Bevoniezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot kemmet: iu:ᐆᒪᔅᓱᓯᖃᕐᑐᓕᕆᓂᖅ
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: ki:Bayorojĩ
Linenn 146: Linenn 146:
[[ka:ბიოლოგია]]
[[ka:ბიოლოგია]]
[[kaa:Biologiya]]
[[kaa:Biologiya]]
[[ki:Bayorojĩ]]
[[kk:Биология]]
[[kk:Биология]]
[[kl:Uumassusililerineq]]
[[kl:Uumassusililerineq]]

Stumm eus an 21 Ebr 2012 da 17:45

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar ger bevoniezh a zo bet savet diwar ar brezhoneg bev- ur penngef a denn d'ar boudoù a zo buhez enno, ar bevien a vez graet eus outo.
Implijet e vez ivez an termen biologiezh eus ar gregach βίος = buhez ha λόγος = gouiziegezh.

Ur skourr eus Skiantoù an Natur eo hag gouestlet eo da studi ar vuhez diwar an holl savboentoù a c'hell bezañ kavet :

  • Skouerioù ha doareennoù ar bevien : loenoniezh, Louzawouriezh, mikrobiologiezh...
  • Frammadur ar bevien hag o mont-en-dro a c'hell bezañ sellet outo diwar veur a savboent : molekul (bevoniezh ar molekul), kellennoù (bevoniezh ar c'hellennoù), organoù (bevoniezh an organoù), deskrivadur ar c'horfoù (anatomiezh), mont-endro (fiziologiezh).
  • Darempredoù ar bevien gant o endro (ekologiezh)
  • Studi renkadurezh ar spesadoù liammet gant o istor pe emdroadel pe fullogenel hag e vez anvez ar c'helenn-mañ ar sistematik.

Savet ez eus bet meur a renkadurezh evit ar bevien goude ma oa bet kinniget gant ar Svedad Carl von Linné er XVIIvet kantved renkañ anezho en daou renadur : al loened hag ar plant. Bremañ e vez kinniget sistemoù kladistik gant muioc'h eget ugent renadur.

Ar skiant a denn da studi ar vuhez eo ar vevoniezh, ha da gentañ er mikroorganoù hag a zo ar bakteriennoù, ar c'huanobakteriennoù hag ar mikroplasmoù, met an darn-vuiañ eus ar vevoniourien n'int ket evit sellout ouzh ar virusoù, ar viroidoù hag ar prionoù evel bevien.

Anvet eo kellennoù eukariot ar c'hellennoù a zo dezho an ditour c'henetik rodellet en ur galonenn ha gwarezet gant ur goc'henn. An organegoù-mañ a vez graet eukariontoù eus outo.

Koulskoude ez eus organegoù unkellennek hag a zo o zitour c'henetik strewet e-barzh o c'hutoplasm hep kalonenn ebet. Ar seurt kellennoù-mañ a vez graet prokariontoù eus outo.

Kelennoù bevoniezhel ha termenoù liammet outo

Istor

Bevoniourien vrudet

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB