Vendôme : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ taolenn
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 32: Linenn 32:
|- align="center"
|- align="center"
|[[Kanton]]ioù
|[[Kanton]]ioù
|Pennlec'h kantonioù [[Kanton Vendôme1|Vendôme1]] ha [[Kanton Vendôme2|Vendôme2]]
|Pennlec'h kantonioù [[Kanton Vendôme-1|Vendôme-1]] ha [[Kanton Vendôme-2|Vendôme-2]]
|- align="center"
|- align="center"
|[[Kod INSEE]]
|[[Kod INSEE]]

Stumm eus an 22 C'hwe 2012 da 15:14


Kumunioù Bro-C'hall
Anv Vendôme
Skoed
Lec'hiadur Vendôme en Arondisamant Vendôme
Riez Bro-C'hall Bro-C'hall
Rannvro Centre
Departamant Loir-et-Cher
Bro hengounel
Arondisamant Vendôme (pennlec'h)
Etrekumuniezh Communauté de communes du Pays de Vendôme
Kantonioù Pennlec'h kantonioù Vendôme-1 ha Vendôme-2
Kod INSEE 41269
Kod post 41100
Maer Catherine Lockhart (Strollad Sokialour Gall)
Amzer-gefridi 2008-2014
Gorread 23,89 km²
Led 47° 47' 37" Norzh
Hed 01° 03' 59" Reter
Uhelder kreiz .. m
Uhelder bihanañ 76 m
Uhelder brasañ 141 m
Poblañs hep kontoù doubl 16 669 (2008)
Stankter 698 a./km²
Lec'hienn ar gumun Vendôme

Ur gumun c'hall eo Vendôme (Gwenngen hervez Meven Mordiern, genidik eus ar vro) e departamant Loir-et-Cher.

Ar gêr gwelet eus ar c'hastell

Istor

E-kichen kêr Vindocinum e veze un oppidom war un dorgenn a oa savet ur c'hastell-kreñv warni er Grennamzer. E Vendôme e marvas Nevenoe, dug Breizh e 851. Diazezañ a reas abati an Dreinded sant Bienheuré er Vvet kantved. Chom a ra an iliz evel m'eo bet savet er stil gotek flamennek. Dont a reas ar vro da vezañ glad familh ar Vourboned-Vendôme, ur skourr d'an dierniezh c'hall er XIVvet kantved. E 1515 e oa kemmet ar c'ontelezh da dugelezh evit Charlez a Vourbon, tad-kozh Herri IV, roue Bro-C'hall. Hemañ a roas an dugelezh d'e mab bastard, Kaezar. Pelloc'h e voe roet dezhañ post gouarnour Breizh gant Anna a Aostria, intañvez Herri IV.

Monumantoù ha traoù heverk

An abati
  • Iliz abati an Drinded gant ur c'hloc'hdi distag hag un talbenn kizellet meurbet er stil gotek flamennek
  • Mirdi e savadurioù abati an Dreinded (XIVvet-XVIved kantved)
  • Iliz ar Madalen (XVvet kantved)
  • Tour Sant-Marzhin, bet kloc'hdi un iliz aet da get
  • Dor Sant-Jord
  • Ospital kozh ha skolaj kozh, an ti-kêr ennañ hiziv
  • Levraoueg Abad Grégoire
  • Dismantroù kastell konted vendôme
  • Delwennoù Pierre de Ronsard ha kont ha marichal a Rochambeau
  • Kartieroù kozh

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Douaroniezh

War ribl al Lez emañ, 35 kilometr e gwalarn Blois ha dre ar TTB e c'haller mont da Bariz dindan 42 munutenn.

Emdroadur ar boblañs 1793-2007

Melestradurezh

Tud

Tud bet ganet eno

Gevelliñ

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù