Puma : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: qu:Puma, zh-yue:美洲豹
Pokorny (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10: Linenn 10:
{{Taxobox Echu}}
{{Taxobox Echu}}


Ar puma (''Puma concolor'') a zo ur c'hazh bras hag a vez kavet en [[Amerika]]. Daoust ma'z eo bras ne c'hell ket ruoc'hal. Rouzmouzat a ra ha, hervez reoù 'zo e c'hell choual en un doare hogozik denel pa vez o rudañ. Nesoc'h eo d'ar c'hazh-ti eget ar pevar ''c'hazh meur'' ([[tigr]], [[leon]], [[jaguar|jagoar]] ha [[panterenn|loupard]]). Hervez ar rannvro e c'hell bezañ anvet : '''cougar, leon ar menezioù, panterenn, catamount, painter, leon amerikan, leon mec'hikan, panterenn Florida, leon arc'hant, leon ruz, panterenn ruz, tigr ruz, tigr gell, tigr ar c'hirvi, kazh tasmant, chouer ar menezioù, diaoul indian, kazh roue, ha kazh livet.'''. Eus ar [[ketchaneg|c'hetchaneg]] e teu e anv. E [[Brazil]] e vez graet '''suçuarana''' anezha~~, un anv a zeu eus an [[tupieg]].
Ar puma (''Puma concolor'') a zo ur c'hazh bras hag a vez kavet en [[Amerika]]. Daoust ma'z eo bras ne c'hell ket ruoc'hal. Rouzmouzat a ra ha, hervez reoù 'zo e c'hell choual en un doare hogozik denel pa vez o rudañ. Nesoc'h eo d'ar c'hazh-ti eget ar pevar ''c'hazh meur'' ([[tigr]], [[leon]], [[jaguar|jagoar]] ha [[panterenn|loupard]]). Hervez ar rannvro e c'hell bezañ anvet : '''cougar, leon ar menezioù, panterenn, catamount, painter, leon amerikan, leon mec'hikan, panterenn Florida, leon arc'hant, leon ruz, panterenn ruz, tigr ruz, tigr gell, tigr ar c'hirvi, kazh tasmant, chouer ar menezioù, diaoul indian, kazh roue, ha kazh livet.'''. Eus ar [[ketchaneg|c'hetchaneg]] e teu e anv. E [[Brazil]] e vez graet '''suçuarana''' anezhañ, un anv a zeu eus an [[toupieg]].


Hemolc'h a ra ar c'hirvi dreist-holl zoken ma c'hell argasiñ geotdebrerien arall krenn pe vihan o ment. E gar tostañ ar [[yaguarundi]] ar [[(Miracinonyx|gepard amerikan]].
Hemolc'h a ra ar c'hirvi dreist-holl zoken ma c'hell argasiñ geotdebrerien arall krenn pe vihan o ment. E gar tostañ ar [[yaguarundi]] ar [[(Miracinonyx|gepard amerikan]].

Stumm eus an 13 Gen 2007 da 10:58


Puma

Puma concolor
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Vertebrata
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Puma
Anv skiantel
Puma concolor
Linnaeus, 1771
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar puma (Puma concolor) a zo ur c'hazh bras hag a vez kavet en Amerika. Daoust ma'z eo bras ne c'hell ket ruoc'hal. Rouzmouzat a ra ha, hervez reoù 'zo e c'hell choual en un doare hogozik denel pa vez o rudañ. Nesoc'h eo d'ar c'hazh-ti eget ar pevar c'hazh meur (tigr, leon, jagoar ha loupard). Hervez ar rannvro e c'hell bezañ anvet : cougar, leon ar menezioù, panterenn, catamount, painter, leon amerikan, leon mec'hikan, panterenn Florida, leon arc'hant, leon ruz, panterenn ruz, tigr ruz, tigr gell, tigr ar c'hirvi, kazh tasmant, chouer ar menezioù, diaoul indian, kazh roue, ha kazh livet.. Eus ar c'hetchaneg e teu e anv. E Brazil e vez graet suçuarana anezhañ, un anv a zeu eus an toupieg.

Hemolc'h a ra ar c'hirvi dreist-holl zoken ma c'hell argasiñ geotdebrerien arall krenn pe vihan o ment. E gar tostañ ar yaguarundi ar gepard amerikan.


Ispesadoù


Hervez Culver (2000) eo heñvel an darn vrasañ an isspesadoù-se. Hervezañ eo aet da get puma Amzrika an norzh e-kerzh ar pleistosen ha adpobleet e voe ar c'hevandir gant pumaed eus Amerika ar Su. An isspesadoù gwir a vefe :

N'eus kenemglev ebet e-touez ar glaskourien diwar-benn ar gudenn-mañ, avat.

Hironed

Kar int d'ar panterenned hag e c'hell ar bumaed gouennañ ganto. An hironed a vez anvet pumapard. Gant an oselo e c'hell gouennañ ivez.

Annez

Annez ar Puma

Unan eus an annezioù brasañ e-touez ar felidae en deus ar puma gant al liñs, ar c'hazh gouez hag ar banterenn. A-raok an trevadennerezh e veze kavet en darn vrasañ eus ar c'hevandir. Da vihanoc'h eo aet e dachenn met e gavout a reer c'hoazh eus ar Yukon betek Chile. Un nebeud hiniennoù a zo bet gwelet e Bro-Saoz Nevez. En arvar emañ er Stadoù-Unanet, e Florida ha war aod ar reter dreist-holl, abalamour ma vez distrujet e lec'hioù bevañ.

Poblañsoù er Stadoù-Unanet hag e Kanada

Hogozik diouennet e voe ar puma er Stadoù-Unanet met kroget eo e boblañs da greskiñ adarre. Krediñ a reer ez eus un 30 000 bennak e stadoù ar c'hornôg. Ar rannvro ma'z int an niverusañ enni eo hini Vancouver met o c'havout a c'heller en Ontario ha Manitoba ivez. Posupl eo e treuzvev un toullad hiniennoù e Kebek hag e Brunswick Nevez.

War gresk emañ o zachenn e Texas ha tizhout en deus graet Missouri, Michigan ha Kansas. Abaoe m'en deus adkroget ar poblañsoù da greskiñ eo aet e argasadennoù ouzh an dud da stankoc'h. Ral ez int c'hoazh, avat, zoken ma'z eo boutin an tagadennoù a-enep an anevaled-ti bremañ.

Perzhioù

Puma, skeudennet en Arizona-Sonora Desert Museum, Tucson, Arizona

Bej eo ar pumaed gant penn o lost du. En hanternoz eo stankoc'h o blevad hag ruz-gell eo o c'hreoñ tra m'eo gris en Amerika ar Su. Ar puma a c'hell redek da 70km/h ha lammat 6 metr. Unan anezho a voe gwelet o pignat e-barzh ur wezenn gant ur c'harv en e c'henoù. Kreñvoc'h eo o c'hrogadenn eget hini ar c'hi pouezusañ.

E hanternoz Amerika ez int un tamm brasoc'h eget panterenned met bihanoc'h eget jagoared. Galloud a reont muzuliañ 2,4 metr ha pouezañ etre 50 ha 70 kg. Ar re vrasañ a c'hell tizhout 120 kg. Gallout a reont bevañ war-dro 10 bloavezh en natur ha 25 pa vezont dalc'het.

Liv

Bej pe melen traezh eo blevad ar puma, evel hini e breizhoù pennañ. Saotroù direizh o deus ar c'holened met da get ez eont pa dizh al loen e vloaz kentañ. Bez' ez eus pumaed gwenn (leukistek met pas albino) ha pumaed teñval-tre o c'hreoñ a zo bet livet gant Georges-Louis Leclerc, Kont Buffon. Biskoazh n'eus bet kavet pumaed peurzu, avat.

Emzalc'h

Ar puma a c'hell lazhañ ha ruzañ ur preizh seizh gwech brasoc'h egetañ. Bronnegoù bras evel kirvi pe lañsoù a hemolc'h ar peurliesañ. Debriñ a raio anevamed bihanoch evel avanked ha draenegi bras pe zoken logodennoù m'o-deus ezhomm. Ganto e-unanig e hemolc'h ha argasiñ a reont o freizhoù dre sourpren. O lazhañ a reont dre grogiñ anezho er chouk ha dre derrinñ anezhañ. Ar gargasen a interont neuze d'he c'huzat diouzh ar breizherien arall. Ar bumaed n'int ket gagnaouerien, avat, ha ral eo evito da zebriñ kargasennoù lazhet gant anevaled arall.

Un dachenn eus 250 km² en-deus ur piri en oad. Hini ar barezed a vez bihanoch, etre 50 ha 150 km². Un aneval tachennadel eo ar puma hag emgannoù, zoken ma'z int ral, a c'hoarvez gwechoù 'zo. Gouher ez int ha pell eus an dud e chom pa c'hellont.

Ur par a c'hell en em c'houennañ gant meur a barez. Ar-mañ a c'han etre 3 ha 4 kazhig. Pa gemer ur par tachenn unan arall e c'hell lazhañ ar c'hizhierigoù da lakaat ar barez da zigor adarre.

Argadennoù ouzh an dud

Ral ez eo argasadennoù ouzh an dud met c'hoarvezout a reont, avat. Bez eo 100 argasadenn e-barzh ar Stadou Unvanet etre 1890 ha 2004. 16 a dud a voe lazhet. E Kalifornia ma kenvev ar bumaed gant ur boblañs zenel vras e oa 14 argasadenn ha 6 den a voe lazhet. Boutinoc'h eo an argasadennoù ar c'hornioù-bro koadek ma vev ur boblañs zenel bouezus. Alies e vez kaket tu-se kirvi du o lost a sach o bezañs ar bumaed. Da voazet ouzh an dud e ya ar re-mañ neuze ha kregiñ a reont d'o gwelout evel preizhoù.


Laiammoù diavaez

Ar puma