Amzer (yezhadur) : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: et:Aeg (keeleteadus) |
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: vi:Thì |
||
Linenn 216: | Linenn 216: | ||
[[te:వ్యాకరణ క్రియ యొక్క కాలం]] |
[[te:వ్యాకరణ క్రియ యొక్క కాలం]] |
||
[[uk:Час (мовознавство)]] |
[[uk:Час (мовознавство)]] |
||
[[vi:Thì]] |
|||
[[wa:Tins (croejhete)]] |
[[wa:Tins (croejhete)]] |
||
[[zh:时态]] |
[[zh:时态]] |
Stumm eus an 7 Meu 2012 da 11:45
Hervez reolennoù yezhadur pep yezh e vez implijet amzerioù da verkañ ar prantad ma c'hoarvez un ober bennak.
Alies e vez merket an amzerioù-se e stummoù ar verboù. Kement-se a c'hoarvez e brezhoneg hag er yezhoù indezeuropek hag e meur a yezh all, hag abalamour da se e reer "amzerioù-verb" anezhe. A-wechoù avat e vez merket gant merkoù all distag diouzh ar verb, evel e sinaeg ha meur a yezh all komzet en Azia, pa dalvez an adverboù da verkañ an amzerioù yezhadurel hepmuiken, da skouer e saozneg:
- Amzer merket gant ar verb
- I will go tomorrow (dazont kevrennek)
- "Mont a rin warc'hoazh
- Amzer nann-merket gant ar verb
- I am going tomorrow
- "Mont a rin warc'hoazh
Yezhoù all evel ar rusianeg avat a c'hell ober hep amzerioù nemet p'o devez ezhomm diouti pe ret eo dezho eztaoliñ hag a ra kentoc'h gant arvezoù.
Diaezet eo goût a-wechoù pet amzer yezhadurel a vez implijet gant ar yezh-mañ'r-yezh rak yezhoù zo a verk ivez totour ? all en o verboù o tennañ da wirionez ar frazennoù, h.a. N'eo ket aezet atav ober an diforc'h ivez etre an amzerioù hag an arvezoù (Gw. pelloc'h).
E brezhoneg e vez graet an diforc'h etre stummoù ispisial evel ?. Ne c'heller ket displegañ pep stumm-se e pep amzer a ra ar brezhoneg gante:
- vez: pa c'hoarvez un dra alies pe a wech da wech, d.s
- "emañ": pa c'hoarvez un dra en ur prantad resis pe evit lec'hiañ un dra
- eo: implijoù all
Ne glot ket dre ret an doare ma vez implijet an amzer-mañ'n-amzer etre an eil yezh hag eben. Da skwer:
- Gwelet 'm boa anezhañ warlene (amzer peurdremenet)
- Je l'ai vu l'année dernière (amzer dremenet strizh)
Amzerioù kevrennek
Meur a yezh, en o zouezh ar brezhoneg hag an darn vrasañ eus ar yezhoù indez-europek all a ra gant amzerioù kevrennek. Savet e vez un amzer kevrennek oc'h implijout stummoù disheñvel ar verb pennañ gant ur verb-skoazell evel "bezañ" (d.s. aet on) pe "kaout" (d.s. debret am eus). N'eo ket amzerioù kevrennet ar stummoù verb a implij an dispelgadur dre "ober" (d.s "debriñ a ran") hag a c'hell bezañ displeget en un doare kevrennek ivez (d.s. gant "kaout" > "debriñ am eus graet").
Implijet a c'hell bezañ meur a verb all evel verb sikour, da skwer:
- saozneg: will (amzer dazont), d.s. I will go ("mont a rin")
- portugaleg: ter (amzer dremenet), d.s. Tenho ido ("bet on bet")
Setu un nebeut skwerioù tennet diwar ar yezhoù indezeuropek ha Yezhoù indezeuropek gant ar verb 'mont'
amzer | yezh vrezhonek: brezhoneg: mont |
yezh germanek: saozneg: to go |
yezh romanek: italianeg: andare |
yezh germanek: svedeg: att gå |
yezh finnek-ougrek: finneg: mennä |
notes |
amzer vremañ eeun | ez an | I go. | Vado. | Jag går. | Menen. | Implijet peurliesañ evit doare-disklêriañ an amzer a vremañ. |
amzer vremañ (stumm war ober) | O vont emaon | I am going. | Sto andando. | Jag går. | Olen menossa. | Emañ a zo anezhañ ar stumm verb sikour nemetañ a c'hell dont dirak stumm ar vreb pennañ e berzhoneg, d.s. o vont emaon pe emaon o vont kv. debriñ a ran met direizh eo *a ran debriñ |
amzer dremenet strizh kevrennek | aet on | I went. | Andai. | Jag gick. | Menin. | Stank-tre eo seurt amzerioù kevrennek evit merkañ amzerioù tremenet e yezhoù ar bed, dreist-holl ar re indez-europek. Yezhoù evel ar brezhoneg a ra an diforc'h etre meur a doare amzer dremenet: debriñ a ris (=bez e tebris); debriñ am eus graet (=debret am eus); debriñ a raen (=bez e tebren); o tebriñ e oan (=o tebriñ edon) |
amzer dazont eeun | ez in | Andrò. | Jag ska gå. | Menen. | E yezhoù zo evel ar c'hembraeg e c'hell klotaat stummoù an amzer dazont strizh gant stummoù an amzer vremañ strizh. Ar saozneg a ra an diforc'h eter oberioù bet prederiet en a-raok hag ar re great en dazont hep raktres kent ebet: I'm going to do it (divizet em boa dija e rafen an dra-mañ en dazont) I'll do it (hen ober a rin en dazont, met n'em boa ket soñjet hen ober a-raok lâret ar frazenn-mañ) it. | |
amzer dremenet (stumm war ober) | o vont edon | I was going. | Andavo. | Olin menossa. | (none) | Ne vez ket implijet ar stumm ispisial edo e peplec'h. el lec'hioù all e vez implijet ar stumm oa |
amzer dremenet strizh | ez is (bet on) | Sono andato. | Jag har gått. | Olen mennyt. | Achu eo an ober gant ar stumm verb-mañ ha n'emañ ket o kenderc'hel en amzer vremañ | |
amzer beurdremenet | aet e oan | I had gone. | Ero andato. | Jag hade gått. | Olin mennyt. | O verkañ un ober a c'hoarvezas a-raok un ober all en amzer dremenet |
amzer dazont peurdremenet | aet e vin bet | I will have gone. | Sarò andato. | Jag kommer att ha gått. | (none) | Ral a-walc'h eo seurt amzerioù e brezhoneg. Stank-tre e vezont implijet e yezhoù all evel ar saozneg avat. |
Amzer, doare, tu hag arvez
N'eo ket aezet atav ober an difor'ch etre amzerioù, doare, tu hag arvez ur verb. Da skwer, ar stummoù war ober (emaon o vont; edon o vont) a denn da aspekt ar verb ha n'eo ket da amzer ar verb hag a c'hell bezañ displeget e meur a amzer (amzer vremañ: emaon o vont; amzer dremenet:edon o vont. E saozneg, avat, ez eo dibosubl disrannañ arvez ar verb diouzh amzer ar verb. Yezhoù evel ar sinaeg a ra hep amzer (tremenet - bremañ - dazont) ebet, oc'h implijout kentoc'h arvezioù (achu - diachu).
Renkadur an amzerioù
Bez e c'heller renkañ an amzerioù evel-mañ dre vras: :
- absolutivel: merkañ a ra an amzer e-keñver an mare m'emeur o komz (d.l.e. "bremañ"). Da skwer: Em c'hoazez emaon a denn d'an amzer a-vremañ.
- relativel: merkañ a ra an amzer e-keñver ur mare diheñvel diouzh an hini m'emeur o komz, d.s "En ur bourmen e kêr e welas ur c'hi bihan. Amañ amzer gwelet a denn da hini pourmen met ne vez ket reisaat peseurt liamm amzer ez eus etre an daou verb-se.
- absolutivel-relativel: merkañ a ra an amzer e-keñver un dra all liammet en un doare dieeun gant an amzer m'emeur o komz, d.s P'edo o pourmer e kêr e welas ur c'hi bihan. Amañ amzer gwelet a denn da hini pourmen ha resis eo al liamm-amzer ez eus etre an daou verb-se.
Ouzhpenn merkañ an diforc'h etre an amzer dremenet - amzer vremañ - amzer da zont, meur a yezh a verk ivez (pe a c'hell merkañ) pegen tost pe bell emañ an oberoù-se diouzh an amzer vremañ pe duiouzh un amzer all:
- amzerioù hodiernek: An amzerioù hodiernek a denn da traoù a c'hoarvezh e-kerzh an deiz m'emeur o komz (hiziv), d.s. an amzer hodiernek dremenet a denn da traoù bet graet abretoc'h hiziv (d.l.e. feteiz). An amzer dazont goude-hodiernek a denn da draoùa c'hoarvezoù goude hep hep resisaat pegoulz hag an amzer dremenet rak-hodiernek a denn da traoù c'hoarvezhet a-raok hiziv hep reisaat pegoulz.
- amzerioù hesternek: Seurt amzerioù a denn d'an traoù c'hoarvezet en derc'hent (d.l.e. dec'h). Bez ez eus amzerioù tremenet rak-hesternek o tennañ da draoù c'hoarvezet a-raok dec'h keit ha ma tenn an amzer dremenet hesternek da draoù c'hoarvezet en derc'hent hep resisaat pegoulz.
Yezhoù zo a ra an diforc'h etre amzer dremenet - amzer vremañ - amzer da zont diouzh un tu hag amzerioù ispisial all o verkañ amzer nann-dremenet - amzer nann-vremañ - amzer nann-dazont.
Un nebeut amzerioù:
- 'Amzerioù absolutivel'
- Amzer dazont. Some languages have different future tenses to indicate how far into the future we are talking about. Some of these include:
- Amzer dazont tostañ: en amzer dazont, nepell
- Amzer vremañ hodiernek: hiziv
- Amzer dazont goude-hodiernek: goude hiziv
- Amzer dazont pellañ: en amzer dazont pell pe belloc'h
- Amzer dazont darvoudel: tennañ a ra d'ar pezh a c'hoarvezho kentc'h evit ar pezh a vo graet gant unan bennaket, d.s. me gav din e vo kollet ar redadeg ganti
- amzer nann-dazont: tennañ a ra pe d'an amzer dremenet pe d'an amzer vremañ hep resisaat pehini. Kontrol an amzer dazont.
- 'amzer nann-dremenet: tennañ a ra pe d'an amzer vremañ pe d'an amzer dazont hep resisaat pehini. Kontrol an amzer dremenet.
- Amzer pas c'hoazh: n'eo ket degouezhet c'hoazh (nag en amzer vremañ nag en amzer drement = nann-dazont) met sañset e c'hoarvezo en amzer dremenet. Un amzer hag ur mod.
- Amzer dremenet. Yezhoù zo a verk pegen pell en amzer dremenet e oa c'hoarvezet un dra bennak e-keñver an amzer vremañ:
- Amzer dremenet hesternek: dec'h pe tost, met pas kalz abretoc'h evit dec'h
- Amzer dremenet hodiernek: abretoc'h hiziv hep resisaat pegoulz.
- Amzer dremenet tostañ: amzer drement tost-tre, d.l.e. ur vunutennig zo
- Amzer dremenet tost: en deizioù pe er sizhunioù pe er mizioù tremenet
- Amzer dremenet pellañ: a-raok an deizioù pe ar sizhunioù pe ar mizioù tremenet
- Amzer dremenet nann-dost: kontrol diouzh an amzer dremenet tost
- Amzer dremenet nann-bell: kontrol diouzh an amzer dremenet pellañ
- Amzer dremenet rakhesternek: a-raok an amzer dremenet hesternek
- Amzer dremenet rakhodiernek: a-raok an amzer dremenet hodiernek
- Amzer drement strizh: amzer drement hep aspekt na mod
- Amzer vremañ
- Amzer c'hoazh': o tennañ d'un ober a gendalc'h betek an amzer m'emeur o komz.
- Amzer dazont. Some languages have different future tenses to indicate how far into the future we are talking about. Some of these include:
- 'Amzerioù absolutel-relativel'
- Amzer dazont strizh: achu e vo un dra bennaket a-raok ma tegouez ur mare resis en amzer dazont.
- amzer da zont en dazont: en dazont e vo c'hoazh pa vo arru ur prantad resis en amzer dazont.
- amzer dazont en amzer dremenet: tremenet e vo dija d'ur mare resis en amzer dazont
- amzer dazont peurdremenet: achu e vo d'ur mare resis pa vo bet deuet an amzer dazont da vezañ an amzer dremenet, d.s. Aet e oa Mari da labourat. D'ar mare ma dlefe bet arru en-dro d'ar gêr e vije bet achuet an dud da laerez he zi.
- past perfect tense: tremenent e oa dija en amzer drement.
- 'Amzerioù relativel'
- amzer dazont relativel: en amzer dazont hep resisaat pegoulz
- amzer nann-dazont relativel: en amzer dremenet pe en amzer vremañ hep resisaat pegoulz
- amzer nann-dremenet relativel: en amzer vremañ pe en amzer dazont hep resisaat pegoulz
- amzer dremenet relativel: en amzer dremenet hep resisaat pegoulz
- amzer vremañ relativel: en amzer vremañ hep resisaat pegoulz.