Sandhi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: dilamet ar patrom hervez an diviz votet (-{{peurunvan}} +)
D Robot Ouzhpennet: pt:Sandhi
Linenn 39: Linenn 39:
[[ksh:Sandhi]]
[[ksh:Sandhi]]
[[nl:Sandhi]]
[[nl:Sandhi]]
[[pt:Sandhi]]
[[ru:Сандхи]]
[[ru:Сандхи]]
[[th:สนธิ (ไวยากรณ์)]]
[[th:สนธิ (ไวยากรณ์)]]

Stumm eus an 6 C'hwe 2007 da 03:58


Graet e vez sandhi (ger sañskritek a sinifi « liamm ») gant ar yezhadurourien (da heul re India) eus kemmadurioù fonetek a c'hoarvez gant ar soniadoù e degouezhioù 'zo. Arabat kemmeskañ ar c'hemmadurioù a c'hoarvez e brezhoneg hag e yezhoù all diwar abegoù yezhadurel hag ar sandhioù a c'hoarvez diwar abegoù fonetikel.

Pa c'hoarvez ar sandhioù e penn kentañ pe e dibenn ar gerioù e vez graet diavaez anezho ha pa c'hoarvezont e diabarzh ar gerioù e vez graet diabarzh anezho.

Sandhioù sañskritek

Renablet ha studiet pizh e oa bet ar sandhioù sañskritek hag ar reolennoù a ren anezho abaoe ouzhpenn 2500 vloaz 'zo e yezhadur Pānini (astādhyāyī). Lod anezho a zo heñvel e brezhoneg hag e sañskriteg.

Sandhioù brezhonek

Sandhioù diavaez

  • Pa vez heuliet kensonenn dibenn ur ger gant ur vogalenn e teu ar gensonenn-se da vezañ mouezhiet:
    • "Ramp eo" a vez distaget "ramb eo";
    • "Mat eo" a vez distaget "Mad eo";
    • "Plijus eo" a vez distaget "Plijuz eo".
  • E degouezhioù 'zo e c'hell div gensonenn kichen-ha-kichen kaletaat (dont da vezañ divouezh):
    • "Pemp bloaz" a vez distaget "Pemp ploaz";
    • "Me gav din" a vez distaget "Me gaf tin".

Sandhioù diabarzh

Gallout a reer kavout sandhioù diabarzh e brezhoneg pa vez savet gerioù diwar meur a elfenn, ur rakger hag ur wrizienn da skouer.
Skouerioù:

Sandhioù tonenn

Sandhioù a c'hell c'hoarvezout gant tonennoù daou c'her kichen-ha-kichen. Graet e vez sandhioù tonenn anezho.