Marc'h Troia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot kemmet: tr:Truva Atı
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: mzn:تروا اسب
Linenn 76: Linenn 76:
[[ko:트로이 목마]]
[[ko:트로이 목마]]
[[mk:Тројански коњ]]
[[mk:Тројански коњ]]
[[mzn:تروا اسب]]
[[nl:Paard van Troje]]
[[nl:Paard van Troje]]
[[nn:Den trojanske hesten]]
[[nn:Den trojanske hesten]]

Stumm eus an 24 Ebr 2012 da 21:09

Ambrougadeg ar marc'h e Troia, gant Tiepolo
Marc'h implijet er film Troia (2004)


Istor marc'h Troia zo unan eus ar re vrudetañ eus Brezel Troia, danevellet er meurgan latin anvet an Aeneis, gant ar barzh roman Virgilius, hag ivez gant Dionisios , ar Pseudo-Apollodoros ha Quintus Smyrnaeus.

C'hoarvezout a ra an darvoudoù goude diwezh an Ilias, savet gant Homeros hag a-raok e Odisseia. Ur gwidre e oa da reiñ o zu d'an Akeaned da gemer Troia ha d'he distrujañ.

Goude ur seziz dek vloaz en aner e sav an Akeaned ur pikol marc'h prenn goullo diwar intrudu Odisseüs, ha kuzhat a reont 30 brezelour eus an dibab e-barzh. Van a ra ar re all da vont kuit d'o bro gant o listri hag an Droianed a gas ar marc'h en o c'heoded evel un arouez-trec'h. Da noz e tiskenn ar vrezelourien diouzh ar marc'h hag e tigoront porzhioù ar geoded da beurrest arme Agamemnon, distroet dre guzh e-kreiz an deñvalijenn. Distrujet eo Troia penn-da-benn hag echuiñ a ra Brezel Troia.

En hengoun Henc'hres e veze graet Δούρειος Ἵππος, Doúreios Híppos, ar "marc'h prenn", eus marc'h Troia e rannyezh Homeros.

An istor el lennegezh

Hervez Quintus Smyrnaeus, Odisseüs en doe ar soñj da sevel ur pikol marc'h prenn (arouez Troia e oa ar marc'h), da guzhat un nebeud brezelourien ennañ, ha plantañ ar soñj e penn an Droianed da gas ar marc'h en o c'heoded evel arouez-trec'h. Dindan renerezh Epeios e savjont anezhañ e tri devezh. Hervez gwidre Odisseüs e ranke chom un den er-maez al loen-kezeg. Ober a rafe van da vezañ bet dilezet gant ar C'hresianed, ha m'o defe lezet ar marc'h evel ur prof evit an Droianed. Ur brezelour akean anvet Sinon a voe an hini nemetañ oc'h en em ginnig evit ar roll. Virgilius a zeskriv an emgav etre Sinon hag an Droianed : Dont a ra Sinon a-benn da lakaat anezhe da grediñ eo bet dilezet hag ez eo aet kuit an Akeaned. Sinon a lavar ez eo ar marc'h ur prof d'an doueez Atena abalamour da zousaat anezhi goude disakradur he zempl e Troia gant an Akeaned, hag evit gallout ober ur veaj zizañjer betek ar gêr. Savet e oa bet ur marc'h bras-kenañ, hervezañ, kuit ma c'hallfe an Droianed kas anezhañ en o c'heoded, ha treiñ an doueez a-du gante evel-se.

Sinon zo degaset da Briam, folio 101r eus ar Vergilius Romanus

Endra ma c'houlennataont Sinon, ar beleg Laokoon a zivin an taol-gwidre hag a lavar d'an Droianed diwall, gant gerioù brudet Vergilius "Timeo Danaos et dona ferentes" (Aon am eus rak an Danaed memes ar re a zegas profoù).[1]. Met an doue Poseidon a gasas div naer vor da dagañ anezhañ gant e vugale Antifantes ha Timbraeus, a-raok ma vefe kredet e gemennadur gant Troian ebet. Hervez Biblioteke ar Pseudo-Apollodoros e oa kaset an div naer gant Apollon abalamour ma oa bet kunujennet gant Laokoon o c'hoari daou dirak ur skeudenn eus an doue[2] Elena Troia a gompren ivez an taol-gwidre hag e klask touellañ ha diskuliañ an Akeaned kuzhet er marc'h o trevezañ mouezh o gwragez. Darbet eo da Antiklos respont met Odisseüs a serr e c'henoù gant e zorn.[3]. Merc'h ar roue Priam, Kasandra, diouganerez Troia, a zisklêr e vo degaset diskar ar geoded hag hini tiegezh ar roue gant ar marc'h prenn. N'he selaouer ket kennebeut, avat.[4]


Mammennoù

Levrlennadur


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. Henc'hresianeg : Φοβού τους Δαναούς και δώρας φέρονταις Virgil:Aeneid II Aeneis II
  2. Biblioteke ar Pseudo-Apollodoros, Epit. E.5.18 Epitome
  3. Homeros, Odisseia, 4. pp 274-289.
  4. Virgilius, an Aeneis. troet gant Robert Fitzgerald. New York: Everyman's Library, 1992. Print.