Die Leiden des jungen Werthers : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot kemmet: bs:Jadi mladog Werthera
D r2.7.3) (Robot kemmet: sh:Die Leiden des jungen Werthers; Kemm dister
Linenn 1: Linenn 1:
{{Stumm an titl|''Die Leiden des jungen Werthers''}}
{{Stumm an titl|''Die Leiden des jungen Werthers''}}
[[Skeudenn:Goethe 1774.JPG|thumb|150px|<center>Golo an embannadur kentañ e 1774.</center>]]
[[Restr:Goethe 1774.JPG|thumb|150px|<center>Golo an embannadur kentañ e 1774.</center>]]
[[Skeudenn:Goethe, Georg Oswald May,1779.jpg|thumb|150px|<center>Goethe e 1779</center>]]
[[Restr:Goethe, Georg Oswald May,1779.jpg|thumb|150px|<center>Goethe e 1779</center>]]


'''Die Leiden des jungen Werthers''', pe ''Poanioù Werther yaouank'' e brezhoneg, a zo ur romant-lizhiri alamanek skrivet gant [[Johann Wolfgang von Goethe|Goethe]] hag embannet evit ar wech kentañ e [[1774]]. <br />
'''Die Leiden des jungen Werthers''', pe ''Poanioù Werther yaouank'' e brezhoneg, a zo ur romant-lizhiri alamanek skrivet gant [[Johann Wolfgang von Goethe|Goethe]] hag embannet evit ar wech kentañ e [[1774]]. <br />
Linenn 23: Linenn 23:
War e varc’h-levr e kaver ''[[Emilia Galotti]]'' skrivet gant [[Lessing]]. Dre ma’z eo en em zistrujet e nac’her outañ bezañ douaret en un doare kristen.
War e varc’h-levr e kaver ''[[Emilia Galotti]]'' skrivet gant [[Lessing]]. Dre ma’z eo en em zistrujet e nac’her outañ bezañ douaret en un doare kristen.


[[Skeudenn:auflag2.jpg|thumb|right|Golo an eil embannadur]]
[[Restr:auflag2.jpg|thumb|right|Golo an eil embannadur]]


=== Dael ===
=== Dael ===
Linenn 29: Linenn 29:


=== Derzhienn Werther ===
=== Derzhienn Werther ===
[[Skeudenn:Wilhelm_Amberg_Vorlesung_aus_Goethes_Werther.jpg|thumb|Wilhelm Amberg: ''Lennadeg Werther gant Goethe'', 1870]]
[[Restr:Wilhelm_Amberg_Vorlesung_aus_Goethes_Werther.jpg|thumb|Wilhelm Amberg: ''Lennadeg Werther gant Goethe'', 1870]]
Pa voe embannet al levr e krogas ''derzhienn Werther'' en [[Alamagn]] da gentañ hag en [[Europa]] da heul : an holl verc’hed a soñje dezho e oant [[Lotte]], padal e soñje d’an holl baotred bezañ [[Werther]]. Un efed en doe al levr war ar c’hiz zoken : ar baotred en em wiskas evel Werther (dilhad glas ha melen) hag ar merc’hed evel Lotte (saeoù gwenn ha roz).
Pa voe embannet al levr e krogas ''derzhienn Werther'' en [[Alamagn]] da gentañ hag en [[Europa]] da heul : an holl verc’hed a soñje dezho e oant [[Lotte]], padal e soñje d’an holl baotred bezañ [[Werther]]. Un efed en doe al levr war ar c’hiz zoken : ar baotred en em wiskas evel Werther (dilhad glas ha melen) hag ar merc’hed evel Lotte (saeoù gwenn ha roz).


Linenn 73: Linenn 73:
[[pt:Os Sofrimentos do Jovem Werther]]
[[pt:Os Sofrimentos do Jovem Werther]]
[[ru:Страдания юного Вертера]]
[[ru:Страдания юного Вертера]]
[[sh:Jadi mladog Werthera]]
[[sh:Die Leiden des jungen Werthers]]
[[sl:Trpljenje mladega Wertherja]]
[[sl:Trpljenje mladega Wertherja]]
[[sv:Den unge Werthers lidanden]]
[[sv:Den unge Werthers lidanden]]

Stumm eus an 24 Mae 2012 da 01:56

Golo an embannadur kentañ e 1774.
Goethe e 1779

Die Leiden des jungen Werthers, pe Poanioù Werther yaouank e brezhoneg, a zo ur romant-lizhiri alamanek skrivet gant Goethe hag embannet evit ar wech kentañ e 1774.
Un tammig hiroc’h e oa an eil embannadur e 1787, pa voe embannet oberenn glok Goethe. Romant kentañ Goethe eo, hag a-boan e oa dezhañ dont er-maez ma lakaas ar skrivagner da vezañ hollvrudet, en Alamagn da gentañ, hag en Europa a-bezh da heul. Dianv e voe an embannadur kentañ, kinniget e foar al levrioù e Leipzig e diskar-amzer 1774. An destenn orin a zo stag ouzh al luskad anvet Sturm und Drang, ul luskad alaman rakromantel eo. An eil hini a c’haller renkañ e luskad klaselezh Weimar. Oberoù an haroz, koulz hag e emzalc’h, a laka ivez an oberenn da vezañ gwelet evel unan arouezius eus al luskad anvet Empfindsamkeit.

Diverradenn

Lod brasañ darvoudoù al levr a zo kontet dindan stumm lizheroù skrivet gant Werther ha kaset d’e vignon Wilhelm Humml. Werther, un den yaouank ha ne oar ket c’hoazh ar pezh a fell dezhañ ober, a ziviz kuitaat ar gêr vras ha mont d’en em staliañ en ur gêriadenn vourc’hiz anvet « Wahlheim » pe « W » (en alamaneg du-mañ dibabet). Eno e vourr o pourmen war ar maez hag o tresañ, dre ma soñj dezhañ ez eo un arzour. Un deiz ez eo pedet d’un dañsadeg hag e-kerzh an abadenn e kej gant (Lotte), ha hi merc’h pennoù-bras, hag a ra war-dro hec’h eizh breur ha c’hoar abaoe m’eo marvet he mamm.Daoust ma oar Werther ez eus un danvez-pried anezhi, e kouezh amourous kerkent. E-kerzh an dañsadeg e krog an arnev, an daou anezho a soñj en ur barzhoneg savet gant Klopstock ha neuze e komprenont ez eus traoù boutin dezho. Adalek ar mare-se e tremeneont lod brasañ o amzer asambles.

Pa zistro Albert (danvez-pried Lotte) eus ur veaj kenwerzh, ez eo kemmet trivliadoù Werther : bezañs Albert a ziskouez splann dezhañ ez eo dizesper e garantez. Daoust ma’z eo jentil Albert e chom stegn an darempredoù etrezañ ha Werther. Pa veiz Werther ne c’hallo ket kenderc’hel gant e zarempred gant Lotte e kuita ar gêr, hag ez a da labourat e burev ur ministr. Eno e kav hir e amzer hag eo dipitet gant temz-spered an dud. Ken dipitet eo ken e tistro da W, met dimezet eo lOtte hag Albert. Pa’z a Werther da welout Lotte, un nozvezh a-raok Nedeleg, e lenn un lodenn eus Ossian, hag e ken entanet ken e vriata anezhi hag e pok dezhi. Lotte a lavar dezhañ ne fell ket dezhi e welout a-raok ma vo devezh Nedeleg, da lavaret eo pevar devezh goude. Goude an darvoud-se ez eo dizesper Werther. Ul lizher a skriv da Lotte, ha war zigarez mont da veajiñ ec’h amprest div bistolenn Albert hag en em lazh. An deiz war-lerc’h diouzh ar mintin ez eo adkavet, gloazet d avat eo, ha gwisket en e zilhad heverk (glas ha liv aour). Tro kreisteiz e varv. War e varc’h-levr e kaver Emilia Galotti skrivet gant Lessing. Dre ma’z eo en em zistrujet e nac’her outañ bezañ douaret en un doare kristen.

Golo an eil embannadur

Dael

Dael a zo savet, koulz diouzh tu ar re a zo plijet gant al levr hag a re a zo displijet gantañ. E-kreiz ar romant emañ Werther, un dudenn hag a ya a-enep da reolennoù ha boazioù ar vourc’hizien : d’ar mare-se e o an emlazh un dodenn tabou da vat.

Derzhienn Werther

Wilhelm Amberg: Lennadeg Werther gant Goethe, 1870

Pa voe embannet al levr e krogas derzhienn Werther en Alamagn da gentañ hag en Europa da heul : an holl verc’hed a soñje dezho e oant Lotte, padal e soñje d’an holl baotred bezañ Werther. Un efed en doe al levr war ar c’hiz zoken : ar baotred en em wiskas evel Werther (dilhad glas ha melen) hag ar merc’hed evel Lotte (saeoù gwenn ha roz).

Levezon

Efed Werther

E 1974 ec’h ijinas ar sokiologour amerikan David Phillips an dro-lavar efed Werther a-benn aroueziñ ur c’hoarvoudenn bsikologel ha sokial : pa vez brudet emlazh unan bennak ez a re all d’en em lazhañ da heul. An emlazh a zeu neuze da vezañ un diskoulm d’ar c’hudennoù, e-touez diskoulmoù all, o c’houzout e vo tamm-pe-damm degemeret gant ar media. Marteze e c’haller gwelout neuze emlazh Marilyn Monroe ha hini Kurt Cobain evel div skouer eus efed Werther.

Liammoù diavaez

Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.