Lucien Petit-Breton : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 17: Linenn 17:
Gounit a reas [[Paris-Tours]] e [[1906]], hag ar redadeg kentañ [[Milan-San Remo]] e [[1907]].
Gounit a reas [[Paris-Tours]] e [[1906]], hag ar redadeg kentañ [[Milan-San Remo]] e [[1907]].


Dre ziv wech e voe trec'h e [[Tro Bro-C'hall]], e 1907 hag e [[1908]], goude gounezet gantañ daou [[dennad]] er bloaz kentañ, ha pemp en eil. Ar c'hentañ reder e voe o c'hounit an dro div wech.
Dre ziv wech e voe trec'h e [[Tro Bro-C'hall]], e [[1907]] hag e [[1908]], goude bezañ gounezet gantañ daou [[dennad]] er bloaz kentañ, ha pemp en eil. Ar c'hentañ reder e voe o c'hounit an dro div wech.


Redek a reas betek [[1914]], ma reas e Dro Bro-C'hall diwezhañ, ret dezhañ dilezel goude nav zennad er bloavezh-se.
Redek a reas betek [[1914]], ma reas e Dro Bro-C'hall diwezhañ, ret dezhañ dilezel goude nav zennad er bloavezh-se.

Stumm eus an 16 Meu 2012 da 22:07

Lucien « Petit-Breton »

Lucien Mazan, gwir anv Petit-Breton, bet ganet e Plesei, e Bro-Naoned d'an 18 a viz Here 1882, hag aet da Anaon d'an 20 a viz Kerzu 1917 e Troyes war an talbenn-brezel, a oa ur marc'hhouarner brudet en e amzer, dreist-holl abalamour ma voe gounezet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn gantañ dre ziv wech (1907, 1908).

E vuhez

E dad, deuet da horolajer da Redon, en devoa ivez un tamm douar eno. Deuet e oa c'hoant dezhañ da vont da welout ar bed avat, hag e 1888 ez eas e-unan da Arc'hantina. Bloaz goude e tegouezhas e dri mab e Buenos Aires ivez : Anselme, Paul, ha Lucien ar yaouankañ. Ret dezho labourat o-zri, ha sede Lucien o tiwall toull-dor ar "jockey-club". D'e 16 vloaz e tichañsas dezhañ gounit ur marc'h-houarn en ul lotiri. Nepell diouzh an ti e oa marc'hhouarnva Palermo. Ha tri bloaz goude, d'e 19 vloaz, e oa Lucien Mazan anv kampion Arc'hantina. An tad avat ne oa ket troet gant seurt c'hoarioù, sede dibabet ul lesanv gant Lucien. Peogwir e veze graet El Breton anezhañ e tibabas bezañ Lucien Breton, ha ne oa ket kreñvoc'h egetañ war gelc'h ar marc'houarnvaoù en Arc'hantina : trec'h e veze betek war an Europeiz a deue da redek betek Buenos Aires.

E 1902 e teuas ur Gall, Contenet e anv, d'e gaout da aliañ anezhañ da vont da redek da vBro-C'hall, rak eno, emezañ, e veze gounezet muioc'h. Ret dezhañ espern ar veaj da gentañ. Pa erruas en Europa e voe ret dezhañ deskiñ galleg en-dro. Peogwir e oa ur reder all anvet Breton e kemeras an anv Petit-Breton.

Evel en Arc'hantina e krogas da redek e marc'houarnvaoù. E Paris e redas, hag e Chicago hag Evrog Nevez ivez e redadegoù "c'hwec'h devezh". Gwech ebet ne c'hounezas, rak er redadegoù-se a veze redet dre skipailhoù, e veze emglev etre ar rederien ha gwerzhet an trec'h etreze, en desped dezhañ a-hervez. Nag evit-se ! Gounit brud a reas bepred ma ne c'hounezas ket arc'hant e-leizh, ha plijout kenañ a rae d'an dimezelled a zerede d'e welout.

Kregiñ a reas da redek war an hentoù, ha gounit a reas ar "Bol d'Or" e 1904. E 1905 e klaskas diskar rekord an eur a oa dalc'het gant an amerikan Hamilton, gant 40,781 km abaoe 1898 : kaset e voe gantañ da 41,110 km, er marc'houarnva Buffalo e Pariz. Gounit a reas Paris-Tours e 1906, hag ar redadeg kentañ Milan-San Remo e 1907.

Dre ziv wech e voe trec'h e Tro Bro-C'hall, e 1907 hag e 1908, goude bezañ gounezet gantañ daou dennad er bloaz kentañ, ha pemp en eil. Ar c'hentañ reder e voe o c'hounit an dro div wech.

Redek a reas betek 1914, ma reas e Dro Bro-C'hall diwezhañ, ret dezhañ dilezel goude nav zennad er bloavezh-se.

Mervel a eure war an talbenn e 1917 en ur gwallzarvoud.

Rederien all en tiegezh

Redek a reas ivez e zaou vreur henañ, Anselme ha Paul. Kemend-all a reas ivez e vab Yves, a voe rener ur skipailh diwezhatoc'h.

Trec'hioù

  • Rekord-bed an eur : 41,110 km e marc'houarnva Buffalo Pariz e 1905;
  • Rekord-bed an 20 km : 28' 59" 4 (1905)
  • Rekord-bed an 10 km : 14' 04" 4 (1905)


  • da 2-l e Bourdel-Pariz e 1912
  • da 2-l e Paris-Hesdin e 1907
  • da 3-de e Kampionad Bro-C'hall e 1910
  • da 3-de e Paris-Menin e 1912

E Tro Bro-C'hall

  • E 1905 : 5vet en holl;
  • E 1906 : 4vet en holl
  • E 1907 : 1-añ, ha trec'h e daou dennad;
  • E 1908 : 1-añ, ha trec'h e pemp tennad;
  • E 1910 : dilez er 7vet tennad;
  • E 1911 : dilez er 1 tennad;
  • E 1912 : dilez en 2l tennad;
  • E 1913: dilez er 14vet tennad;
  • E 1914 : dilez en 9vet tennad.

E Tro Italia

  • E 1910 : dilez
  • E 1911 : dilez goude bezañ gounezet un tennad.


Patrom:Perzhier ar marc'houarnerezh