Moussa Traoré : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ka:მუსა ტრაორე
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ko:무사 트라오레
Linenn 28: Linenn 28:
[[ja:ムーサ・トラオレ]]
[[ja:ムーサ・トラオレ]]
[[ka:მუსა ტრაორე]]
[[ka:მუსა ტრაორე]]
[[ko:무사 트라오레]]
[[la:Moussa Traoré]]
[[la:Moussa Traoré]]
[[pl:Moussa Traoré]]
[[pl:Moussa Traoré]]

Stumm eus an 23 Meu 2012 da 04:43

Moussa Traoré (ganet d'ar 25 a viz Gwengolo 1936) zo ur soudard hag ur politikour malian, bet e penn ar Stad adalek 1968 betek 1991.

Moussa Traoré a voe stummet en akademiezh soudardel Fréjus (Bro-C'hall) a-raok distreiñ d'e vro e 1960. D'an 19 a viz Du 1968 e kemeras perzh en taol-Stad a-enep Modibo Keïta, prezidant kentañ Mali, ha kemer e blas e penn ar Stad. Berzet e voe neuze holl obererezhioù politikel er vro. E 1974 e voe savet ur Vonreizh nevez ha diazezet an Eil Republik. Krouiñ a reas an UDPM (Union Démocratique du Peuple Malien), strollad politikel nemetañ er vro, e 1979.

D'ar 26 a viz Meurzh 1991 e voe distroadet gant un taol-Stad hag Amadou Toumani Touré a voe lakaet e penn ar Stad da c'hortoz un dilennadeg e 1992.

Moussa Traoré a voe kondaonet d'ar marv e 1993 hag e 1999 met pardonet e voe bewech ha dieubet e voe a-benn ar fin e 2002.