František Martin Pelcl : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Maen-koun en enor da F. M. Pelcl, e Rychnov nad Kněžnou. '''František Martin Pelcl''' (ganet d’an 11 a viz Du 1734 e [[Rych..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 29 C'hwe 2012 da 11:17

Maen-koun en enor da F. M. Pelcl, e Rychnov nad Kněžnou.

František Martin Pelcl (ganet d’an 11 a viz Du 1734 e Rychnov nad Kněžnou – marvet d’ar 24 a viz C'hwevrer 1801 e Praha) e oa ar c’hentañ kelenner tchekeg e Skol-veur Praha.

E skol-veur Praha e reas studioù prederouriezh, istor ha doueoniezh, met n’eas ket betek penn ha mont a reas da skol-veur Vienna goude se. Eno e studias tchekeg hag istor. Labourat a reas evel kelenner-ti evit bugale tud nobl. Dont a reas da Braha en-dro e 1793 hag anvet e voe da gelenner war ar yezh hag al lennegezh tchekek er skol-veur.

En alamaneg e skrivas an darn vrasañ eus e labourioù : levrioù diwar-benn istor Bohemia, diwar-benn impalaerien evel Jozef II pe Karl IV. Embann a reas ivez labourioù e latin (diwar-benn istor Bohemia) hag e tchekeg (diwar-benn yezhadur an tchekeg).

Dre e labour en deus kemeret perzh en adsav broadel Tchekia en XIXvet kantved ha mignon e oa gant pennoù bras an emsav broadel evel Josef Dobrovský pe Václav Matěj Kramerius.