TCP/IP : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: mn:TCP/IP
D r2.7.1) (Robot kemmet: id:Internet protocol suite
Linenn 103: Linenn 103:
[[hr:TCP/IP]]
[[hr:TCP/IP]]
[[hu:TCPIP]]
[[hu:TCPIP]]
[[id:Internet protocol suite]]
[[id:Transmission Control Protocol/Internet Protocol]]
[[is:TCP/IP]]
[[is:TCP/IP]]
[[it:Suite di protocolli Internet]]
[[it:Suite di protocolli Internet]]

Stumm eus an 26 Ebr 2012 da 09:05

Ur c'homenad kehentiñ evit ar rouedadoù stlennegel eo TCP/IP (pe evit lavaret resisoc'h, un dastumad komenadoù).

Istor

E mil nav c'hant dek ha c'hwegont (1970) eo e voe danzeet gant Skol veur Stanford, arc'hantaouet gant an DoD eus an ARPANET (Advanced Research Project Agency NETwork), an adeiladezh TCP/IP. War an trec'haoliañ duilhioù e oa diazezet ar skoroù alvezel dreist-holl d'ar c'houlz-se.

E mil nav c'hant tri ha eikont (1983), an DARPA (Defense Advanced Research Project Agency) o vezañ bet skoueriekaet ar molladoù pennañ a redias an holl staelioù kennasket ouzh ARPANET d'ober gant TCP/IP.

Emdreiñ a reas ARPANET eus ur rouedad bihan trec'haoliñ duilhioù war ereadoù pellgomz poent ouzh poent d'ur rouedad divent hiron : ar Genrouedad.

Kenstagadur ar c'homenadoù kenrouedad e-barzh Unix BSD (Berkeley Software Distribution) hag ar skignadur er skolioù meur a roas lañs da berzh an TCP/IP e bed ar stlenneg.

N'eus, war a wellomp neuze, embregerezhioù pe aozadurioù skoueriekaat ebet perc'henn war an TCP/IP, na war an pennaouennoù hag an arloadoù danzeet diwarnañ.

En RFC (Request For Comments) hag a zo dielloù foran e vez deskrivet dibarderioù hag emdroadurioù ar c'homenad.

Ar perzhioù hag ar gallusterioù da emdreiñ hep o far a laka TCP/IP da vezañ ar c'homenad hollvedel.

TCP/IP hag OSI

Deut e oa TCP/IP¨dek bloaz a-raok ar patrom OSI. Evit gwir, ne glot TCP/IP nemet gant liveoù rouedad ha dezougerezh ar patrom-se.

Ar c'homenad TCP/IP a zo frammet war ar patrom TCP/IP kenaozet gant pevar live :

> Al live ketal rouedad a glot gant al liveoù unan ha daou eus ar patrom OSI. Ne labour ket ar c'homenad war al liveoù-se.

> Al live kenrouedad a glot gant al live tri eus ar patrom OSI.

> Al live dezougerezh a glot gant al live a-anv gantañ eus ar patrom OSI.

> Al live arload a glot gant al liveoù pemp, c'hwec'h ha seizh eus ar patrom OSI.

Unan eus dibarderioù ar c'homenadoù a zo ne zoujont nebeut ouzh keflouerañ liveoù eus tri da seizh patrom OSI. Evit gwir, hemañ ne vez deskrivet gantañ nemet keweriusterioù, ket ur patrom meziantel. Re damkanel e chom evit ar gwezhiennoù e ranker ober gante. Ar c'homenadoù arveret war al liveoù-se ne zeu ket peurvuiañ eus skoueriekadurioù met kentoc'h eus oberierien er metoù stlenneg pe aozadurioù foran.

Pezh a c'hellomp stadañ evelkent eo eo dizalc'h patrom TCP/IP diouzh liveoù alvezel hag eread an OSI. Unan eus e berzh pennañ eo.


Al live kenrouedad

Ur reizhiad deroadur duilhioù hep kennaskañ ha nann solius a bourvez IP (Internet Protocole). Ardeiñ a ra ennegoù meziantel a zo hennadurioù pep klom war ar rouedad. An ennegoù-se a vez kenaozet gant un niverenn rouedad meziantel hag un niverenn da hennadiñ pep trobarzhel, war pevar eizhbit (IPv4) pe c'hwec'h eizhbit (IPv6). An ennegañ IP 'ni eo.

War al live-se eo ivez e vez ar c'homenad ARP (Address Resolution Protocol) o labourat. Gantañ e vez didermenet enneg MAC ur c'hlom eus e enneg IP oc'h ober ur skignerezh war ar rouedad. Rekis eo an diskoulmañ-se da c'halloud war-eeun dereiñ an irienn d'an drobarzhell mat war ar rouedad IP load.

An diskoulmañ ragenep a vez efedet gant RARP (Reverse Address Resolution Protocol). Talvoudus e vez ar c'homenad-mañ evit ur stael hep kantenn kalet a rank gounit un enneg IP pa ne anavez nemet e enneg MAC.


Al live dezougerezh

Ur c'homenad dezougerezh eo TCP (Transmission Control Protocol) a ziogel ur gwazadur solius durc'haet kennaskañ evit ur froud eizhbitoù.

E ragenep diouzh TCP, UDP (User Datagram Protocol) a zo ar c'homenad dezougerezh nann durc'haet kennaskañ. Herrus-kenañ eo neuze hogen nebeut solius war an dro. Arveret eo gant ar Genrouedad evit treankañ sten "war ar prim" war lec'hienn skingomzioù pa n'eo ket dleet evit ar roadennoù treuzkaset bezañ peurvat.

War IP eo TCP o skoaziañ.


Al live arload

A-us al live dezougerezh hag o skoaziañ war e geweriusterioù e c'heller kavet un niver bras a-walc'h a wazadurioù. Degas a reont un diseurterezh bras a arc'hwelioù. Setu ul lodenn anezhe :

> Telnet : Ur c'homenad kendarvanerezh termenell eo.

> RIP : Arveret e vez ar c'homenad-mañ evit ar routa dialuskel.

> SMTP : Ur c'homenad treuzkas eeun eo, arveret evit an anvonerezh elektronek a ra gant UDP hag IP.

> NFS : Ar c'homenad-se, danzeet gant SUN e pemp ha eikont (85), a zo ur reizhiad ardeiñ ar restroù dasparzhet en un amva dizungenezh.

> DNS : Komenad arveret evit ar reiñ disentez d'an anvioù deverket d'ar c'hlomoù war ur rouedad, dreist-holl war ar Genrouedad (treiñ anvioù e ennegoù IP).

> WINS : Gwazadur anvioù Windows eo (NetBIOS).

> DHCP : Ur c'homenad kefluniañ a ro ent emgefreek an arventennoù TCP/IP d'an arvaloù (pratikoù) war ur rouedad eo.

> SNMP : Ur c'homenad rez eo a ra gant UDP a ro al lank da ardeiñ a-bellder aveadurioù pe meziantoù.

> FTP : Ur c'homenad treuzkas restroù eo.

> HTTP : HTTP a zo ivez ur c'homenad treuzkas restroù hogen e kevaraez d'ezvonegañ un areg spesadel anvet HTML arveret evit krouiñ "pajennoù Web".