Mozilla Firefox : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3: Linenn 3:
| logo = Firefox.svg
| logo = Firefox.svg
| ment = 250px
| ment = 250px
| skeudenn = Firefox9.png|250px
| skeudenn = Firefox10.png|250px
| diorroer = [[Mozilla Corporation]]
| diorroer = [[Mozilla Corporation]]
| kentan = [[9 a viz Du]] [[2004]]
| kentan = [[9 a viz Du]] [[2004]]
| diwezhan = 3.5.5 - 5 a viz Du 2009
| diwezhan = 10.0
| endro = [[Windows]]
[[Mac OS X]]
[[GNU/Linux]]
[[BSD]]
[[Solaris]]
[[OpenSolaris]]
| endro = [[Windows]]
[[Mac OS X]]
[[GNU/Linux]]
[[BSD]]
[[Solaris]]
[[OpenSolaris]]
| skrivet = [[C++]], [[XUL]], [[XBL]], [[JavaScript]], [[CSS]]
| skrivet = [[C++]], [[XUL]], [[XBL]], [[JavaScript]], [[CSS]]

Stumm eus an 3 C'hwe 2012 da 16:09

Mozilla Firefox
Diorroer Mozilla Corporation
Endro Windows
Mac OS X
GNU/Linux
BSD
Solaris
OpenSolaris
Yezhoù 75 disheñvel
Doare Merdeer web
Skrivet e C++, XUL, XBL, JavaScript, CSS
Lec'hienn web www.mozilla.com/firefox

Mozilla Firefox a zo ur merdeer web digoust, diorroet ha dasparzhet gant Mozilla Foundation sikouret gant kantadoù a dud a youl vat a-drugarez da doareoù diorroiñ ar poellad frank/open source ha da frankiz e god tarzh.

En deroù e oa Firefox ur programm derevet eus ar poellad Mozilla (anvet SeaMonkey hiziv an deiz), met ennañ ar fonksionoù merdeiñ nemetken.
Ar poellad liessavennek-mañ a zo kenglotus gant stummoù disheñvel Microsoft Windows, Mac OS X ha GNU/Linux. Lakaet eo bet war reizhadoù korvoiñ disheñvel, ar pezh a zo posupl gant ar c'hod tarzh a zo lakaet e kerzh dindan tri aotre disheñvel er memes koulz (MPL, GPL et LGPL)[1].

Ar poellad-mañ en deus bet ur berzh kreskus abaoe e embannadur, o tipaseal an hanter-miliard[D 1] a pellgargadennoù e C'hwevrer 2008. Memes ma ne ziskouez ket an niver-mañ an niver gwirion a implijerien e deuet Firefox deuet da vezañ buan-tre kevezer brasañ Internet Explorer, merdeer web Microsoft.

Savennoù a c'hell lakaat Mozilla Firefox da dreiñ

Firefox a zo ur poellad a dro war un niver bras a reizhadoù korvoiñ.
Tu zo neuze da staliañ Firefox war ar reizhadoù da-heul :

Lakaet war reizhadoù all evel FreeBSD[V 1], OS/2[V 2], Solaris[V 3], IRIX, RISC OS[V 4], SkyOS[V 5], BeOS[V 6], Windows XP 64 ha Windows Vista 64 bit[V 7].

Arc'hweladurioù

Ar merdeer a c'hell bezañ implijet adalek un diazez glanaet. Kentoc'h eget bezañ roet gant un niver bras a dibarzhioù, Firefox en deus kantadoù a plug-inoù ha temoù grafek, evit ma vefe tu d'an implijer da lakaat anezhañ evel m'en deus c'hoant. Un nebeut a arc'hweladurioù a vez kavet er stumm glan :

• Ar merdeiñ dre ivinelloù (tab) ;
• Un harzer pop-up ;
• Ur sistem lusker enklask ;
• Merk-pajennoù (ivez anvet "signets") dinamek (lenner flusoù RSS hag Atom) ;
• Ar bookmarklet ;
• Ur reizher reizhskrivañ ;
• Ur sil eneppesketa ;
• Kenglotus IPv6]

Doujañs da skouer ar Web

Ar Mozilla Foundation, a-drugarez d'e lusker framm Gecko, a heuil en e boelladoù ar reoladoù ha skouerioù digor, da gentañ reoù ar World Wide Web Consortium[2].
Neuze, Mozilla Firefox a harp skouerennoù ar Web evel HTML, CSS, XHTML, XML, JavaScript, met ivez DOM, MathML, XSL pe c'hoazh XPath[3].

An test Acid2 a zo bet tremenet abaoe an 3 stumm[V 8], padal ez eo an test Acid3 n'eo tremenet ul lodenn nemetken, gant 93% evit stumm diwezhañ ar poellad (Firefox 3.5). Hogen, an disoc'h-mañ a vez o kreskiñ dibaouez[V 9] (94/100 evit ar 3.6 beta3).

Evel lodenn vrasañ ar merdeerien a-vremañ, Firefox a zo gouest da ziskouez skeudennoù gant an treuzwelladur e PNG.

Notennoù ha daveoù

1. (en) Mozilla Code Licensing
2. (en) Web Standards sur le Mozilla Data Center
3. (en) Mozilla Developer Center
Daveoù da stummoù Firefox
1. (en) Firefox war an teul FreeBSD
2. (en) Raktres Warpzilla war Mozilla.org
3. (en) Firefox Package for Solaris 8-10
4. (en) Mozilla Firefox evit RISC OS
5. (en) Karned Web Pascal Chevrel : Firefox war SkyOS
6. (en) Bezilla: Mozilla for BeOS
7. (en) Mozilla for Windows x64 platform
8. (fr) Firefox 3 : ul listenn gentañ eus an arc'hweladurioù gortozet, pennad PCInpact.
9. (en)Firefox 3.1 "Shiretoko" war MozillaLinks
Daveoù d'an niver a bellgargadennoù Firefox
1. (en) SpreadFirefox : 500+ Million Celebration

Patrom:Link FA Patrom:Link FA Patrom:Link FA Patrom:Link FA Patrom:Link FA