Elorn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D [r2.6.4] Robot ouzhpennet: pt:Élorn
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot kemmet: pt:Rio Élorn
Linenn 53: Linenn 53:
[[fr:Élorn]]
[[fr:Élorn]]
[[it:Élorn]]
[[it:Élorn]]
[[pt:Élorn]]
[[pt:Rio Élorn]]

Stumm eus an 28 Mae 2012 da 07:51

Elorn
An Elorn e Landerne
An Elorn e Landerne
Statud {{{14}}}
Hirder 42 km
Uhelder an eienenn 300 m
Kas keitat 5,5 m³/s
Gorread an diazad 300 km²
Bro(ioù) douret Breizh
Diazad stêrioù
{{{10}}}
En em daol e Morlenn Brest
Ledander er genoù ?
Andon {{{11}}}
Adstêrioù {{{12}}}


An Elorn zo ur stêr eus Breizh, a dremen dre Landerne hag en em daol e lenn-vor Brest. Graet e vez Richer Landerne anezhi ivez, evit al lodenn a ya eus Landerne d'ar mor.

Kanet eo un ton hengounel anvet An Elorn evit dañsal an Dañs Leon.

Kanaouenn diwar-benn an Elorn (dañs Leon)

An hini n'eus c'hoant da weled ar c'haerañ stêr zo er bed
E kreiz tre Kerne ha Leon e vo dav dezan monet

E Kommana n'eun draoniennig e-kreiz geot glaz eur foenneg
Euz eur feuntenig disafar ur gouerig zo redeg

Dre Sizun ya da Blouziri evid ober eun droïg
Hag eno deu da ledanaat ar warienn binvidig

Treuzi a ra Landivizio e kreiz bro ar c'halvarioù
Ha rei ra d'ar c'hezeg brudet geot druz e leiz ar pradoù

Goude n'eun draonienn dudius tre ar gwez hag ar bleuniou
Redeg 'ra an dour goustadig euz a gleiz hag a zehou

Gweled a ra iliz Pont C'hrist ha kastell ar Roc'h Morvan
Lec'h n'eus kemeret e anv euz Elorn oa Prins aman

Diskenn a ra e Landerne dindan ur pont koz iskiz
Dougen a ra betek eno bagou tre an div iliz

Diwar ar c'hostez ar c'herne, Loperhet ha Dirinon
E sell piz demeus Guipavaz ha deus ar Forest Leon

Ar Kerhoriz a oa gwechall, plije dezo an houlennou
Hag a veve war stêr Elorn, o loja e-bazh o bagou

E Plougastell man ar Pont braz, e-lec'h ma echu ar stêr
Ar c'herne ro'n dorn da Leon euz a bep tu d'ar richer

Goude n'Elorn a gouez e Brest en eur vorlenn heb henvel
O kemmeska dour douar Breiz gand dour ar Mor Atlantel

Ar stêr Elorn, ya Bretoned, zo stêr an unvaniez
Unani ra diou vro rannet, ha rei ra dezo ar vuhez.

Liammoù diavaez