Breizh-Veur : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: ta:பெரிய பிரித்தானியா |
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: ilo:Gran Británia |
||
Linenn 54: | Linenn 54: | ||
[[ia:Grande Britannia]] |
[[ia:Grande Britannia]] |
||
[[id:Pulau Britania Raya]] |
[[id:Pulau Britania Raya]] |
||
[[ilo:Gran Británia]] |
|||
[[is:Stóra-Bretland]] |
[[is:Stóra-Bretland]] |
||
[[it:Gran Bretagna]] |
[[it:Gran Bretagna]] |
Stumm eus an 13 Meu 2012 da 11:32
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Breizh-Veur (gouezeleg Skos: Breatainn Mhòr, kembraeg: Prydain Fawr, kerneveureg: Breten Veur, saozneg Great Britain) zo un enezenn eus Europa. An hini vrasañ eo e-touez inizi Europa. Pa weler an traoù ent-politikel e vez staget outi an inizi nes (Môn, Inizi Gall, Wight...) hag ez a d'ober un hollad anvet "Breizh-Veur" ivez. Meur a vro a gaver enni : Bro-Saoz, Kembre ha Bro-Skos[1]. Asambles gant Hanternoz Iwerzhon ez a d'ober ur stad anvet Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon pe, berroc'h, ar Rouantelezh Unanet.
Gorread Breizh-Veur en he fezh zo 229.335 km2. Hervez sifroù ofisiel gouarnamant ar Rouantelezh Unanet [1], e oa, e 2001, 57 103 927 a annezidi e Breizh-Veur (Bro-Saoz 49 138 831 ; Bro-Skos 5 062 011 ; ha Kembre 2 903 085).
E Bro-Skos emañ menez uhelañ Breizh-Veur, ar Beinn Nibheis (Ben Nevis)(1 343 m) ; hag e Kembre hag e Bro-Saoz e red dourioù ar stêr hirañ, ar Severn (336 km ; Hafren e kembraeg).
Notennoù
- ↑ Kernev-Veur a vez sellet outi evel ur vro distag diouzh Bro-Saoz gant Kerneveuriz alies, met ent-ofisiel n'he deus tamm anaoudegezh disparti ofisiel ebet.