Hadean : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadwalan (kaozeal | degasadennoù)
D Hadeeg adkaset da Hadean: implijet eo bet "hadean" gant Benoni er pennad eon. Ret mat eo choaz ur pennger evit komz eus ar prantad-se. Ali on kemer "hadean" da bennger abalamour m'eo tostoc'h eus ar stumm etrebroadel hag eus ar saozneg.
Kadwalan (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4: Linenn 4:
[[Rummad:Douarouriezh]]
[[Rummad:Douarouriezh]]


An Hadeeg a zo an [[eon]] douaronel a zo a-raok an [[Arc'heeg]]. En astenn a ra eus furmadur an [[Douar]] betek 3800 milion bloavezh'zo, daoust ma c'hell kemm an amzeriadoù hervez an andonou. E anv a denn eus doue gresian an ifern : [[Hades]]. An douarour [[Preston Cloud]] eo a ijinas ar ger e [[1972]] da envel an amzer a-raok ar reier koshañ anavezet. An hevelep maread a anve W. B. Harland "Priscoan". E skridoù douaronel e lare '''Pre-Archaean''', dreist-holl pe, e-pad un darn vras eus ar XIX{{vet}} hag an XX{{vet}} kantved, an '''Azoeg'''.
An Hadean zo an [[eon]] douaroniel zo a-raok an [[Arkean]]. En astenn a ra eus furmadur an [[Douar]] betek 3800 milion bloavezh'zo, daoust ma c'hell kemm an amzeriadoù hervez an andonou. E anv a denn eus doue gresian an ifern : [[Hades]]. An douarour [[Preston Cloud]] eo a ijinas ar ger e [[1972]] da envel an amzer a-raok ar reier koshañ anavezet. An hevelep maread a anve W. B. Harland "Priscoan". E skridoù douaronel e lare '''Pre-Archaean''', dreist-holl pe, e-pad un darn vras eus ar XIX{{vet}} hag an XX{{vet}} kantved, an '''Azoeg'''.


==Reier Hadeek==
==Reier Hadeek==


E-pad an dek-vloaziadoù diwezhañ eus an XX{{vet}} kantved e kavas an douarourien un nebeut reier furmet en Hadeeg. Eus [[Groenland]], gwalarn [[Kanada]] ha kornôg [[Aostralia]] e teuont. Ar furmidigezhioù roc'hek koshañ a endalc'h gouleledennoù eus 3.800 milion bloaz'zo e Groenland (ar [[Gouriz a vein glaz eus Isua]]).[[kristal]]ennoù [[zirkon]] kavet e gouledenno Kanada ar c'hornôg hag e rannvro ar [[Jack Hills]] e Aostralia a zo kalz koshoc'h. Ar zirkon koshañ a voe furmet 4.400 bloaz'zo, un amzeriad tost tre ouzh hini furmidigezh an Douar.
E-pad an dek-vloaziadoù diwezhañ eus an XX{{vet}} kantved e kavas an douarourien un nebeut reier furmet en Hadean. Eus [[Groenland]], gwalarn [[Kanada]] ha kornôg [[Aostralia]] e teuont. Ar furmidigezhioù roc'hek koshañ a endalc'h gouleledennoù eus 3.800 milion bloaz'zo e Groenland (ar [[Gouriz a vein glaz eus Isua]]).[[kristal]]ennoù [[zirkon]] kavet e gouledenno Kanada ar c'hornôg hag e rannvro ar [[Jack Hills]] e Aostralia a zo kalz koshoc'h. Ar zirkon koshañ a voe furmet 4.400 bloaz'zo, un amzeriad tost tre ouzh hini furmidigezh an Douar.


[[Bandennadoù houarnek]] a endalc'h goueledennoù Groenland ha karbon organik a gavjod enno, war a seblant, ar pezh a zamveneg e oa buhez dija war an Douar d'an amzer-hont. Ar fosil koshañ a zo yaouankoc'h ag un nebeut milionoù bloavezh. En Aostralia e voe bet kavet.
[[Bandennadoù houarnek]] a endalc'h goueledennoù Groenland ha karbon organik a gavjod enno, war a seblant, ar pezh a zamveneg e oa buhez dija war an Douar d'an amzer-hont. Ar fosil koshañ a zo yaouankoc'h ag un nebeut milionoù bloavezh. En Aostralia e voe bet kavet.


E-pad an Hadeeg e c'hoarvezas ar [[reuziad ar vombezadeg vras|vombezadeg vras]].
E-pad an Hadean e c'hoarvezas ar [[reuziad ar vombezadeg vras|vombezadeg vras]].


==Darvodoù pennañ==
==Darvodoù pennañ==


E-pad an Hadeeg en em furmas an Douar.
E-pad an Hadean en em furmas an Douar.


===Furmidigezh an Douar===
===Furmidigezh an Douar===
Linenn 28: Linenn 28:
*En em furmiñ a ra [[Yaou (planedenn)|Yaou]] er-maez an c'helc'hiad pinvidik en elfennadoù pounner. Fourgasiñ a ra ar planedenn gentañ-se an disk rak-planedennek.
*En em furmiñ a ra [[Yaou (planedenn)|Yaou]] er-maez an c'helc'hiad pinvidik en elfennadoù pounner. Fourgasiñ a ra ar planedenn gentañ-se an disk rak-planedennek.
*E-pad ar prantad Herbig Haro en em dolp kalz poultrennoù e-barzh an nivlenn. Touezañ a reont da furmiñ [[planedennig]]où.
*E-pad ar prantad Herbig Haro en em dolp kalz poultrennoù e-barzh an nivlenn. Touezañ a reont da furmiñ [[planedennig]]où.
*Ar planedennigoù a douez da furmiñ eizh planedenn [[koskoriad an Heol]]. O stokadoù a c'han al [[Loar]], skrapañ a reont krestenenn [[Merc'her (planedenn)|Merc'her]] ha kemm a reont tu-troiñ [[Gwener (planedenn)|Gwener]]. Un niver vras a vein-kurun a chom, avat. Gant gravadur [[Yaou (planedenn)|Yaou]] eo fourgaset o c'helc'htro ha kouezhout a reont war ar planedennoù. Ar prantad-mañ, anvet ar ''[[bombezadeg vras|vomvezadeg vras]]'' a vado e-pad tout an eil hanter eus an Hadeeg.
*Ar planedennigoù a douez da furmiñ eizh planedenn [[koskoriad an Heol]]. O stokadoù a c'han al [[Loar]], skrapañ a reont krestenenn [[Merc'her (planedenn)|Merc'her]] ha kemm a reont tu-troiñ [[Gwener (planedenn)|Gwener]]. Un niver vras a vein-kurun a chom, avat. Gant gravadur [[Yaou (planedenn)|Yaou]] eo fourgaset o c'helc'htro ha kouezhout a reont war ar planedennoù. Ar prantad-mañ, anvet ar ''[[bombezadeg vras|vomvezadeg vras]]'' a vado e-pad tout an eil hanter eus an Hadean.


===Stabiladur an Douar===
===Stabiladur an Douar===

Stumm eus an 30 Gen 2007 da 13:21

Eon Hadeeg

Kripteg
Strollad Diazoù
Nektareg
Imbrian Izel

An Hadean zo an eon douaroniel zo a-raok an Arkean. En astenn a ra eus furmadur an Douar betek 3800 milion bloavezh'zo, daoust ma c'hell kemm an amzeriadoù hervez an andonou. E anv a denn eus doue gresian an ifern : Hades. An douarour Preston Cloud eo a ijinas ar ger e 1972 da envel an amzer a-raok ar reier koshañ anavezet. An hevelep maread a anve W. B. Harland "Priscoan". E skridoù douaronel e lare Pre-Archaean, dreist-holl pe, e-pad un darn vras eus ar XIXvet hag an XXvet kantved, an Azoeg.

Reier Hadeek

E-pad an dek-vloaziadoù diwezhañ eus an XXvet kantved e kavas an douarourien un nebeut reier furmet en Hadean. Eus Groenland, gwalarn Kanada ha kornôg Aostralia e teuont. Ar furmidigezhioù roc'hek koshañ a endalc'h gouleledennoù eus 3.800 milion bloaz'zo e Groenland (ar Gouriz a vein glaz eus Isua).kristalennoù zirkon kavet e gouledenno Kanada ar c'hornôg hag e rannvro ar Jack Hills e Aostralia a zo kalz koshoc'h. Ar zirkon koshañ a voe furmet 4.400 bloaz'zo, un amzeriad tost tre ouzh hini furmidigezh an Douar.

Bandennadoù houarnek a endalc'h goueledennoù Groenland ha karbon organik a gavjod enno, war a seblant, ar pezh a zamveneg e oa buhez dija war an Douar d'an amzer-hont. Ar fosil koshañ a zo yaouankoc'h ag un nebeut milionoù bloavezh. En Aostralia e voe bet kavet.

E-pad an Hadean e c'hoarvezas ar vombezadeg vras.

Darvodoù pennañ

E-pad an Hadean en em furmas an Douar.

Furmidigezh an Douar

Treuzfurmadur an nivlenn gentig en ur c'hoskoriad klok a endalc'h ar maread-se

  • 4 550 milion bloaz'zo e krog an nivlenn da fontañ dindan levezon ur supernova dost, moarvat.
  • Dre stad "Boullig Bok"" e tremen ar fontadeg. Furm un disk ur volzenn en e greiz a gemer an nivlenn; Enni emañ darn vrasañ mas an nivlenn orin. Eus hidrojen eo kenaozet dreist holl.
  • Ar gwrezder e kreizenn an nivlenn a dizh ar poent ma krog reaksionoù termonukleel. Distignañ a reont un oberiantiz heoliek greñv a bado e-pad un milion bloaz bennak. Kalz materi a zo strinket kuit eus ar steredenn didan furm daou flistroù a-serzh gant plaen an disk, stad an danvezioù Herbig Haro
  • An elfennadoù skañv a zo c'hwezhet pell eus an Heol. Disrannet eo koskoriad an Heol etre un darn ziabarzh, pinvidik en elfennadoù pounner evel an houarn hag un darn ziavaez a vir an holl elfennadoù skañv.
  • En em furmiñ a ra Yaou er-maez an c'helc'hiad pinvidik en elfennadoù pounner. Fourgasiñ a ra ar planedenn gentañ-se an disk rak-planedennek.
  • E-pad ar prantad Herbig Haro en em dolp kalz poultrennoù e-barzh an nivlenn. Touezañ a reont da furmiñ planedennigoù.
  • Ar planedennigoù a douez da furmiñ eizh planedenn koskoriad an Heol. O stokadoù a c'han al Loar, skrapañ a reont krestenenn Merc'her ha kemm a reont tu-troiñ Gwener. Un niver vras a vein-kurun a chom, avat. Gant gravadur Yaou eo fourgaset o c'helc'htro ha kouezhout a reont war ar planedennoù. Ar prantad-mañ, anvet ar vomvezadeg vras a vado e-pad tout an eil hanter eus an Hadean.

Stabiladur an Douar

  • 4.500 milion bloaz'zo e krog digoc'hadur an Douar. Aezh achapet eus ar reier pe kaset kuit gant ar menezioù-tan a furmas atmosferenn gentañ. Eus CO2, CO, N2, H2 et HCl e oa kenaozet dreist holl. Er c'hontroll d'ar pezh a greder gwechall ne oa ket kalz dour enni hag ur mister a chom orin ar meurvorioù. Posupl eo e voe dougenet o dour gant ar stered lostek. Fonnus e oa ar CO2 hag un efed ti-gwer bras a walc'h da gempouezañ gwander an Heol (80% eus e sked a-vremañ) a c'hanas. Gwask a atmosferenn a oa war-dro 200 bar ha zigreskas he zemperatur dindan 350° e krogas da c'hlaviñ. Ar glav-se eo a furmas ar meuvorioù kentañ war-dro 4.300 milion bloazh'zo.
  • 4.400 milion bloazh'zo en em furmas kreizenn an Douar hag e grestenenn gentañ. Eus bazalt e oa kenaozet, war a seblant, evel krestenenn ar meurvorioù a-vremañ. Bombzadegoù mein-kurun a lakaas ar grestenen-se da deuziñ meur a-wech, avat, hag un darn vras anezhi a voe skrapet kuit er stokad a c'hanas al Loar. Ar greizenn en em furmas pa yeas an Douar da vras a-walc'h evit m' e lakaio da deuziñ an elfennoù skinoberiant a endalc'he. Ar metaloù pounner, an houarn an hini fonnusañ, a sankas war-du ar greizenn tra ma flode ar materi skañvoc'h evel ar silikadoù.
  • 4.300 milion bloazh'zo e aotre furmdigezh ar meurvorioù loc'hadur teknonik ar plakennoù. Muioc'h plakennoù eget hizi e oa, war a greder, rak finoc'h e oa ar grestenenn ha tommoc'h ar greizenn. D'en em zisheñveliñ an eil ouzh an eben e krogas ar plakennoù kevandirel ha meurvorel. Dindan levezon an dour en dreuzfurmas un darn eus ar bazalt e greunit. Diloaiañ a reas goueledennoù war ar goueled, ar pezh a grouas reier skañvoc'h eget ar bazalt. Ar re mañ a stummo ar c'hevandir kentañ.

Atmosferenn ha meurvorioù

N'anvezer ket mat tre pegoulz e voe krouet ar meurvorioù kentañ met abred a-walc'h e voe, war a seblant. Zirkonoù Kanada ha Aostralia na c'hell bezañ bet furmet nemet en un endro douarel. Meurvorioù a oa neuze war an Douar 4.400 milion bloaz 'zo met ne dalvez ket an dra-se e oant-int hirbadus. Meur a wech e aezhennas anezho stokadoù gant mein-kurun moarvat.


Sell ivez ouzh

Skeul amzervezhioù douarouriezhel