Luise von Mecklenburg-Strelitz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Bugale: liamm
Linenn 17: Linenn 17:
[[Image:Paretz Koenigspaar.jpg|thumb|right|Poltred ar roue [[Friedrich Wilhelm III Prusia)]] hag ar rouanez Luise]]
[[Image:Paretz Koenigspaar.jpg|thumb|right|Poltred ar roue [[Friedrich Wilhelm III Prusia)]] hag ar rouanez Luise]]
Dek bugel he doe, seizh a vevas:
Dek bugel he doe, seizh a vevas:
* [[Frederig Gwilherm IV Prusia]] (1795-1861), a voe [[roue Prusia]] hag a zimezas en 1823 da [[Elesbed Bavaria (1801-1873)]]
* [[Frederig Gwilherm IV Prusia]] (1795-1861), a voe [[roue Prusia]]
** hag a zimezas en 1823 da [[Elesbed Ludovika Bavaria ]]
*[[Gwilherm Iañ Alamagn|Wilhelm]] (1797-1888), a voe roue Prusia hag [[Impalaer Alamagn]] hag a zimezas en 1829 da [[Augusta von Sachsen-Eisenach]] (1811-1890)
*[[Gwilherm Iañ Alamagn|Wilhelm]] (1797-1888), a voe roue Prusia hag [[Impalaer Alamagn]]
**hag a zimezas en 1829 da [[Augusta von Sachsen-Eisenach]] (1811-1890)
*[[Charlotte von Preußen (1798-1860)|Charlotte ]] (1798-1860), a zimezas en 1817 da [[Nikolaz Iañ Rusia ]] (1798-1855), tsar Rusia;
*[[Charlotte von Preußen (1798-1860)|Charlotte ]] (1798-1860),
**a zimezas en 1817 da [[Nikolaz Iañ Rusia ]] (1798-1855), tsar Rusia;
* Karl (1801-1883), dimezet en 1825 da [[Marie von Sachsen-Weimar-Eisenach]] (1808-?)
* Karl (1801-1883),
**dimezet en 1825 da [[Marie von Sachsen-Weimar-Eisenach]] (1808-?)
* [[Alexandrine Prusia (1803–1892) ]] a zimezas en 1822 da [[Paul Friedrich von Mecklemburg-Schwerin (1800-1842)]]
* [[Alexandrine Prusia (1803–1892) ]]
**a zimezas en 1822 da [[Paul Friedrich von Mecklemburg-Schwerin (1800-1842)]]
* [[Luise von Preußen (1808–1870)|Louise (1808-1870)]] a zimezas en 1825 da [[Frédéric van Oranje-Nassau]]
* [[Luise von Preußen (1808–1870)|Louise (1808-1870)]]
**a zimezas en 1825 da [[Frédéric van Oranje-Nassau]]
* [[Albert de Prusse|Albert-Frédéric (1809-1872)]] a zimezas e 1830 da [[Marianne van Orange-Nassau|Marianne an Izelvroioù]] hag a dorras o dimeziñ en 1849, a zimezas en 1853 en-vorganatek da [[Rosalie von Rauch]] (1820-1879), savet da gontez Hohenau;
* [[Albert von Preußen (1809-1872)]]
**a zimezas e 1830 da [[Marianne van Orange-Nassau|Marianne an Izelvroioù]] hag a dorras o dimeziñ en 1849,
**a zimezas en 1853 en-vorganatek da [[Rosalie von Rauch]] (1820-1879), savet da gontez Hohenau.





Stumm eus an 30 Ebr 2012 da 11:08

Ar rouanez Luise, eoullivadur gant Josef Maria Grassi er bloaz 1802
Skritur ar rouanez
Luise von Mecklenburg-Strelitz

Luise von Mecklenburg-Strelitz (1776–1810), a oa pried Friedrich Wilhelm III Prusia, roue Prusia. Karet e oa kenañ, dremmet eus ar c'haerañ, ha brudet evel ar Rouanez Luise. He barr he brud e voe e-pad ar brezel ouzh armeoù gall Napoleone Buonaparte.

He buhez

Ganet e oa e 1776. Merc'h e oa da Karl II Mecklenburg-Strelitz, priñs pennhêr dugelezh Mecklemburg-Strelitz, letanant jeneral Hannover, ha da Friederike von Hessen-Darmstadt (1752–1782). Bugelig e oa pa varvas he mamm, ma addimezas he zad d'e c'hoar-gaer. Adalek 1786 (10 vloaz e oa) e voe savet Luise hag he c'hoarezed gant o mamm-gozh, e Darmstadt. D'o c'helenn e oa ur c'houarnerez protestant Salomé de Gélieu, eus Neuchâtel (a oa da Brusia neuze), ha gallegerez. Ar galleg e oa yezh an noblañsed alaman uhel etreze, met rannyezh Hessen a gomze ivez, pezh a veze kavet souezhus gant tud Berlin, ha poan he deveze o skrivañ alamaneg difazi. Klav-kerdin ha telenn a ouie son, tresañ a rae, metne oa ket bet skoliadez gwall vat. Ar relijion avat a blije dezhi.

E miz Kerzu 1793 e timezas d'ar priñs danvez-roue Prusia, Friedrich Wilhelm III Prusia hag e teuas da vout rouanez Prusia en 1797. Bec'h he doe o kendrec'hiñ he fried d'ober brezel da Napoleon, pa ne felle ket dezhañ mont a-du gant ar priñs Louis-Ferdinand Prusia hag e vinistr Karl August von Hardenberg.

Mont a reas kalonek da-heul arme Prusia, evit brasañ plijadur ar soudarded, met goude Emgann Jena e rankas tec'hel rak armeoù an alouber. E miz Kerzu 1806 e oa e Königsberg hag eno e tapas an typhus. E miz Gouhere 1807, e-pad Kendiviz Tilsitt e teuas a benn da vout resevet gant Napoleon evit klask skañvaat ar bec'h lakaet gantañ war Alamagn trec'het, hogen en aner.
Tapout a reas droug en he skevent, ha mervel a reas e miz Gouhere 1810, p'edo oc'h ober ur weladenn d'he zad e kastell Hohenzieritz e-kichen Neustrelitz.

Bugale

Poltred ar roue Friedrich Wilhelm III Prusia) hag ar rouanez Luise

Dek bugel he doe, seizh a vevas:


Lennadurezh

Liammoù diavaez