Hesiodos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: nn:Hesiod
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: an:Hesíodo
Linenn 145: Linenn 145:
[[Rummad:Henc'hresianed an VIIIvet kantved a-raok J.-K.]]
[[Rummad:Henc'hresianed an VIIIvet kantved a-raok J.-K.]]


[[an:Hesíodo]]
[[ar:هسيود]]
[[ar:هسيود]]
[[az:Hesiod]]
[[az:Hesiod]]

Stumm eus an 8 Ebr 2012 da 19:30

« Pseudo-Seneca » : pell amzer e voe kredet e oa penn ar prederour stoikian roman, met gallout a rafe bezañ ur barzh kozh, Hesiodos marteze. Delwenn roman diwar batrom un delwenn hellenat (British Museum)
Hesiodos ha Plac'h an Awen, livet gant Gustave Moreau.


Hesiodos (Ἡσίοδος, Hêsíodos e henc'hresianeg, Hesiodus e latin) a oa ur barzh hellazat eus ar VIIIvet kantved a-raok JK. Ganet e vije Hesiodos en Ascra, ur vourc'hadenn eus Beotia.

E vuhez

Ar fedoù

Tra ne ouzer diwar e benn nemet pezh a skriv en e varzhonegoù. Dre deir gwech e-barzh Al Labourioù hag an Deizioù e ro un dornad munudoù diwar-benn e vuhez. Un draig a lavar ivez en e Deogonia.

E dad a deue eus Kume en Eolia, ur vro eus Azia-Vihanañ entre Ionia ha Troas. Pe anv e oa, n'ouzer ket. Dios e vije bet, hervez an hengoun, met kement-se a deuje eus treuzkompren ur rannbennad «Πέρση, δῖος γένος}} / Pérsê, dĩos génos » (Labourioù, v. 299), komprenet evel « Perses, mab da z-Dios » e-lec'h « Perses, mab hael ». Perc'henn e oa d'ur seurt embregerezh aocherezh a voe rivinet gantañ.

Treuziñ ar mor a reas neuze, ha mont da chom da Askra ma prenas un tamm douar e-harz ar Menez Helikon. Eno e timezas gant Pycimède, ha daou vab o doe: Hesiodos ha Perses.

Ul lec'h paour e oa Ascra. Hervez Hesiodos e oa ur « bourk milliget, drouk d'ar goañv, kriz d'an hañv, morse ne veze plijus » (Labourioù, v. 640). Pa zeuas ar c'houlz da rannañ hêrezh e dad e savas bec'h etre e vreur Perses hag eñ, hag ur prosez e voe etreze. Gant rouaned Ascra e voe lavaret edo ar gwir gant Perses. Hemañ a gasas goude se e stal da Gernetra, hag ez eas war-lerc'h da c'houlenn arc'hant digant e vreur a gasas anezhañ da sutal. Ha Perses, droug ennañ, a c'hourdrouzas Hesiodos , prest d'ober ur posez all d'e vreur. Hiroc'h n'ouzer ket.

Evit reiñ un tamm skiant d'e vreur hag e skoazellañ da gaout ur vuhez yac'h ha da verañ e beadra evel a zo dleet e savas Hesiodos ar varzhoneg Al Labourioù hag an Deizioù.

Al Labourioù hag an Deizioù

Diazezet eo an oberenn war an div wirionez-mañ:

  • al labour eo lezenn ar vuhez;
  • an neb a labour en devez peadra da vevañ atav.

Skrivet e voe pa oa al labour-douar o vont da fall, ha Hellaziz o tivroañ da glask douaroù nevez da drevadenniñ.

Ouzhpenn labourat an douar e oa un aedes anezhañ, da lavarout eo ur barzh a save barzhonegoù evit o reiñ da glevet d'an dud. E C'halkis en Eubea, e kemeras perzh en ur genstrivadeg barzhoniezh aozet gant mibien ar roue Amfidamas da lidañ obidoù o zad. Trec'h e voe war ar genstriverien all gant ur varzhoneg a gane enni talvoudegezh al labour-douar hag ar peoc'h. Un trebez a voe roet dezhañ evel gopr ha dediet e voe gantañ da Vuzezed ar menez Helikon.

Mervel a eure en Askra. Pa voe distujet ar gêriadenn gant tud Tespia, e tec'has an annezidi da Orc'homenos. Hervez testeni Aristoteles en e Bonreizh Orc'homenos e voe dastumet ludu korf ar barzh, war-lerc'h un orakl, gant tud ar gêr-se, ha lakaet e-kreiz o agora, e-kichenik bez Minias, haroz ar geoded en-eeun. E-giz-se e voe lakaet Hesiodos gant an annezidi da ziazezer o c'hêr (οἰκιστής}} / oikistês e gregach).

Komz anezhañ e-unan en deus graet Hesiodos en e oberenn: karout a ra ar vuhez sioul war ar maez, an dilontegezh hag ar reizhded, doujañ ouzh ar relijion betek bout kredus, hep klask plijout d'ar roue, trawalc'h dezhañ reiñ skoazell d'e genvroiz, a brezege dezho ar vuhezegezh vat gant gwerzennoù brav. Gantañ eo bet ijinet ar varzhoniezh didaktek. Delwennoù a voe savet dezhañ war-lerc'h e varv e Thespies, Olimpia ha war ar menez Helikon.

Kanet e voe e varzhonegoù gant ar rapsoded ha brud bras a deuas dezho evel-se. Kalzig a varzhed a zo bet awenet gant Hesiodos, hag en o zouez

Ar mojennoù

E skridoù kozh e kaver munudoù diwar-benn Hesiodos:

  • an Ἀγών / Agốn, pe Disput etre Homeros ha Hesiodos, kenstrivadeg barzhonegañ etre an daou varzh , e gregach;
  • Buhez Hesiodos, gant ar gramadegour bizantat Yann Tzétzès ;

Oberennoù

Mar deo anavet anv Hesiodos eo abalamour ma en deus skrivet diwar-benn ar mojennoù kozh en e oberennoù:


  • Teogonia (Θεογονία}} / Theogonía) a zo diwar-benn lignezoù an doueed ma kinnig enni ar bernioù doueed a zo meneg anezho er mojennoù, gant an tri remziad anezho: hini Ouranos, hini Kronos, hini Zeus a voe trec'h warno holl. Koshañ barzhoneg relijiel Hellaz eo. Ouzhpenn kontañ lignezoù an doueed ez eus el levr ur c'hosmogonia a grog gant krouidigezh ar bed hag ar C'haos.
  • Skoed Herakles (Ἀσπὶς Ἡρακλέους}} / Aspìs Hêrakléous), awenet gant deskrivadur skoed Akilles en Iliada.

Oberennoù all lakaet war e gont

Koulskoude ez eus bet lakaet e-leizh a oberennoù all war e gont, en un doare faltazius:

Pennadoù kar dre o ster

Levrlennadurezh

  • Marcel Détienne, « Crise agraire et attitude religieuse chez Hésiode », Revue d'études latines, coll. « Latomus 68 » Bruxelles, 1963 ;
  • (en) Richard Janko, Homer, Hesiod and the Hymns. Diachronic Development in Epic Diction, Cambridge University Press, 1982 (ISBN 0521238692) ;
  • Marie-Christine Leclerc, La Parole chez Hésiode, Les Belles Lettres, Paris, 1993 ;
  • Paul Mazon, introduction à l'édition de Théogonie. Les Travaux et les Jours. Le Bouclier aux éditions des Belles Lettres, Paris, 2002 (1re édition 1928) ;
  • Patrom:STLB ;
  • Jean-Pierre Vernant :
    • Mythe et pensée chez les Grecs, La Découverte, Paris, 1996,
    • Mythe et société en Grèce antique, Paris, 1974 (1re éd.).



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.