Gwalenn ar c'hein : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: sa:कशेरुः kemmet: tl:Gulugod
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot kemmet: az:Onurğa sütunu
Linenn 37: Linenn 37:
[[av:Мугъзагод]]
[[av:Мугъзагод]]
[[ay:Jikhani k'ili]]
[[ay:Jikhani k'ili]]
[[az:Onurğa]]
[[az:Onurğa sütunu]]
[[be:Пазваночнік]]
[[be:Пазваночнік]]
[[be-x-old:Хрыбетнік]]
[[be-x-old:Хрыбетнік]]

Stumm eus an 18 Mae 2012 da 09:34

Gwalenn ar c'hein un den pa vez gwelet eus an tu kleiz

Gwalenn ar c'hein, pe ar walenn-gein, pe al livenn-gein, pe ar mell-kein, eo ar gerioù a reer ganto eus an hollad eskern bihan (ar melloù) a zalc'h kein ar mellkeineged. Gwareziñ a ra ar mel-livenn dalc'het e kanol ar mellkein.

Livenn-gein an den

Peurliesañ eo graet livenn-gein an den gant :

Ar melloù

div vellenn

En den ez eus 32 pe 34 mellenn dre ma'z eus 5 anezhe kendeuzet hag a ya d'ober an askorn kroazell hag etre 3 ha 5 en askorn belost.

Div lodenn zo en ur vellenn : ar c'horf (lodenn araok) hag ar wareg (lodenn adreñv) a endalc'h an toull ma tremen ar mel-livenn drezañ. Etre div vellenn emañ ar bladenn.

Plegoù al livenn-gein

Pevar fleg a vez graet gant al livenn-gein :

  • daou bleg war-zu ar brusk pe ar c'hof : pleg ar gouzoug ha pleg an dargreiz
  • daou bleg war-zu ar c'hein : pleg ar brusk ha pleg al lestr

Plegoù kentañ a vez graet eus pleg ar brusk ha pleg al lestr peogwir int stummet er grouell. Eil plegoù a vez graet eus pleg ar gouzoug ha pleg an dargreiz abalamour ma tiorroont goude ar c'hanedigezh. Diorren a ra pleg ar gouzoug etre 3 ha 9 mizvezh oad pa c'hell ar babig derc'hel e benn sonn hag azezañ. Pleg an dargreiz a ziorro etre 12 ha 18 miz pa grog ar bugel da gerzhet.