Ang Lee : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: be:Энг Лі
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: uk:Енг Лі
Linenn 89: Linenn 89:
[[th:หลี่ อัน]]
[[th:หลี่ อัน]]
[[tr:Ang Lee]]
[[tr:Ang Lee]]
[[uk:Енг Лі]]
[[vi:Lý An]]
[[vi:Lý An]]
[[zh:李安]]
[[zh:李安]]

Stumm eus an 8 Meu 2012 da 14:15

Ur sevener, ur produer hag ur skriver senariooù, Taiwanat a orin, eo Ang Lee (sinaeg: 李安; pinyin: Lǐ Ān) .

Ganet e oa bet d’an 23 a viz Here 1954 e Pingtung (Taiwan).

An darn vrasañ eus e filmoù a zo diwar-benn darempredoù etre an hengoun hag ar vodernelezh.

Studiet e oa bet ar c'hoariva hag ar sinema gantañ e Akademiezh Arzoù Taibei, kêr-benn Taiwan. Kendalc’het e oa bet e studioù gantañ e Skol-Veur Illinois, er Stadoù-Unanet. Ur "Master of Fine arts" zo bet tapet gantañ ivez e Skol-Veur New-York evit e film-berr "Fine Line", sevenet evit e dezenn. Kamalad-skol Spike Lee eo bet.

Enoret e oa bet e film-berr "Dim lake" gant "Golden Harvest" Taiwan evit ar film gwellañ. E film hir kentañ, "Tui Shou" ("Pushing Hands"), zo bet kinniget e 1992 e Gouel Filmoù Berlin, hag aet priz ar film gwellañ gantañ e Gouel Filmoù Azia-Habask.

Filmet en doa war-lerc'h "The Wedding Banket", aet Arzh Aour Berlin gantañ, hag anvet evit "Oscar" ha "Golden Globe" ar film estren gwellañ. Silet en doa tem an heñvelreviadezh e sinema Sina gant ar film-mañ. Diwar-benn familh Taiwan e oa e film da heul "Eat Drink Man Woman", enoret gant ur priz ivez. Kendalc'het en doa e respet e SUA, gant filmoù brudet evel "Ice Storm", "Ride with the Devil", pe "Sense and sensibility" gant meur a steredenn amerikan. Gounezet en doa kalz a prizioù gant ar film-mañ adarre.

Gant "Crouching Tiger, Hidden Dragon", lakaet e oa bet gantañ, en ur stumm a-vremañ evit broioù ar c'hornog, an doare "Wuxia" (da lavaret eo, emgannoù gourenerezh stilekaet e Sina istorel). Aet 4 "Oscar" gantañ a-drugarez d'ar film-mañ.

Ar comic "Hulk" zo bet lakaet ouzh ar skramm gant Ang Lee e 2004.

E 2005, "Brokeback Mountain", istor karantez etre daou baotr-saout, zo bet enoret gant "Leon Aour" (Mostra Venezia) ha 3 "Oscar".

Roll filmoù

(Titl brezhoneg troet eus an titl galleg)

中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.