Banniel Euskal Herria : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Istor: Reizhañ liamm diabarzh
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: zh:巴斯克旗幟
Linenn 54: Linenn 54:
[[sv:Ikurriña]]
[[sv:Ikurriña]]
[[vec:Ikurriña]]
[[vec:Ikurriña]]
[[zh:巴斯克旗幟]]

Stumm eus an 2 Ebr 2012 da 11:57

An Ikurriña eo banniel Euskal Herria

An ikurriña pe ikurrina, pe c'hoazh Euskal Herriko bandera, eo banniel Euskal Herria, da lavarout eo bro ar seizh proviñs euskarat. Met banniel ofisiel Kumuniezh Emren Euskadi (Euskal Autonomia Erkidegoaren bandera) eo ivez abaoe 1979.

Istor

Krouet e voe ar banniel en 1894 gant an daou vreur Luis ha Sabino Arana, diazezer ar Partido Nacionalista Vasco, ha da gentañ e oa mennet da vezañ hini Bizkaia hepken.

Banniel ofisiel gouarnamant Euskadi e oa en 1936. Berzet e oa e-pad marevezh Franco en Hegoalde. Goude e voe lakaet da arouez ar seizh proviñs, ha pa voe savet Kumuniezh Emren Euskadi e voe kemeret da vanniel ofisiel.

Implijet e vez e Navarra hag en Iparralde ivez daoust ma n'eo ket ofisiel eno.

En Navarra n'eus nemet banniel Navarra a zo ofisiel, hag en Iparralde n'eo ket anavezet gant an ensavadurioù goude ma vez implijet gant an dud met gwintet e vez war meur a di-kêr.