Kumuniezh Emren Euskadi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot kemmet: ar:منطقة إقليم الباسك
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: ckb:هەرێمی باسک
Linenn 91: Linenn 91:
[[bg:Баска автономна област]]
[[bg:Баска автономна област]]
[[ca:Comunitat autònoma del País Basc]]
[[ca:Comunitat autònoma del País Basc]]
[[ckb:هەرێمی باسک]]
[[cs:Autonomní společenství Baskicko]]
[[cs:Autonomní společenství Baskicko]]
[[cy:Cymuned Ymreolaethol Gwlad y Basg]]
[[cy:Cymuned Ymreolaethol Gwlad y Basg]]

Stumm eus an 28 Mae 2012 da 17:35


Kumuniezh Emren Euskadi
Euskadi
 (euskareg)
Banniel Euskadi Ardamezioù Andalouzia
(Banniel Euskadi) (Ardamezioù Euskadi)
Lec'hiadur Andalouzia
Kan broadel Eusko Abendaren Ereserkia
Yezhoù Spagnoleg
Kêr-benn Vitoria-Gasteiz
Prezidant José Antonio Griñán (PSOE)
Gorread
-Hollad
-Dour

87268 km²
Poblañs
-Stankter
2 155 546 annezad. (2008)
94.9/km2


Kumuniezh Emren Euskadi (a-wechoù Euskadi hepken) zo unan eus Kumuniezhioù emren Spagn, e Norzh Rouantelezh Spagn war ribl ar Meurvor Atlantel. E menezioù an aradennad kantabrik emañ, menezioù a reer Menezioù Euskadi anezho ivez. Er biz emañ harzoù ar Stad C'hall , er Reter emañ Kumuniezh Forel Nafarroa, er Su ar Rioja ha Kastilla-ha-Leon hag er C'hornôg kumuniezh Kantabria.
Hervez bonreizh ar Rouantelezh eo anavezet kumuniezh Euskadi evel unan eus broadelezhioù Spagn war diriadoù proviñsoù Araba, Gipuzkoa ha Bizkaia. Dezho ur gorread a 7 234 km², hag ur boblañs a 2 124 846 a annezidi (2005) gant ur stankter poblañs a 292,4 annezad/km². Emañ kêr-benn ar Gumuniezh e Gasteiz (spagnoleg : Vitoria) en Araba. Staliet eo gouarnamant Euskadi ha Breujoù ar Gumuniezh eno.

Divyezhek eo an annezidi pa'z eo dever an holl Spagnoled , hervez ar vonreizh, gouzout spagnoleg, yezh ofisiel ar riez, met 45% a oar komz euskareg, ur yezh ha na zeu ket eus al latin evel ar yezhoù all komzet en Iberia. Anavezet eo da bep annezad e Bro-Spagn ar gwir da implij yezhoù ar broadelezhioù er vuhez foran. Bez' ez eus skolioù unyezhek e-lec'h ma vez implijet yezh ar vroadelezh lec'hel, reoù all unyezhek e spagnoleg ha reoù all gant spagnoleg hag ar yezh lec'hel.