Luise von Mecklenburg-Strelitz : diforc'h etre ar stummoù
D kaset ar bajenn Luise Mecklenburg-Strelitz da Luise von Mecklenburg-Strelitz gant Bianchi-Bihan dreist un adkas |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 2: | Linenn 2: | ||
[[Skeudenn: Luise Unterschrift.jpg|thumb| hochkant=1.2|Skritur ar rouanez ]] |
[[Skeudenn: Luise Unterschrift.jpg|thumb| hochkant=1.2|Skritur ar rouanez ]] |
||
[[File:Lebr019.jpg|250px|thumb|Luise von Mecklenburg-Strelitz]] |
[[File:Lebr019.jpg|250px|thumb|Luise von Mecklenburg-Strelitz]] |
||
''Luise von Mecklenburg-Strelitz'' (1776–1810), a oa pried [[Friedrich Wilhelm III Prusia]], [[roue Prusia]]. Karet e oa kenañ, dremmet eus ar c'haerañ, ha brudet evel ar '''Rouanez Luise'''. He barr he brud e voe e-pad ar brezel ouzh armeoù [[Napoleone Buonaparte]]. |
|||
==He buhez== |
==He buhez== |
Stumm eus an 18 Meu 2012 da 15:40
Luise von Mecklenburg-Strelitz (1776–1810), a oa pried Friedrich Wilhelm III Prusia, roue Prusia. Karet e oa kenañ, dremmet eus ar c'haerañ, ha brudet evel ar Rouanez Luise. He barr he brud e voe e-pad ar brezel ouzh armeoù Napoleone Buonaparte.
He buhez
Ganet e oa e 1776. Merc'h e oa da Karl II Mecklenburg-Strelitz, priñs pennhêr dugelezh Mecklemburg-Strelitz, letanant jeneral Hannover, ha da Friederike Hessen-Darmstadt (1752–1782). Bugelig e oa pa varvas he mamm, ma addimezas he zad d'e c'hoar-gaer. Adalek 1786 (10 vloaz e oa) e voe savet Luise hag he c'hoarezed gant o mamm-gozh, e Darmstadt. D'o c'helenn e oa ur c'houarnerez protestant Salomé de Gélieu, eus Neuchâtel (a oa da Brusia neuze), ha gallegerez. Ar galleg e oa yezh an noblañsed alaman uhel etreze, met rannyezh Hessen a gomze ivez, pezh a veze kavet souezhus gant tud Berlin, ha poan he deveze o skrivañ alamaneg difazi. Klav-kerdin ha telenn a ouie son, tresañ a rae, metne oa ket bet skoliadez gwall vat. Ar relijion avat a blije dezhi.
E miz Kerzu 1793 e timezas d'ar priñs danvez-roue Prusia, Frederig-Gwilherm III Prusia hag e teuas da vout rouanez Prusia en 1797. Bec'h he doe o kendrec'hiñ he fried d'ober brezel da Napoleon, pa ne felle ket dezhañ mont a-du gant ar priñs Louis-Ferdinand Prusia hag e vinistr Karl August von Hardenberg.
Mont a reas kalonek da-heul arme Prusia, evit brasañ plijadur ar soudarded, met goude Emgann Jena e rankas tec'hel rak armeoù an alouber. E miz Kerzu 1806 e oa e Königsberg hag eno e tapas an typhus. E miz Gouhere 1807, e-pad Kendiviz Tilsitt e teuas a benn da vout resevet gant Napoleon evit klask skañvaat ar bec'h lakaet gantañ war Alamagn trec'het, hogen en aner.
Tapout a reas droug en he skevent, ha mervel a reas e miz Gouhere 1810, p'edo oc'h ober ur weladenn d'he zad e kastell Hohenzieritz e-kichen Neustrelitz.
Bugale
Dek bugel he doe, seizh a vevas:
- Frederig Gwilherm IV Prusia (1795-1861), a voe roue Prusia hag a zimezas en 1823 da Elesbed Bavaria (1801-1873)
- Wilhelm (1797-1888), a voe roue Prusia hag Impalaer Alamagn hag a zimezas en 1829 da Augusta von Sachsen-Weimar-Eisenach (1811-1890)
- Charlotte (1798-1860), a zimezas en 1817 da Nikolaz Iañ Rusia (1798-1855), tsar Rusia;
- Karl (1801-1883), dimezet en 1825 da Marie von Sachsen-Weimar-Eisenach (1808-?)
- Alexandrine Prusia (1803-1892) a zimezas en 1822 da Paul-Frédéric von Mecklemburg-Schwerin (1800-1842)
- Louise (1808-1870) a zimezas en 1825 da Frédéric van Oranje-Nassau
- Albert-Frédéric (1809-1872) a zimezas e 1830 da Marianne an Izelvroioù hag a dorras o dimeziñ en 1849, a zimezas en 1853 en-vorganatek da Rosalie von Rauch (1820-1879), savet da gontez Hohenau;
Lennadurezh
- Jean-Paul Bled, La reine Louise de Prusse : Une femme contre Napoléon, Fayard, 2008 (ISBN 978-2213638157)
Liammoù diavaez
- (fr) Ar rouanez Luise