Guam : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9: Linenn 9:




[[Rummad:Inizi Mariana an Hanternoz]]
[[Rummad:Inizi Mariana]]
[[ace:Guam]]
[[ace:Guam]]
[[af:Guam]]
[[af:Guam]]

Stumm eus an 30 Mae 2012 da 15:26

Guam, er c'hreisteiz da enezeg an Inizi Mariana.
Kartenn eus Guam
Guam eus an oabl.

Guam pe Guåhån (e chamorro) zo un enezenn e kornôg ar Meurvor Habask, er c'hreisteiz da Inizi Mariana an Hanternoz, dalc'het gant SUA abaoe 1898. Hagåtña ( a oa Agaña en amzer an drevadennerien spagnol) eo ar gêrbenn. Ar vrasañ eus Inizi Mariana eo Guam.

Ar bobl chamorro eo pobl orin Guam, degouezhet eno war-dro 4 000 bloaz zo. Dizoloet e voe er XVIvet kantved gant Fernão de Magalhães oc'h ober tro ar bed d'ar 6 a viz Meurzh 1521. E 1668 e voe savet an drevadenn gentañ gant Spagnoled hag en o zouez ar misioner katolik Padre San Vitores. E-pad ouzhpenn daou c'hant vloaz e voe un ehanlec'h e Guam evit Galionoù Spagnol Manila a-raok dezho treuziñ ar Meurvor Habask bep bloaz. Betek 1898 e chomas etre daouarn ar Spagnoled, ha kemeret e voe gant SUA e-kerzh ar Brezel 1898, etre Spagn ha SUA. Gant feuremglev Pariz e voe roet da vat da SUA.