Aleksandr Veur : diforc'h etre ar stummoù
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: map-bms:Aleksander Agung |
D Robot tennet: map-bms:Aleksander Agung (deleted) |
||
Linenn 114: | Linenn 114: | ||
[[lt:Aleksandras Didysis]] |
[[lt:Aleksandras Didysis]] |
||
[[lv:Aleksandrs Lielais]] |
[[lv:Aleksandrs Lielais]] |
||
[[map-bms:Aleksander Agung]] |
|||
[[mdf:Ине Сандор]] |
[[mdf:Ине Сандор]] |
||
[[mg:Aleksandra Lehibe]] |
[[mg:Aleksandra Lehibe]] |
Stumm eus an 6 Ebr 2012 da 04:48
Aleksandr Veur (henc'hresianeg: Μέγας Ἀλέξανδρος, Megas Alexandros) pe Aleksandr Makedonia , pe Alesant Veur (en henc'hresianeg Ἀλέξανδρος Γ' ὁ Μακεδών Aléxandros o Makedốn) (ganet e miz Gouere -356, marv d’an 10 a viz Mezheven -323) zo unan eus rieged vrudetañ an Henamzer. Mab e oa da Fulup Makedonia ha d'ar briñsez Olimpias. Deuet da vezañ roue Makedonia e -336 e aloubas an impalaeriezh persat divent ha kas a reas e arme betek glann an Indus. Sevel a reas kalz kêrioù ivez, en o zouez kêr Aleksandria e -331.
Lodenn eus ar vozaikenn roman eus Pompeia a ziskouez an emgann etre Aleksandr Veur ha Darios Patrom:III, er Museo Nazionale di Napoli
E vuhez
Ganet eo Aleksandr e Pella, kêr-benn Makedonia, e miz Gouere 356 a-raok J.K. Mab Fulup II (roue Makedonia) hag Olympias e oa.
Desket eo bet gant ar prederour Aristoteles.
Emgann kentañ Aleksandr eo hini eus Chrerone e 338 a-raok J.K.gant e dad.
E dad e vo drouklazhet e 336 a-raok J.K.
E 323 kent JK goude euredoù Susa, ma kemeras Stateira, merc'h Darius, roue Pers, da bried, e varvas diwar an derzhienn en ur ober dek devezh hepken.|
E aloubadeg
Goude marv e dad, Aleksandr a gendalc'h mennad e dad : unvaniñ Henc'hres dindan ur galloud hepken, gant Makedonia ha holl geodedoù Gres, nemet Spart. Tud 'zo ne oant ket a-du hag Aleksandr a lazhas anezho. Buan-tre e c'hounezas e impalaeriezh, ha tizout a reas ar stêr Ganga e bro Indez, a oa bevenn "ar bed anavezet" goude un emgann gwadek.
Pennadoù kar
Lennadurezh
- Green, Peter; Alexander of Macedon: 356-323 B.C. A Historical Biography; Berkeley & Los Angeles; University of California Press; 1991. Ravi Dholakia
Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB