].
Mojenn Popocatépetl hag Ixtaccíhuatl
Er relijiel Aztek, Popocatépetl a oa ur brezeler e karantez gant ur briñsez anvet Ixtaccíhuatl.
Tad Ixtaccíhuatl a gasas Popocatépetl da lazhañ un enebour eus o meuriad hag prometiñ a reas dezhañ e verc'h da zimeziñ ma teuje bev en-dro. Marvet e oa Ixtaccíhuatl gant glac'har pa oa bet kemennet dezhi oa bet lazhet Popocatépetl. Pa oa distroet en dro e varvas gant glac'har ivez en ur c'houzout e oa marv e zouzig. An doueed a lakas erc'h war o c'horfoù hag a droas anezho e menezioù.
Notennoù
- ↑ Popocatépetl en éruption xinhuanet.com 2007