Aigisthos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: sk:Aigisthos
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: eo:Egisto
Linenn 32: Linenn 32:
[[el:Αίγισθος]]
[[el:Αίγισθος]]
[[en:Aegisthus]]
[[en:Aegisthus]]
[[eo:Egisto]]
[[es:Egisto]]
[[es:Egisto]]
[[eu:Egisto]]
[[eu:Egisto]]

Stumm eus an 12 Mae 2012 da 18:06

Aigistos lazhet gant Orestes ha Pilades, oinokoe apulian he zresadennoù ruz, IVe kantved kent J.-K., Mirdi al Louvre

Er vojennouriezh (mitologiezh) c'hresian, Aigistos (en henc'hresianeg Αἴγισθος, Aigisthos[1]) a oa ar mab en doa bet Tiestes digant e verc'h Pelopea, eus tiegezh an Atreided.

Ar vojenn

Pelopea, a oa bet gwallet gant he zad Tiestes, a c'hanas he mab Aigistos. Dilezel anezhañ a reas war-lerc'h, gant ar vezh. Adkavet e voe gant mesaerien givri ha roet gante da Atreus, roue Argos ha Mikene, e eontr. Savet e voe gant hemañ evel e vab hep goût piv e oa.

An urzh a roas Atreus dezhañ da lazhañ Tiestes (tad ha breur Aigistos war un dro). Koulskoude, dres d'ar mare ma oa o vont da zrouklazhañ anezhañ e anavezas e dad. Asambles e vuntront Atreus ha kemer e lec'h hag e garg.

Diwezhatoc'h, Agamemnon, hêr reizh an tron, a ro lamm da Diestes. Espern a ra buhez Aigistos avat. Tennañ a ra hemañ e vad eus dilec'h Agamemnon da vrezel Troia evit desev e vaouez, ar rouanez Klitaimnestra. Lazhañ a reont ar roue goude e zistro ha ren a reont war ar vro e-pad seizh vloaz kent bezañ muntret d'o zro gant Orestes, mab Agamemnon, bountet gant e c'hoar Elektra.

Mammennoù

Notennoù

  1. (diwar aigos, « gavr » en gresianeg)