Carlos II Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 68: Linenn 68:


=== E varv===
=== E varv===
En 1696 e oa tapet e 35 bloazgant Carlos II. Neuze e krogas ar barradoù [[droug-sant]] da zont aliesoc'h. Bez en deveze c'hwec'h bemdez, hag unan gwashoc'h eget ar re all. En daou viz diwezhañ en devoa bet pemp barrad warn-ugent, ha tri eus ar re washañ.
En 1696 e oa tapet e 35 bloaz gant Carlos II. Neuze e krogas ar barradoù [[droug-sant]] da zont aliesoc'h. Bez en deveze c'hwec'h bemdez, hag unan gwashoc'h eget ar re all. En daou viz diwezhañ en devoa bet pemp barrad warn-ugent, ha tri eus ar re washañ.
E 1697 e oa aet e yec'hed war washaat gant gweledigezhioù leun a grouadurioù diaoulek.
E 1697 e oa aet e yec'hed war washaat gant gweledigezhioù leun a grouadurioù diaoulek.


En 1698 e oa krog da gaout barradoù poan-benn ha da ambren. Un deiz , e-kreiz ur weledigezh, en devoa lazhet un den eus al lez, dre ma kave dezhañ e oa ur bleiz.
En 1698 e oa krog da gaout barradoù poan-benn ha da ambren. Un deiz , e-kreiz ur weledigezh, en devoa lazhet un den eus al lez, dre ma kave dezhañ e oa ur bleiz.


En 1699 nedae ket e-maez e gastell ken, dalc'hmat e veze gant ar boan-benn, ha gwadañ a rae frei alies. E 1700 en devoa poan vras o chom en e sav hag o kaozeal. D'ar 1añ a viz Du 1700, da 11e15 diouzh ar beure, e varvas e-kreiz e boan, pemp deiz a-raok e 39 bloaz.
En 1699 ned ae ket e-maez e gastell ken, dalc'hmat e veze gant ar boan-benn, ha gwadañ a rae frei alies. E 1700 en devoa poan vras o chom en e sav hag o kaozeal. D'ar 1añ a viz Du 1700, da 11e15 diouzh ar beure, e varvas e-kreiz e boan, pemp deiz a-raok e 39 bloaz.


==A bep seurt==
==A bep seurt==

Stumm eus an 30 Mae 2012 da 07:57

Carlos II, Roue Spagn

Carlos II (1661-1700), (el Hechizado) a oa roue Spagn ha diwezhañ roue spagnol eus Tiegezh Habsburg. Roue


E vuhez

Ganet e oa e Madrid d'ar 6 a viz Du 1661. Mab e oa da Felipe IV ha d'e bried Maria Anna Aostria (1634-1696).

Mervel a reas e dad e 1665. Anvet e voe Carlos da roue neuze, da bevar bloaz. D'an oad-se eo e krogas da gaozeal [1] . E vamm a oa rejantez e-kerzh e vugaleaj. Roue ar Spagnoù, an Indez, Naplez, Sardigna, ha Sikilia, e oa, ha dug Bourgogn ha Milano, soveren an Izelvroioù, entre 1665 ha 1700, goude marv e dad Felipe IV.
E 1675 e voe roue da vat, da bevarzek vloaz.

Fall e oa e yec'hed, ha krediñ a raed e oa ur mallozh warnañ, marteze a-berzh an diaoul e-unan, abalamour da se e oa bet anvet 'el hechizado, an den sorset. Hiziv e soñjer eo ar genwadelezh en tiegezh an hini zo kaoz ma oa klañvidik, dic'houest da gaozeal a-raok e bevar bloaz, da vont e-unan a-raok e eizh vloaz, ha da gaout bugale.


Abalamour ma n'halle ket kaout hêr ebet e savas bec'h ha tabut a-raok e varv ha goude. Gantañ e varvas Tiegezh Habsburg Spagn.

Carlos II pa oa 10 vloaz.

Dimezioù

Maria Anna von der Pfalz
Maria Anna poltredet gant Luca Giordano, 1695, Museo del Prado

Div wech e timezas.

E varv

En 1696 e oa tapet e 35 bloaz gant Carlos II. Neuze e krogas ar barradoù droug-sant da zont aliesoc'h. Bez en deveze c'hwec'h bemdez, hag unan gwashoc'h eget ar re all. En daou viz diwezhañ en devoa bet pemp barrad warn-ugent, ha tri eus ar re washañ. E 1697 e oa aet e yec'hed war washaat gant gweledigezhioù leun a grouadurioù diaoulek.

En 1698 e oa krog da gaout barradoù poan-benn ha da ambren. Un deiz , e-kreiz ur weledigezh, en devoa lazhet un den eus al lez, dre ma kave dezhañ e oa ur bleiz.

En 1699 ned ae ket e-maez e gastell ken, dalc'hmat e veze gant ar boan-benn, ha gwadañ a rae frei alies. E 1700 en devoa poan vras o chom en e sav hag o kaozeal. D'ar 1añ a viz Du 1700, da 11e15 diouzh ar beure, e varvas e-kreiz e boan, pemp deiz a-raok e 39 bloaz.

A bep seurt

Kêr Charleroi - (diwar ar gerioù gallek Charles le roi) en Belgia a zo bet anvet en enor da Carlos II. Place Charles II eo anv al leurgêr vras e kreiz-kêr.

Notennoù

  1. Juan Carlos, fils de Bourbon, est sauvé par ses gènes, Le Monde, 16 avril 2009.


Pennadoù kar