Skania : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 47: Linenn 47:
[[ko:스코네]]
[[ko:스코네]]
[[la:Scania]]
[[la:Scania]]
[[lt:Skonė]]
[[mk:Сканија]]
[[mk:Сканија]]
[[nl:Skåne]]
[[nl:Skåne]]

Stumm eus an 12 Mae 2012 da 12:37

Lec'hiadur Skania e Sveden

Skania (Skåne

e svedeg) zo ur rannvro douaroniel eus Sveden e beg kreisteisañ ledenez Lec'hlenn, hag ur broviñs istorel (landskap) e Rouantelezh Sveden, ur broviñs e Rouantelezh Danmark a-raok 1658 ha lod eus douaroù istorel Danmark, hag ivez, abaoe 1997, ur gontelezh (län) eus  Sveden. En hanternoz emañ proviñsoù Halland, Småland ha Blekinge, er reter ha kreisteiz ar Mor Baltek, hag er c'huzh-heol strizh-mor Oresund. 

Un darn eo eus Rannvro Oresund, ur rannvro dreistbroadel. War-dro 130 km hed zo dezhi a hanternoz da greisteiz, hag en em astenn a ra Skania e nebeutoc'h eget 3% eus gorread Sveden. 1,200,000 a dud zo o chom enni, da lavarout eo 13% eus poblañs Sveden en holl.

Abalamour d'al liammoù istorel gant Denmark, d'ar gompezenn ec'hon ha d'an hin klouaroc'h e seller ouzh Skania evel ur vro disheñvel diouzh ar peurrest eus Sveden.[1]

Banniel Skania


Istor

Charlez XI en Emgann Lund, 1676, livet gant Johan Philip Lemke, 1684.

Gwelout Istor Skania ha Skåneland.

Dave ha notennoù

  1. Germundsson, Tomas (2005). "Regional Cultural Heritage versus National Heritage in Scania’s Disputed National Landscape." International Journal of Heritage Studies, Vol. 11, No. 1, March 2005, pp. 21–37. (ISSN 1470–3610).

Pennad kar